kalon
Neuz
Brezhoneg
- Da geñveriañ gant ar c'herneveureg colon hag ar c'hembraeg calon a c'hellfe dont o-zri eus ur c'heltieg *kal-onāa zo ennañ, pe pennrann al latin cal-idu-s (flugezenn domm), pe hini al latin call-idu-s dre ma tremene alies ar galon evit organ ar skiant. (Martezeadenn V. Henry)[1] *
Anv-kadarn
kalon /ˈkɑː.lɔ̃n/ benel (furm vihanaat kalonig, liester kalonoù)
- (Korfadurezh) Organ kigennel kleuz ha talmus a dalvez da gas ar gwad e korf an dud pe al loened.
- Talm ar galon.
- He c'halon birvidik a lamm c'hoaz 'n he c'hreiz,
Dihunet out brema, ma Breiz ! — (Taldir, Bro Goz ma Zadou, in Dihunamb!, 15vet niverenn, miz Gwengolo 1906, p. 248-249.) - Marc'h, roue Poulmarc'h, a veze laouen bras e galon pa c'helle mont da redek ar moc'h gouez e koadou bras e rouantelez. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
- Poull ar galon: ar poull-kalon.
- Pa glevan komz eus laza ez a klañv ma halon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 258.)
- Sevel a ra ma c'halon diwar al laezh.
- digeriñ ar galon, digeriñ e galon da ub : reiñ c'hoant da zebriñ
- Ar falc'herezh a zo ul labour hag a zigor ar galon. — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 86.)
- nerzh-kalon.
- kemer kalon
- Komer kalon, degouezhet omp tost. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 145.)
- rannañ kalon ub, e galon da ub.
- sevelkalon ub
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Patatez ha laezh
A ra vad da galon gaezh. - Un daouarn tomm hag ur galon yen
A ra goap a veur a zen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 396.), — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 318.)
Troidigezhioù
- Organ (1) :
- alamaneg : Herz (de) nepreizh
- abkhazeg : агәы (ab)
- adygeieg : гу (ady)
- daneg : hjerte (da)
- esperanteg : koro (eo)
- frizeg : hert (fy)
- galleg : cœur (fr)
- gresianeg : καρδιά (el)
- ido : kordio (io)
- islandeg : hjarta (is)
- italianeg : cuore (it)
- katalaneg : cor (ca)
- Nerzh kalon (2) :
- Ar pennad « kalon » e-barzh Wikipedia
- Stagadenn:Geriaoueg ar c'horf e brezhoneg
Roll an daveoù :
Esperanteg
Furm anv-kadarn
kalon /ˈka.lɔn/
- Unander an anv-kadarn kalo en akuzativ.