Res Gestae Divi Augusti
Res Gestae Divi Augusti ("Oberoù Aogust-Doue") zo ur skrid-kañv latin savet gant an impalaer roman kentañ, Aogust (–63 - 14) ma kont e vuhez ha ma renabl e oberoù evit ma vijent diskouezet d'ar bobl goude e varv – un doare rentañ-kont eus e amzer er galloud eta,
Framm ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petra bennak ma oa bet aozet ar skrid a-hed bloavezhioù, n'eo nemet ur pennadig a-raok e varv, d'an 19 a viz Eost 14, e fizias an tri rollad siellet[1],[2]) er Vestalezed[3].; sed a oa enne:
- urzhioù war penaos aozañ e obidoù ,
- danevell e oberoù (en latin index rerum gestarum), a oa da vezañ engravet e taolennoù arem da lakaat dirak e vez-meur e Rom,
- stad an impalaeriezh (breviarium totius imperii), enni an niver a soudarded en armeoù, ar c'hementad a arc'hant en teñzor an impalaeriezh ha hini an impalaer.
En eil rollad, anvet Res gestae, a voe engravet an danvez anezhañ war div daolenn arem lakaet ouzh peulioù dirak Bez-meur Aogust, hag eiltaolennoù zo bet graet ha lakaet ouzh mogerioù an temploù niverus a oa bet savet e pevar c'horn an impalaeriezh roman.
Er pevare, a zo kaoz vras anezhañ c'hoazh, e oa marteze alioù d'ar Sened, ha neuze eta da Tiberius diwar-benn ar politikerezh da gas en-dro en impalaeriezh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Claude Nicolet, L’inventaire du monde, Géographie et politique aux origines de l’Empire romain, Fayard, 1988,
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrid latin, e "The Latin Library"
- Troidigezh katalanek gant Nicolás Cruz
- Res Gestae
- Res Gestae på: the Internet Classics Archive (en)
- Life and deeds of Augustus (en)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pevar rollad hervez Istor Roma Dion Cassius.
- ↑ Dion Cassius, 56, 33, 1
- ↑ Suetonius, Buhez Aogust, 101