islavarenn-vartezeañ
Neuz
islavarenn-vartezeañ
-gant mar
-gant ma
- pennlavarenn en amzer-vremañ
- Ma ne fell ket deoc'h, n'hoc'h eus nemet lavarout. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 58.)
- pennlavarenn en amzer-da-zont
- — Ma matezh ho po, ma kar. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 165.)
- pennlavarenn en amzer-dremenet
- Ma oa kouezet, n'eo ket dre ma oa klañv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 150.)
- pennlavarenn en doare-divizout gant -fe
- ... ma oufe ar roñfl emaoc'h amañ, diouzhtu e lazhfe ac'hanon ... — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 79.)
- pennlavarenn en doare-divizout gant -je
- — Ha ! ha ! eme an aotrou ruz, c'houez ar suilh ouz e heul ; m'am bije bet amzer da chom dre aman, em bije goulennet diganit beza ar paeron. Petra 'lavarez ? — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 46.)