Mont d’an endalc’had

Tepot Iañ Navarra

Eus Wikipedia
Tepot Iañ Navarra

Tepot IV Champagn, pe Tepot Iañ Navarra, pe Teobaldo e spagnoleg, lesanvet ar C'hanaouenner pe el Trobador, ganet e 1201 e Troyes, marvet e 1253 e Pamplona , a oa kont Champagn adal 1201 ha roue Navarra adal 1234. Brudet eo ivez evel trouvère (e galleg; trobador e spagnoleg) ha kroazour. Ar c'hentañ gall da vont da roue Navarra e oa ivez.

Mab e oa da Tepot III, kont Champagn, ha da Blanca Navarra (1177-1229). E dad a varvas er bloavezh ma voe ganet Tepot e 1201. E vamm a voe anvet da rejantez, hag a chomas e penn ar gontelezh betek 1222, betek 21 bloaz Tepot, ha bec'h he doe gant kendirvi an tiegezh Brienne a c'houlenne ar gurunenn evito, ma rankas brezeliñ outo eus 1216 da 1221. Filhor e oa d'ar roue gall Fulup II an Aogust (1165-1223), ha savet e voe en e lez, dindan evezh Blanca Kastilha, pried yaouank ar priñs pennhêr Loeiz, a zeuas da vout ar roue Loeiz VIII.

Brezeliñ a rankas ouzh ur c'henderv a felle dezhañ bout kont en e lec'h,

War-dro 1220 e timezas da Gertrude de Dabo (1204 † v. 1225), merc'h da Albert II de Dabo-Moha, kont Dabo, Moha ha Metz, hag intañvez Thiébaud Iañ, dug Loren, en sell da lakaat e zorn war gontelezh Metz. Kazeg a reas, ha kas Gertrude kuit. En 1223, ec'h addimezas da Agnès de Beaujeu, keniterv d'ar priñs loeiz, a renas e Bro-C'hall evel Loeiz IX, hag a varvas en 1231.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir gwech e timezas Tepot Iañ Navarra.

Ur serc'h en doa, Marquesa López de Rada, merc'h da Lope Díaz de Rada ha da Brunisen de Narbona, hag ur verc'h o doe, Marquesa Gil de Rada, a zimezas da Pedro Fernández de Hijar, bastard da Jaime Iañ Aragon.

Tad e oa ivez da Inés de Navarra, a zimezas da Álvar Pérez de Azagra, aotrou Albarracín. En Meurzh 1238, Pedro Fernández de Azagra, aotrou Albarracín, hag ar roue Teobaldo a reas emglev : dimezet e voe Álvaro, mab d'an aotrou, da Inés, merc'h d'ar roue, ma roas Pedro kêrioù Chelva hag Albarracín d'e vab. Lidet e voe an emglev en Tudela ha meneget eo er c'h- Cartulario real, tomo III, eus an Archivo General de Navarra. Beziet int o-daou er Monasterio de Piedra. Ur verc'h dezho, Teresa Álvarez de Azagra, heredera del señorío de Albarracín, Sánchez de Mora a zimezas da Juan Núñez Iañ de Lara, hag unan all, Elfa Álvarez de Azagra, da Jaime Iañ de Jérica.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • José Crutxaga Purroy. Teobaldo I. (Parte de Obra Completa). Editorial Mintzoa, S.L. Pamplona, 1986.
  • Higinio Anglés Pamies y Aurelio Sagaseta Aríztegui (ed. lit.) Las canciones del Rey Teobaldo. Diputación Foral de Navarra. Pamplona, 1973.
  • Eulogio Zudaire Huarte. Teobaldo I, Rey Trovador Fondo de Publicaciones del Gobierno de Navarra. Pamplona, 1973.
  • Javier Gayarre. profesor de lengua castellana y literatura. Diputacion foral de Navarra. Pamplona 2009