anezhe
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an araogenn a.
Furm araogenn
Gour | Furm |
U1 | ac'hanon |
U2 | ac'hanout |
U3g | anezhañ |
U3b | anezhi |
L1 | ac'hanomp |
L2 | ac'hanoc'h |
L3 | anezho, anezhe |
D | ac'hanor |
- Furm an araogenn a pe eus, displeget en trede gour lies, anezho.
- evel araogenn
- hini anezhe
- unan anezhe
- darn anezhe
- Darn anezhe, evel just, a zo bet kaeraet abaoe, [...]. — (Ernest ar Barzhig, Minna ha danevelloù all..., Mouladurioù Hor Yezh, 1988, p. 100.)
- Ken treut ken na oa nemet ar c’hroc’hen hag an eskern anezhe, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 285.)
- Ne oa nemet ar spes anezhe, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 286.)
- evel renadenn eeun
- Gwennveur na rae van ebet da glevet anezhe, hag a lonke soup. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 18.)
A-raok ar bloavezhioù 1980 (war-dro) ne veze degemeret nemet ar stumm anezho er yezh skrivet, ha se zo kaoz ne gaver ket anezhe e levrioù Jul ar Gros.
Troidigezhioù
- galleg : (fr)