en em gannañ
Neuz
Brezhoneg
Verb
en em gannañ /Distagadur ?/ verb kenemober (anv-gwan-verb : en em gannet) (displegadur)
- Skeiñ an eil gant egile
- [...], n'eo ket evit nac'h da vihanañ oamp-ni en em gannet a galon. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 228.)
- Mes ne c'hellent ket en em glevet, hag ar bobl en em rannaz e diou gostezenn hag a ioa ker kounnaret ann eil ouz eben ma'z oant dija prest d'en em ganna. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 822.)
- En em gannañ a reont, hag an eil o redek war-lerc'h egile, ez eont kuit. — (Roparz Hemon (diwar Chr. Marlowe), Fostus an doktor daonet in Pemp pezh c'hoari berr, Skridoù Breizh, Brest, 1944, p. 120.)
- Oh en em ganna e oant, korv-ouz-korv, peg an eil en egile. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 269.)
- (Dre astenn-ster) Tabutal