Zero klok
Ar zero klok eo ar gwrezverk izelañ zo. Dre genemglev e talvez -273,15°C pe 0 K (kelvin)[1]. Met ivez 0 °R (war skeuliad Rankine) ha –459.67 °F (war skeuliad Fahrenheit). Ar gwrezverk izelañ eo en un doare asimptotek. N'haller ket he zizhout ha damkanel eo penn-da-benn. E 2003 ez eur deuet a-benn da ziskenn betek 450pK (0.45nK)[2] e labourva enklaskoù ar "Massachusetts Institute of Technology" (MIT) a-drugarez d'ur skipailh renet gant loread priz Nobel ar fizik, Wolfgang Ketterle. Da 0K, war ar skeul vakroskopek, n'eus ket ken en un danvez an energiezh (pe gwrez) ret evit derc'hel meur a live energiezh vikroskopek. Emañ an holl rannigoù a ya d'ober anezhañ (atom, molekul) er memes stad a energiezh bihanañ (stad diazez). Kement-se a zegas un entropiezh null dleet d'ar fed ma n'heller ket lakaat kemm etre ar rannigoù er memes live energiezh-se diazez ha gant un difiñvded klok, er ster klasel. Met e gwirionez e ouzer, hervez ar fizik kwantek, o dez atav ar rannigoù ur c'hementad fiñv n'eo ket null hervez pennaenn an amzivin (Heisenberg).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinniget eo bet stad ar zero klok evit ar wezh kentañ gant Guillaume Amontons e 1702. Edo Amontons o labourat diwar-benn an darempred etre gwrezverk ha gwask er gazoù daoust ma ne oa gwrezverker resis ebet en e gerz. Prouiñ a ra e kresk gwask ur c'hementad roet eus ur gaz bac'het en ur volum roet eus war-dro un drederenn pa dremen eus ur gwrezverk "yen" d'an hini ma verv an dour. E labour a lakaas anezhañ da soñjal e c'hallfe bezañ ur gwask null ken kaz e tigreskfe a-walc'h ar gwrezverk.
Daoust ma c'haller termeniñ ar zero klok en doare-se, holl ar gazoù a ya da liñvenn kent tizhout 0 K.