redek
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn red, kar ivez d'ar ger rod.
- Testeniekaet en henvrezhoneg (retec).
- Meneget er C'hatolikon (redec).
- Da geñveriañ gant ar verboù rhedeg en kembraeg, resek en kerneveureg.
Verb
redek /ˈreː.dɛk/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : redet) (displegadur)
- Mont buan war-raok o lakaat e dreid, e bavioù, an eil a-raok egile.
- <skouer>.
- redek da ul lec'h bennak
- Ar re all, pa glevjont, a redas ivez d'ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 14.)
- redek un dra bennak (bro, ar vro, ar maezioù)
- redek tud : ar merc'hed, ar baotred (gwelout ivez war-lerc'h);
- redek loened : chaseal
- War e veno, Baskig eo a oa kaoz d'ezañ da rankout senti e palez ar roue, e-lec'h beza digabestr er gêr o redek ar gedon. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 50.)
- Marc'h, roue Poulmarc'h, a veze laouen bras e galon pa c'helle mont da redek ar moc'h gouez e koadou bras e rouantelez. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet redeg.
Deveradoù
Troioù-lavar
- Etre an dimeziñ hag an eured e vez an diaoul o redeg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 312.)
- Etre an embannoù hag an dimeziñ e vez an diaoul o redeg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 312.)
- Gwell eo ur c'had tapet evid diou o redeg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 304.)