Mont d’an endalc’had

Gironde (departamant)

Eus Wikipedia
Evit sterioù all ar ger, gwelet Gironde.
Gironde
Ardamezioùlogo
Gironde (departamant)
Anv okitanek Gironda
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Pennlec'h
(prefeti)
Bourdel
Isprefetioù Arcaishon
Blayes
Lengon
L'Esparra
Liborna
Prezidant ar c'huzul-departamant Jean-Luc Gleyze
Prefed Fabienne Buccio
Kod EBSSA 33
Kod ISO 3166-2 FR-33
Kod Eurostat NUTS-3 FR612
Poblañsouriezh
Poblañs 1 636 391 ann. (2020)[1]
Stankter 153 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 44° 50′ 14″ Norzh
0° 35′ 12″ Kornôg
/ 44.837183, -0.58654
Gorread 10 725 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 6
Pastelloù-bro 12
Kantonioù 33
Etrekumuniezhioù 28
Kumunioù 535

Ar Gironde (e galleg hag ent-ofisiel, distaget [ʒiʁɔ̃d]), Gironda (en okitaneg), zo un departamant, abaoe 1790, e mervent Bro-C'hall, er rannvro Akitania-Nevez. Bourdel eo ar pennlec'h anezhañ. Ul lodenn vras eus an departamant a zo en Okitania. Savet eo an departamant diwar ul lodenn eus Gwaskogn. Brasañ departamant Frañs Europa an hini eo.

Diwar an anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gironde eo an anv kentañ, diwar anv an aber a zo boutin d'ar Garona ha d'an Dordonha. Kemmet e voe e-pad ur pennad avat, ha roet an anv Bec d'Ambès d'an departamant gant gouarnamant jakobin Pariz pa veze graet treitourien eus ar jirondined, o enebourien bolitikel, a veze kaset a-garradoù da vezañ dibennet.

Arondisamantoù ar Gironda

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn kêrioù hag hentoù an departamant


Un departamant liesseurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Broioù bihan disheñvel zo e-barzh an departamant-mañ.

Kartenn "Broioù" an departamant


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA