boas
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | boas |
Derez-uheloc'h | boasoc'h |
Derez-uhelañ | boasañ |
Derez-estlammiñ | boasat |
boas /ˈbwɑːs/
- A vez graet pe a c'hoarvez alies.
- Ar re voasañ eus an anvioù-badez roet d'ar merc'hed er mare-se a oa Catherine, Mari-Kloada, Jeanne ha Marie-Jeanne. — (Goulven Jacq, Pinvidigezh ar paour, Al Liamm, 1977, p. 17.)
- Bezañ boas da ober un dra bennak : ober an dra-se ingal.
- Me zo boaz da gia oc'h al labour. — (w:Nouvelles Conversations en breton et en français, 1857, p. 83.)
- Aotrounez, o vezañ ma karan ac’hanoc’h ha m’on boas atav da ober plijadur d’am mignoned, e tiskouezin deoc’h an itron dispar-se [...]. — (Roparz Hemon (diwar Chr. Marlowe), Fostus an doktor daonet in Pemp pezh c'hoari berr, Skridoù Breizh, Brest, 1944, p. 113.)
- An aotrou Fich-Fich n’oa ket boas da zeveniñ ar seurt komzoù aour. — (Emil Ernod, Gwerziou Barz ar Gouet, Sant-Brieg, 1903, p. 261.)
- Ya, boas eo an dud da gaoud darempred gant ar marv; gant an dud varv, dreist-holl gant o zud marv a nezez zo. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 98.)
- … n’oa ket boas d’e glevet o komz evel-se. MAVR 40
- … n’oa ket boas da gaout diouer, MBLE 58
- Ar paotr a zistroas dʼar gear hag a yeas dʼar skol evel ma ʼz oa boaz. — (G. Milin, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 43..)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
A vez graet pe a c'hoarvez alies
boas (da ober un dra bennak)
Furm verb
Gwelet ivez : oas |
boas /ˈbwas/
- Furm oas, implijet a-wezhioù evit respont d'ur goulenn nac'h.
- Ne oan ket mezv ! - Boas. — (Mammenn ?.)
Troidigezhioù
Galleg
Furm anv-kadarn
- Furm lies an anv-kadarn boa.
Portugaleg
Furm anv-gwan
boas /Distagadur ?/
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | bom | boa |
liester | boms | boas |
- mat
- As boas coisas : an traoù mat.