daoulagad
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-gwan pegementiñ daou hag an anv-kadarn lagad.
Furm anv-kadarn
daoulagad /dɔwˈlɑːɡat/ daouder gourel (furm vihanaat : daoulagadig, liester : daoulagadoù).
- (Korfadurezh) Daouder an anv-kadarn lagad
- Hag e savas e daoulagad etrezek an neñv, hag e welas un evn bras hag a guzhe al loar evel ur goumoulenn. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 16.)
- Al loened paour a yude, hag an dour a gouezhe eus o daoulagad, evel pa vijent bet tud. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 93.)
- Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhañ, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgez, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Ma rankas tapout he frilien da sec'hañ he daoulagad. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 14.)
- Me a deu braoued em daoulagad. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 63.)
- Un daoulagad dezhañ 'vel daoulagad ejen. — (TBP?, p. ?.)
- Me, pac'h an di a vez dibrenn ma daoulagad atao!. — (TBP?, p. ?.)
- Honnezh 'deus daoulagad bigone! — (TBP?, p. ?.)
- daoulagad glas
- dilontrañ an daoulagad:
- daoulagad da dennañ aered eus ar c'hleuzioù: lavaret diwar-benn merc'hed hag a ro c'hoant d'ar baotred
Troioù-lavar
- bezañ dir war e zaoulagad
- bezañ erru teñval e zaoulagad
- na gaout daoulagad (nemet evit unan bennak, nemet evit un dra bennak)
- serriñ an daoulagad (war un dra bennak)
- soublañ an daoulagad
Deveradoù
- Petra a ya gant an hent Hep na daoulagad na dent Hag a lavar stagañ ar c'hog hag ar yar ha lezel ar c'hi da harzhal ? — Ar vuzhugenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
- Goulou a zo gwelloc'h evid daoulagad. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 321.)