skoed
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (scoet).
- Da geñveriañ gant ar gerioù ysgwyd en kembraeg, scos en kerneveureg, sciath en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
skoed /ˈskweːt/ gourel (liester skoedoù)
- Arm difenn anezhañ ur blakenn dev, douget ouzh ar vrec'h evit en em wareziñ
- An den ne oa gantañ na tokarn, na sae-houarn, na skoed. — (Roparz Hemon, Gaovan hag an Den Gwer, 1949 kentañ emb. Embannadurioù Douar ar Yaouankiz (Al Liamm), eil emb. Levrioù Skol al Louarn (An Here), 1988, p. 9.)
- [...] ; e goaf a doull skoed Pons Anton, a rog e roched stamm-orjal, hag en e drebarzh, eñ e-unan, treuz-didreuz, a-raok sinklañ er-maez, dres etre e zivskoaz. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 78.)
- Moneiz a-wechall
- − Gra se evidon, Jakez kaezh, ha me a roio dit daou c'hant skoed. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 203.)
- - [...] ; ro din mil skoed hepken, hag e lârin ec'h eo marvet ma mamm dre gleñved ha kozhni, ha den na ouvezo netra. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 214.)
- Ar roue, pa glevas edo eno ar pesketaer bihan adarre, a lakaas rei d'ezan ivez pevar c'hant skoed. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 43.)
- — « O c'hoari kartoù, ha c'hoazh em eus gounezet ur skoed hag ur gwenneg. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 70.)
- Reiñ a reas dezhañ kant skoed, ur c'hi hag ur marc'h, hag an deiz war-lerc'h ar mab henañ en hent. — (Marsel Klerg, Faltazi an amzerioù kent, Mouladurioù Hor Yezh, 1999, p. 22.)
- — [...]. It gantañ d'ar foar ha goulennet outañ ar pezh a garfet, hag e ve mil skoed, hag e vo roet deoc'h ; [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 94.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet skoued.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- Skoed em dorn a dalv din-me
Muioc'h eget daou o vale
Troidigezhioù
Arm difenn
Moneiz
Furm verb
skoed /ˈskoː.ɛd/