neudenn
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
neudenn
- pennad neud; tra nezet, e gloan pe kotoñs peurliesañ, hir ha moan, da wiadiñ da ober danvez dilhad, pe da beñseliat gant un nadoz.
- N'eus ket un neudenn sec’h dindanañ, warnañ: gleb-teil eo .
- arouez ar poell, ar spered
- koll e neudenn, koll penn e neudenn, koll poell e neudenn,
- adkavout poell e neudenn
- neudenn ar vuhez, evel arouez ar vuhez,
- an neudenn eeun, arouez ar vuhez onest:
- na vezañ un neudenn eeun en ub, oc’h ober ub.
- an neudenn gamm, arouez ar vuhez fall, dizonest
- alaouriñ an neudenn da un den : kontañ gevier troet brav dezhañ evit c'hoari un dro gamm bennak dezhañ
Troioù-lavar
- a-hed an neudenn : penn-da-benn
- bale gant un neudenn eeun
- cheñch neudenn en e nadoz
- koll e neudenn
- koll penn e neudenn
- penn-da-benn an neudenn
- bezañ skañv evel un neudenn
- bezañ war an hevelep neudenn : bezañ a-du an eil gant egile
- ober un dra war-bouez un neudenn vrein : diouzhtu-kaer
- An neudenn eëun eo ar gwellañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 314.)
- Un neudenn ne grougo den Met kant neudenn a ra kordenn.