Rouedad stlennegel
Iskevrennad eus | rouedad, telecommunications network |
---|---|
Implij | pellkargañ, upload |
Anvet diwar | rouedad, urzhiataer |
Studiet gant | computer networking |
Staget ouzh | network host |
Deskrivet dre | spatial network |
A implij | komenad kehentiñ |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/networking |
Ur rouedad stlennegel zo un trevnad urzhiataerioù ha trobarzhelloù stlennegel kevreet an eil re gant ar re all a-benn ma vint gouest da lodennañ gwazadurioù stlennegel ha loazioù a zeu da vezañ kenloazioù neuze.
Ur rouedad stlennegel a c'hell bezañ bihan-tre (daou pe dri urzhiataer kennasket gant ur voullerez da skouer) pe bras-meurbet evel ar genrouedad Internet.
Anwenet a oa bet seurtadoù rouedadoù hervez o ment ha dreist-holl ar c'horreenn int bet displeget warni. Evel-se ez eus rouedadoù LAN (Local Area Network) evit ar re implijet e-barzh embregerezhioù bihan pe etre pe c'hoazh e-barzh tier-kêr bihan (rouedadoù load), MAN (Metropolitan Area Network) evit ar rouedadoù displeget war ur gêr a-bezh pe dost, WAN (Wide Area Network) a vez kennasket gantañ meur a rouedad e meur a lec'h (rouedadoù e-barzh un nebeud kêrioù emañ diazezet stalioù un embregerezh vras enne kevreet an eil re gant ar re all da skouer).
A-benn kevreañ urzhiataerioù ha trobarzhelloù e vez arveret teknologiezhioù ha topologiezhioù disheñvel, pep hini anezhe o tereout gant ar seurtad rouedad a venner danzen.
Un tamm istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1950 e oa deuet ar stlenneg en embregerezhioù, pezh a voe ur reveulzi. En amzer-se ne oa ket korrurzhiataerioù c'hoazh, hag an aveadurioù e veze graet gante e oa termenellioù, da lavaret eo ur skramm hag ur c'havier. An termenellioù a veze kevreet ouzh un urzhiataer kreiz (mainframe e saozneg). Un adeiladezh greizennet e oa a roe da c'houzout petra e oa ur rouedad : un trevnad aveadurioù o kehentiñ an eil re gant ar re all dre vediaoù pe skoroù treuzkas.
Un dra nevez a oa deuet er-maez er bloavezhioù 1970 : ar c'horrurzhiataer, a oa gouest da vont en dro e-unan hep ma vije ret e gevreañ ouzh ur rouedad. Er c'houlz-se eo e oa bet an ti Interntional Business Machines (IBM) o kinnig ar PC (Personnal Computer) kentañ war ar marc'had. Buan-tre e oa bet kavet an tu da reiñ o flas dezhe er rouedadoù : ganet e oa bet ar stlenneg dasparzhet a dalvez kement ha ma vez pep ardivink barrek da gemer e-karg is-gwezhiennoù eus ar c'heweriañ hollek. Graet e vez an dasparzhañ stlennoù gant ar gwazadurioù stlennegel a ro an tu da bep stael d'ober gant an hevelep keweriusterioù.
- Genel Internet
E dibenn ar bloavezioù 1960 e oamp en Europa ha dreist-holl e Stadoù Unanet Amerika e "brezel yen" a-enep URSS. En un doare ofisiel e oa ret d'an Amerikaned kavout an tu da ziskoulmañ ur gudenn : lodennañ roadennoù etre kreizennoù enklask rannet war an tiriad a-bezh. Sañset e oa tud an ARPA (Advanced Research Projects Agency) o klask lakaat roadennoù evit ar skiantourien war ur rouedad kentoc'h evit prenañ un urzhiataer da bep kreizenn enklask, pezh a vije bet koustet gwall ger d'ar c'houlz-se ; hag ivez, n'o doa nag an urzhiataerioù nag ur galloudezh nag un tizh gwall zereat e-keñver ezhommoù ar skiantourien. Un tu e oa da lakaat al loazoù hag ar roadennoù da vezañ lodennet war un tiriad bras, ha war an dro gounid tizh hag efeduster dre reiñ da bep hini an tu da zibab an urzhiataer d'ober gantañ hervez ur gwezhiadur roet.
A-benn ar fin e oa ar brezel yen a vounte an Amerikaned da zanzen un doare da lakaat ar roadennoù war ur rouedad uhel he gougemer d'ar sac'hadennoù. Ma vije bet ur greizenn sac'het ne vije ket bet ken grevus-se dre-benn lodennañ ar roadennoù war ar rouedad etre meur a lec'h.
E-giz-se e oa bet ganet e 1970 ar rouedad gentañ dre trec'haoliñ duilhioù : an ARPANET (ARPA Network). Ar rouedad gentañ oc'h arverañ al linennoù pellgomz e oa, a roas al lañs diwezhatoc'h da ziorren an Internet. E 1972, un 40 bennak a urzhiataerioù a oa kevreet kenetreze oc'h ober gant gwazadurioù postel ha kennaskañ a-ziabell. E 1974 eo e oa bet ganet an Internet gant donedigezh ar c'homenad TCP/IP (Transmission Control Protocol/Internet Protocol). Hag e 1980 e oa bet divizet gant an DARPA (a vere ARPANET) paouez ober gant an TCP/IP evel ur c'hevrin milourel.
Teknologiezhioù er rouedadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou savboent pennañ zo a-fed teknologiezh ar rouedadoù.
Savboent mezoniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar reizhiadoù korvoiñ rouedad, an adeiladezhioù, ar surentez, ar pratikoù (an arloadoù pratik) hag an dafarioù.
Roll ar reizhiad korvoiñ zo reiñ an tu da veur a zen kevreet ent-beziadel ouzh ar rouedad da labourat gant an hevelep loazioù. Pourveziañ a ra ar gwiriañ haeziñ d'ar rouedad en ur genurzhiañ an haeziñ d'al loazioù. Meur a hini zo evel UNIX, Microsoft Windows NT, MS Windows 2000, 2003 Server, Linux, Novell...
An adeiladezh vezoniel a vez anezhi bepred gant ar c'heal pratik-dafariad. Daou seurt adeiladezh zo : ar stael-ouzh-stael hag ar rouedad kreizennet. Ur roll heñvel an eil ouzh egile o deus ar staelioù war ar rouedad evit ar pezh a sell ouzh an adeiladezh gentañ (peer to peer). Gallout a reont bezañ kement evel pratik (stael labour) pe dafariad ouzh unan all evit ar pezh a sell ouzh dasparzhañ al loazioù. Ar rouedad kreizennet e vez pourvezet muioc'h a surentez ganti peogwir e vez kreizennet ha gwiriet haeziñ d'al loazioù gant kevreañ dafariaded arbennik ouzh ar rouedad.
Lies keal surentez 'zo evit ar rouedadoù.
Gant ar surentez war ar roadennoù ez eo posubl aozañ ur gourleizh d'ar roadennoù e-barzh ur rouedad da lakaat da dalvezout ar c'hael "gougemer ouzh ar sac'hadennoù", da lavaret eo gwarediñ ar roadennoù bete-gouzout e vefe ur falladur gant unan eus an elfennoù beziadel (ur gantenn galet da skouer). Ar bennaenn-se a vez lakaet da dalvezout peurliesañ dre ouzhpennañ aveadurioù arbennik evel ar reizhiadoù RAID da skouer.
A-hend-all e vez aozet war ur rouedad ur reizhiad naoudiañ da aotreañ an haeziñ war al loazoù nemet evit an arveriaded marilhet, ha c'hoazh gwirioù arbennik war al loazoù evit pep hini anezhe. Un dilesadur (anavezout an arveriad) a zeu diaraok ur c'hennaskañ neuze.
Meur a reizhiad korvoiñ rouedad e vez kemeret gante renkoù da ziogelañ ur surentez war ar rouedad hag ar roadennoù. Alies bremañ e vez kreizennet an naoudiañ gant un dafariad arbennik o ren ennañ ur reizhiad dilesa (deist-holl evit an domanioù).
Ar reizhiad UPS a servij da wareziñ ar rouedad hag he loazoù ouzh ar sac'hadennoù tredan.
Savboent beziadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Savboent beziadel" pe "savboent alvezel" a reer eus an aveadurioù danvezel (funioù ha kartennoù rouedad) hag ar c'homenadoù kehentiñ.
Tu zo da arverañ an erenad a-steud da lakaat staelioù da gehentiñ an eil re gant ar re all, met an doare-se ne vez ket implijet gwall alies ken. Un deknologiezh herrusoc'h a vez arveret bremañ dre implijout kartennoù rouedad.
Ur gartenn rouedad (ur gartenn elektronek arbennik) zo e pep hini eus ar staelioù hag eus an trobarzhellioù da gehentiñ war ar rouedad. Pep hini anezhe he deus un enneg rouedad unel d'anavezout anezhi war ar rouedad. Gante e vez kavet lugelloù spesadel a glot gant seurtadoù funioù a c'heller implijout (RJ45, BNC ...). Lies seurt skoroù treuzkas zo, evel da skouer ar fun gevahel pe ar fun re wedenneg UTP (an hini ar muiañ arveret en amzer a-vremañ). Tu zo ivez da arverañ teknologiezhioù "hep fun" evel da skouer an danruz pe ar wagenn radio evel ar Wireless fidelity (Wi-fi). Ar rouedadoù astennet a c'hell ober gant an treuzkas dre amgerc'hell pe ar rouedadoù kelligek (ur modem a vez ezhomm neuze etre ar gartenn rouedad hag ar skor treuzkas).
Ar c'hennaskañ hag an eskemm stlennoù war ar skoroù eo a vez graet gant ar pezhioù dafar. Hogen ret eo ober gant reolennoù ha kendivizadoù d'o lakaat da gehentiñ kenetreze. Komenad kehentiñ e vez graet gante.
Ar c'homenadoù kehentiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'homenad kehentiñ zo rekis evit lakaat daou stael da gehentiñ an eil gant egile war ur rouedad. Meur a hini zo, evel Netbios (ur c'homenad evit ar rouedadoù Microsoft), AppleTalk (evit ar rouedadoù Apple), TCP/IP (ar muiañ anavezet hag implijet, hini an Internet).
Gant TCP/IP e vez kaset ar stlennoù dre drec'haoliñ strobadoù. Evit gwir e vez rannet ar stlennoù a-strobadoù ha treuzkaset pep strobad an eil goude egile dre implijout ennegoù mezoniel da anavezout pep stael war ar rouedad ha neuze da gas ar stlennoù d'ar stael mat. Ennegoù IP e vez graet eus an ennegoù-mañ a vez roet da bep stael pe drobarzhell pa vezer o kevreañ unan war ar rouedad.
Dre vras, un doare da gehentiñ eo ar c'homenad rouedad, da lavaret eo un doare da eskemmañ stlennoù war ar rouedad en ur respont d'un nebeud erverkadioù :
- treuzkas stlennoù en ur wiriañ e vent erruet mat ;
- bezañ gouest da anavezout pep stael pe drobarzhell war ar rouedad dre un anv pe un enneg unel ;
- bezañ gouest da gas en-dro ar stlennoù ma ne vefe ket bet resevet gant ar paker.
Evit skoueriekaat ar c'hehentiñ ha respont d'an erverkadioù-se ez eo bet ijinet ar reolad OSI (Open System Interface) krouet gant an ISO (International Organization for Standardization). Ar c'homenad TCP/IP a heuilh un darn anezhañ eus ar reolad-se.
An topologiezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An doare ma vez desezet an aveadurioù an eil re ouzh ar re all a ra an dopologiezh rouedadel. Daou seurt topologiezh zo, hervez al live ma tesellomp outañ : an dopologiezh alvezel hag an dopologiezh vezoniel.
Gant an hini gentañ e tesellomp ouzh an doare alvezel ma vez luget an aveadurioù (gant ar funioù hag an trobarzhelloù kevreañ, evel an tolperioù). An eil a lakaer d'an doare mezoniel ma vez ar stlennoù o redek poent-ouzh-poent (ur poent a zo ur stael pe un drobarzhell luget ouzh ar rouedad).
- An dopologiezh e bus
Savet e vez an dopologiezh rouedadel-se gant ur fun unel anvet "fun kein", pep poent o vezañ luget outañ. Komenadoù evel PPP (Point to Point Protocol) pe SLIP (Serial Line IP) a vez arveret gant an dopologiezh e bus.
- An dopologiezh e steredenn
Savet e vez houmañ tro-dro d'un tolper a greizenn an holl gevreadurioù gant ereadurioù poent-ouzh-poent. Pa vez kaset ur stlenn eus ur poent d'ur poent all e c'hell mont rag-eeun eus ar c'haser betek ar paker dre an tolper. Eus ur savboent alvezel e tenn an dopologiezh-se ouzh ur steredenn evel eus ur savboent bezoniel. Ur skouerenn implijet-tre en amzer a-vremañ eo ar reolad Ethernet gant funioù koublad rodellet. Emdroüs-kenañ eo an dopologiezh e steredenn pa n'eus nemet da lugañ ur stael pe un tolper all ouzh an tolper da lakaat ar rouedad da emdreiñ. E-giz-se e c'hellont bezañ astennet-tre.
- An dopologiezh e gwalenn
Unan e steredenn eo topologiezh alvezel houmañ e gwirionez. Luget e vez ar poentoù ouzh un tolper evel ma vez graet gant an dopologiezh e steredenn met n'eo ket heñvel an tolper-se ouzh an hini e vez implijet gant an dopologiezh a zeu diaraok (ur MAU - MultiStation Access Unit - eo). An doare da lakaat ar stlennoù da redek poent-ouzh-poent zo disheñvel diouzh hini an dopologiezh e steredenn. An doare-se a ra un dol vezoniel serret. Pep stlenn a vez o vont a boent da boent a-raok kavout ar paker mat. Ma n'eo ket prest ar paker, e rank ar stlenn ober un droiad ouzhpenn dre an holl boentoù.
An etrekennaskañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tu zo da gennaskañ rouedadoù disheñvel o zeknologiezh pe o zopologiezh. Evit ober e reer gant trobarzhelloù spesadel : ar pont (bridge) hag ar routaer (router).
- Ar pont
Daou rouedad heñvel o zopologiezh met disheñvel o zeknologiezh e c'hell etrekennaskañ ur pont. Da skouer ez eo gouest da etrekennaskañ daou rouedad disheñvel o zizh. Doare zo neuze da astenn ur rouedad dre lugañ ur pont outañ hag ouzh ur rouedad all heñvel e dopologiezh.
- Ar routaer
Gouest eo ar routaer da etrekennaskañ rouedadoù disheñvel o zopologiezh. Ennañ ez eus ur roll hent-mont d'ober gante da vont da bep poent, kadavet e-barzh un daolenn routa.