Salah Abdeslam
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Lealded | Stad Islamour |
Anv e yezh-vamm an den | صلاح عبد السلام |
Anv-bihan | Salah |
Anv-familh | Abdeslam |
Deiziad ganedigezh | 15 Gwe 1989 |
Lec'h ganedigezh | Brusel |
Breur pe c'hoar | Brahim Abdeslam |
Kar | Abid Aberkane |
Den heverk | Sofien Ayari |
Yezh vamm | arabeg |
Place of detention | Prison of Haren |
Kondaonet evit | attempted murder, sponterezh islamek |
Penalty | imprisonment |
Micher | sponter |
Relijion | Islam sunnit |
Kleñved | COVID-19 |
Darvoud-alc'hwez | gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz, serriñ |
Defender | Frank Berton, Sven Mary |
Salah Abdeslam ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1989 e Brussel, Belgia, met gant ar vroadelezh c'hall[1] a zo un hailhon munut hag un den diskredet da vezañ ur sponter a gemeras perzh e gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz[2].
Liammet ez eo Salah Abdeslam gant ar Stad Islamek dre hanterouriezh e gamarad bugaleaj Abdelhamid Abaaoud.
Ur c'hemenn-klask etrevroadel a zo bet krouet a-benn tapout anezhañ[3].
Harzet eo bet a-benn ar fin e Molenbeek an 18 a viz Meurzh 2016, goude un terc'h a 125 devezh.
Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Salah Abdeslam a zo liammet gant gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz, nebeut a draoù a zo sur betek-en:
- Salah Abdeslam en deus feurmet an oto a servijas da skipailh sponterien ar Bataclan evit mont eno ha seveniñ o torfed.
- Prenet en devoa tarzherioù en ur stal er Val-d'Oise[4]
Ar c'hlask
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadurezhioù Belgia ha bro C'hall o deus embannet poltred Salah Abdeslam gant e anv d'ar 15 a viz Du 2015. Nebeut amzer war-lerc'h e oa lesanvet an enebour d'an holl Niverenn 1[5].
Goustadik e vez sevenet an enklask evit gouzout pelec'h ez eo tremenet ar sponter ha petra rik en devoa graet a-raok hag e-pad gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz.
Harzet eo bet a-benn ar fin e Molenbeek an 18 a viz Meurzh 2016, goude un terc'h a 125 devezh.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 23/11/2015 Lec'hienn lexpress.fr: Gwalldaolioù Pariz Mostefai, Hadfi, Abdelslam... Piv a zo ar re diskredet? (fr)
- ↑ 23/11/2015 Lec'hienn Lefigaro.fr: Gwalldaolioù Pariz ar pezh a ouiomp eus ar sponterien diskredet (fr)
- ↑ 29/11/2015 Lec'hienn Telegramme.fr: Gwalldaolioù. Salah Abdeslam tanarvestour ar sponterien?(fr)
- ↑ 29/11/2015 Lec'hienn Leparisien.fr: Gwalldaolioù Pariz: Salah Abdeslam en devoa prenet tarzherioù er Val-d'Oise (fr).
- ↑ 23/11/2015 Lec'hienn francetvinfo.fr - Gwalldaolioù Pariz: Salah Abdeslam enebour d'an holl Nnn 1 digavus (fr).