Sancho Garcés III Navarra
Sancho Veur, pe Sancho III, pe Sancho Garcés III Navarra (992 - 1035), lesanvet el Mayor pe el Grande, a oa Roue Pamplona, en amzer rouantelezh Nájera-Pamplona, entre ar bloavezhioù 1000-1035, kont Sobrarbe ha Ribagorza (1018-1035) ha Roue Kastilha ha Monzón (1029-1035).
Mab e oa d'ar roue García III Navarra ha da Jimena Fernández (marvet war-dro 1035). Kont Aragon e voe etre 1028 ha 1029. En e amzer e teuas e rouantelezh da vezañ ar galloudusañ rouantelezh eus al ledenez. Meneg a veze graet anezhañ evel rex Ibericus pe rex Hispaniarum hag Impalaer ar Spagnoù n'ouzer ket gwall vat pegoulz.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kent dimeziñ en doe ur mab bastard digant e serc'h Sancha de Aibar:
- Ramiro Iañ Aragon (c. 1006/1007-1063), kont Jaca ha roue Aragon.
- dimezet da Gilberga (Hermesenda) Roger de Bigorra (m. 1049)
- da Inés Akitania.
Dimeziñ a reas en 1010 da Munia Mayor ha pemp bugel o doe:
- García Sánchez III Pamplona «el de Nájera», dimezet da Etienette (Estefanía) Barcelona pe Foix.
- Gonzalo Sánchez (c. 1014–1045), a renas e Sobrarbe ha Ribagorza, muntret en 1045
- Fernando Sánchez «el Grande» (c. 1016–1065), kont Kastilha (1029–1037) ha roue León (1037–1065) dre e zimeziñ, ** dimezet da Sancha León, c'hoar d'ar roue Bermudo III León.
- Bernardo Sánchez de Navarra (†1024)
- Jimena Sánchez (1018-1063), dimezet da Bermudo III León.
War e lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude e varv e voe rannet e rouantelezh entre e bevar mab :
- Fernando Iañ Kastilha,
- Ramiro Iañ Aragon,
- Gonzalvo Iañ Sobrarbe ha Ribagorce,
- ha García IV Navarra.