a-drugarez
Neuz
Brezhoneg
Araogenn
a-drugarez
- a-drugarez unan bennak:
- A drugarez Doue n'en em gavas droug ebet : an Aotrou de la Marche a ziskennas war douar Bro-Saoz hep ma c'hoarvezas droug ebet gantañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 26.)
- — Na n'on ket sujet da glenved, nann, a drugare Jesus !... — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 124.)
- Ha hi o respont d'in-me, gant eun air gracius :
— Me na on claon a galon, a drugarez Jesus ; — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971, p. 26.)
- a-drugarez da unan bennak:
- Bremañ, pa 'z eo maro hor c'honterien goz, e c'hellomp c'hoaz, a drugarez da skrivagnerien 'zo, kaout an tañva eus ar c'hontadennou o deus hon diduet e-doug bloaveziou tenera hor yaouankiz. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 6.)
- [...], rak a-drugarez da levezon an Dartared, bet gwechall mac'homerien Rusia a-bezh, n'eus yezh ebet, nemet marteze an arabeg, ken pinvidik hag ar rusianeg evit ar pezh a sell ouzh an dismegañsoù hag an hudurañ mallozhioù. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 93.)
- A-drugarez d'am mamm, ampart e oan a-vihanig evit pezh a selle ouzh kanañ ha lenn notennoù ; ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 81.)
- Roet o deus intañvez ha bugale va mignon Yann ar Floc’h aotre da gas al labour-se da benn, hag a drugarez d’un den brokus ha largentezus, mignon gwirion ha feal d’ar brezoneg, e c’hello beza sevenet kement-se. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 6.)