Mont d’an endalc’had

roue

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus ar ger krennvrezhonek roe, a zeu e-unan eus ar galleg (roi). Kar eo ar gerioù kerneveurek ruy ha ruif, kembraek rhwyf, galianek -rix ha -rēx e dibenn kalz a anvioù divoutin, a zeufe holl eus ur ger geltiek *rēg- aet da *rig-. Da dostaat ouzh ar gerioù sañskritek राज् (rāj) ha राजन् (rājan) « roue », latin rēx, heniwerzhonek (genitiv ríg), gotek reik-s « penn » (amprestet digant ar c'heltieg). Eus ur furm ledanaet eus ar wrizienn REG « ren ». [1]

Anv-kadarn

Vittorio Emanuele III roue Italia adal 1900 betek 1946 poltredet e 1936
Unander Liester
Gourel roue
/ˈru:e/
rouaned
/ru'ã:net/
Benel rouanez
/ru'ã:nes/
rouaned
/ˌruã'ne:zet/

roue /ˈruːe/ gourel (liester : roueed, rouaned, rouanez, rouizien)

  1. Rener ur rouantelezh, ezel eus un tiegezh roueel.
  2. Den a zamanter dezhañ, a garer dreist-penn.
  3. Kartenn c'hoari zo dremm ur roue (1) warni.

Gerioù heñvelster

ri

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :