Prantad thinit
Neuz
Ar prantad thinit, pe arkaek, a zo prantad istor henegipt a endalc'h an div dierniezh gentañ. Mont a ra mui-pe-vui eus -3100 da -2700. Anv ar prantad a zeu eus kêr Thinis, e-kichen Abydos, kêr orin faraoned an tierniezhioù-se. Ar gêr-benn a oa Menfis (Men-Nefer pe Ineb Hedj) dija avat. E-pad ar prantad thinit e vez staliet tamm-ha-tamm an holl reolennoù politikel, sokial ha relijiel a vo diazez istor Henegipt ar c'hantvedoù war-lerc'h.
An tierniezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ tierniezh Henegipt (-3100 da -2900)
- Eil tierniezh Henegipt (-2900 da -2700)
An arz thinit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar prantad thinit e vez staliet ar reolennoù arzel heverk da Henegipt.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |