Mont d’an endalc’had

eus

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus ar c'hrennvrezhoneg euz, diwar *eks-, « er-maez eus, eus », eus an indezeuropeg *ek-s en deus roet an henc'hresianeg ἑχ hag ἑξ, al latin ec- hag ex, al lituaneg isz, an henslaveg izŭ hag iz-, memes ster dezho[1].

Araogenn

Gour Furm
U1 ac'hanon
U2 ac'hanout
U3g anezhañ
U3b anezhi
L1 ac'hanomp
L2 ac'hanoc'h
L3 anezho, anezhe
D ac'hanor

eus /øs/

  1. araogenn hag a verk an orin (lec'h)
    bezañ eus ul lec'h bennak;
    bezañ bet eus ul lec'h bennak: bezañ aet kuit ac'haleno.
    degouezhout, dont, distreiñ, dizreiñ, eus ul lec'h;
    mont, tec'hel, diflukañ eus ul lec'h.
    kas (ha degas), kemer, laerezh, lemel, tennañ traoù (pe tud) eus ul lec'h
  2. araogenn hag a verk ar c'houlz orin
    Me n’on ket eus deizioù kentañ ar sizhun, met ne oan ket ganet d’ar sadorn da noz ivez, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 453.)
  3. araogenn hag a verk ar stroll orin (war-lerc'h hini, pehini
    Hini ebet eus ar re-se, hini ebet ac'hanomp.
    pehini eus an tri...?
  4. dirak an derez-uhelañ
  5. er renadenn-anv


Troioù-lavar

Gwelet ivez

Daveoù

Roll an daveoù :

Troioù-lavar

Etimologiezh


Indezeuropeg
Henamzer uhel
Kentkeltiek h.a.
Henamzer
Predeneg h.a.
Krennamzer uhel
Henvrezhoneg h.a.
Krennamzer izel
Krennvrezhoneg h.a.
Amzerioù modern
Brezhoneg h.a.

Yezhoù all
*h₁es-(en)
*h₁ésti
*esti eus
eus Kerneveureg
oes Kembraeg
Galianeg
Gouezeleg
est est [gall.] Romaneg
*isti ist [alam.] Germaneg
ἐστί, ἐστίν (esti, estin) Gresianeg
*(j)estĭ ѥстъ (jestŭ) jest [kro.] Slaveg
hast / ast Iraneg
asti Sanskriteg

Furm verb

eus /øs/

  1. Furm ar verb bezañ en amzer-vremañ dic'hour.
  2. Peurvuiañ e-barzh
    ez eus
    ec'h eus
    n'eus
    *Petra, n'eus ket deuet a laezh ganit? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 92.)
    ne deus
    geus
    deus
  3. Gant un anv-gwan-verb (pe zaou)

Furm verb

  1. Furm eus ar verb en devout en amzer-vremañ e-barzh
    am eus (hag em eus)
    ac'h eus (hag ec'h eus)
    en deus
    he deus
    hon eus
    hoc'h eus
    o deus