Mont d’an endalc’had

C'hoarioù arc'hant

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Un daol c'hoari arc'hant

Ar c'hoarioù arc'hant a vez graet eus ar fed da bariañ arc'hant pe un danvez ker war un darvoud (redadegoù, krogadoù sport, dilennadegoù...) douetus ar pal o vezañ da c'hounez muioc'h a arc'hant pe a zanvez ker evit an hini lakaet en arvar.

C'hoarioù arc'hant hag ar relijion

Ar c'hoarioù ar'hant a zo difennet gant darn ar relijionoù:

  • Evit ar gristenien, ar bibl ne lar ket anat ez eo difennet ar c'hoarioù arc'hant met lar a ra ez eo ret chom hep bezañ e garantez gant an arc'hant rak kement-mañ a lakaa da bellaat diouzh ar gredenn (Timothée 6:10; Hebraeg 13:5). En dek gourc'hemenn en hini diwezhañ e vez laret ez eo arabat c'hoantaat ar pezh a zo perc'hennet gant hor seblant (Ermaeziadeg 20, 14)).
  • Evit ar vuzulmaned, ar Charia (lezenn islamek) a zo sklaer evel ma lar ar sourat 5, gwerzhennoù 90 hag 91 "Ar gwin, ar c'hoarioù arc'hant, pellait anezho". En hadith e vez kaoz ivez eus ar c'hoarioù arc'hant laret e vez "An hini a c'hoari gant an diñsoù en deus disentet ouzh Doue hag e profed".

C'hoarioù arc'hant lous

Dorn ar Mafia

Bed ar Mafia a c'hounez kalz arc'hant gant ar c'hoarioù arc'hant. Ar pal a zo da reiñ an tu d'an dud dedennet gant ar c'hoarioù arc'hant el lec'hioù ma z'int difennet da c'hoari. War un tu all e mod all pa vez aotreet el lec'h ar c'hoarioù arc'hant, e vez roet an tu d'an dud difennet dezho da c'hoari da bariañ arc'hant memestra en un hentenn nann ofisiel.

Kuba a zo bet anavezet dre-se rak difennet e oa ar c'hoarioù arc'hant er Stadoù-Unanet, ar c'hoarierien hag ar Mafia a zae neuze eno evit gellet c'hoari ha pariañ arc'hant.