toull
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-kadarn hag anv-gwan) : Testeniekaet en henvrezhoneg (tull).
- Meneget er C'hatolicon.
- Da geñveriañ gant ar gerioù twll en kembraeg, toll en kerneveureg hag en iwerzhoneg.
- Anavezet evel anv lec'h.
- (Furm-verb) : Savet diwar toull-, pennrann ar verb toullañ, hep dibenn-ger
Anv-kadarn 1
toull /ˈtulː/ gourel (furm vihanaat toullig, liester toulloù)
- Egorenn c'houllo en ur c'haled, digor un tu anezhañ
- Yen ha goullo e oant, evel un toull du. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 143.)
- (dre skeudenn-lavar), (Pemdez) Plegenn fall
- <skouer.>
- (dre leterc'hañ) Emskiant eus ezvezañs, eus diouer unan bennak:
- Un toull a zo en ti bremañ pa'z eo marv he mab. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 529.)
- Douarenn, lec'h annez (diwar-benn al loened)
- Kavenn a zigor en diavaez (diwar-benn an dud hag al loened)
- — « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c'hros e toull o divskouarn. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 21.)
- — « Nann, sur, ma 'z eus roc'h e toull he gouzoug, n'eo ket marv c'hoazh. [...]... » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 62.)
- (dre verrdro), (Pemdez) Toull-bac'h
- Aman marteze e vije kemeret da gentañ ar re a zo bet en toull evit ar brezhoneg. — (Goulc'han Kervella, Lara, Al Liamm, 1989, p. 220.)
- – Emaint o herzel hom c'hamalad, aet eo gante d'an toull. Deomp da dennañ anezhañ er-maez ! — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 81.)
- Izelenn, traoñienn
- <skouer.>
- an toull-revr
- Yec’hed d’an toull pa ra e zever Kenkoulz en teñval hag en sklaer.
- reizh ar vaouez
- Toull an nadoz : krao
- [...] : « Va bugale ker, me a lavar d'ehoc'h adarre, pegen dies eo d'ar re a lak' ho fizians en danvez mont e rouantelez Doue. Essoc'h eo da eur c'hanval treuzi dre doull an adoz eged da eur pinvidig mont e rouantelez Doue. » — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 219.)
Anv-kadarn 2
toull
- Digor a-dreuz ur c'haled
- Toull an alc'hwez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 528.)
- [...], da c'houzout piv anezho a c'hallfe lakaat e skouarn ouzh toull an alc'hwez. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 42.)
- (Ent strizh) Rog
- Sell gwashat toull a zo em loer ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 528.)
- Digor a reer en ur voger, en ur speurenn da lakaat un nor, ur prenestr
- Tremen a reas e-biou da di Job. Ober a reas e toull an nor : [...]. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 27.)
- — « Lom, emezañ, stankit buan toull ar c'hazh. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 64.)
- Ar skolaer a oa e toull dor e borzh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 528.)
- Sez a oa o kaozeal kreñv e toull an nor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 528.)
- Ur mell troc'had den a oa e toull an nor. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 53.)
- (Dre astenn-ster) Ode, riboul, tremen
- <skouer.>
- an toull-porzh, toull ar porzh
- an toull-karr
- e-toull: araogenn
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- e-toull
- hejer-e-doull : fougaser
- toull-antre
- toull-avel
- toull-bac'h
- toull-bez
- toull-chafot
- toull-dar
- toull-didoull
- toull-digor
- toull-diskarg
- toull-dor
- toull-freuz
- toull-fri
- toull-gouzoug
- toull-goz
- toull-gwenan
- toull-gwesped
- toull-hent
- toull-karr
- toull-kazh
- toull-keuneud
- toull-koad
- toull-kurun
- toull-kuzh
- toull-lag
- toull-lagad
- toull-lonk
- toull-lonkerezh
- toull-malgudenn
- toull-noz
- toull-nozelenn
- toull-bac'h
- toull-porzh
- toull-revr
- toull-roc'h
- toull-sac'h
- toull-sistr
- toull-speg
- toull-strap
- toull-tan
- toull-trap
Troioù-lavar
- bezañ etre lost an diaoul ha toull e revr
- chom e toull ar c'hae
- evañ evel un toull goz
- kargañ e doull
- kas unan bennak d'e doull
- kavout ibil da bep toull
- kavout toull
- kavout un ibil da lakaat en toull
- kavout un ibil da vountañ en toull
- kouezhañ en toull izelañ
- kousket evel ur broc'h en e doull
- lakaat an tamm e-kichen an toull
- mont d'e doull
- na gaout daou wenneg da deuler ouzh toull ar c'hi : bezañ paour-tre
- na vezañ toull serret ebet d'ul loen bennak : gouest eo da vont dre gement lec'h zo
- na vezañ toull serret ebet d'unan bennak : gouest eo da vont dre gement lec'h zo
- na vezañ toull stouvet ebet ouzh bennak : gouest eo da vont dre gement lec'h zo
- na vezañ toull stouvet ebet d'ul loen bennak : gouest eo da vont dre gement lec'h zo
- na vezañ treuzoù e toull e zor : na vezañ evit e deod, lavaret dichipot kement a soñjer
- ober e doull : kavout ul lec'h da chom, da annezañ
- sachañ Loull d'e doull
- serriñ e doull
- sevel uhel ar c'herc'h da doull e c'houzoug
- war doull
- Mil doull war un toull ? – Ur veskenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 331.)
- N'ouzout ket pelec'h ema toull ar c'hi e-ti ar person ? — Dindan e lost. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
- Petra a ya e kêr hag a lez e doull er gêr ? – An alc'hwez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 331.)
- Ped toull ha ped toullez a zo ac'hann da Vontroulez ? — N'az-teus ket ezhomm da c'houl(enn) : pep hini e-neus e doull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 328.)
- Al logodenn n'he deus nemet un toull a zo boued d'ar c'hazh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 323.), — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
- Ar vrud fall a ya dreist ar mor
Hag ar vrud vat a chom e toull an nor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 315.) - Gwasañ pec'hed a zo er bed eo selled etrezeg toull ar gloued pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Pa vez tomm an heol an deiz kentañ a viz C'hwevrer e teu al louz er-maez eus e doull da c'harmat d'ar goañv da zonet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
- Pa vez tomm an heol da Ouel ar Chandelour e ya al louz d'e doull en ur grial forzh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
Troidigezhioù
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | toull |
Derez-uheloc'h | toulloc'h |
Derez-uhelañ | toullañ |
Derez-estlammiñ | toullat |
toull /ˈtulː/
- Zo un toull, toulloù ennañ, zo bet toullet
- Da vont da gerc'hat dour da feunteun-gwer-ar-c'horred,
Gant ur c'hozh podig toull hag ur sailhig dizeonet. — (Ar breuz mager, er Barzhaz Breizh.)
- Da vont da gerc'hat dour da feunteun-gwer-ar-c'horred,
- Diwar-benn dilhad en ur stad fall:
- Toull eo ma bragoù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 529.)
- Ma bragoù a zo toull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 529.)
- (dre leterc'hañ) Zo hervez ezvezañs unan bennak ennañ
- Pa vo aet homañ ac'hann e kavoc'h toull an ti. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 529.)
- (dre leterc'hañ) Dister, tamm talvoudegezh ebet dezhañ
- An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c'hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 58.)
- (dre leterc'hañ) Gwenn ha gwan ar sklêrijenn anezhañ (diwar-benn an heol)
- An heol-mañ a zo toull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 529.)
- diwar-benn pezhioù moneiz (gwenneg, liard, a veze toullet gwechall)
- Mirdioù, finvskeudennoù, salioù-sonerezh pe c'hoariva, leur-dañsoù, diskouezadegoù, gallout a raemp mont n'eus forzh pelec'h hep diyalc'hañ na zoken ur gwenneg toull. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 156.)
- Eñ n'en devoa ket bet ur gwenneg toull, a-raok ar miz-mañ. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 107.)
- didalvoud:
- Ur garez toull, un digarez toull
- kaozioù toull
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
(diwar-benn an dud)
- bezañ toull e deod
- bezañ toull e zaouarn
- kaout ur gwenneg toull, kaout ul liard toull
- toull eo ar billig tu pe du : ret eo kaout disfiz, un dra bennak tort zo.
Krennlavaroù
- Diouzh an abardaez heol toull
En deiz war-lerc'h glav (ken) a boull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.) - Heol toull
Glav ken a boull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
Troidigezhioù
Furm verb
toull /ˈtulː/
- Furm ar verb toullañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ
- Ar broc'h a doull an douar. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971, p. 14.)
- An den er bed hep ti, na bro,
A doull e vez pep deiz a zo. — (Gabriel Milin, Furnez ar geiz, euz a Vreiz, Brest, 1868, p. 122.)
- Furm ar verb toullañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn
- <skouer.>