Porched:Istor/Pennadoù bet dibabet
Daouzek miz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miz Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Genver
Miz C'hwevrer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/C'hwevrer
Miz Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emgann Fort Sumter (saozneg: The Battle of Fort Sumter) a vez graet eus bombezadeg Fort Sumter e-kichen Charleston, South Carolina gant nerzhioù Lu Stadoù Kengevreet Amerika, etre an 12 hag ar 14 a viz Ebrel 1861.
An Union Army a respontas d'an dagadenn dre kanoliañ e enebourien, krog e oa da vat Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude ma vefe bet embannet disentez seizh Stad eus ar Su, South Carolina a c'houlennas e vefe kilet gant an Union Army ha dilaosket ar savadurioù milourel e porzh Charleston. D'ar 26 a viz Kerzu 1860, ar Major Robert Anderson eus an Union Army en devoa kilet e bagadoù soudard eus Fort Moultrie war enezenn Sullivan Island etrezek Fort Sumter,ur c'hreñvlec'h galloudusoc'h savet war un enezenn e-tal porzh Charleston. Dre al lec'h-se an Union Army a oa mestr war piv ha petra a c'helle mont-ha-dont eus ar porzh.
Ar prezidant James Buchanan en devoa klasket dafariñ Anderson dre implij ur vag trevour kenwerzh dizarmet using Star of the West met ur c'hwitadenn e voe dre ma voe tennet warnañ gant kanolioù kengevreet arvorel d'an 9 a viz Genver 1861. Pennoù bras South Carolina a grabanatas holl frammoù an Unaniezh e Charleston nemet Fort Sumter.
E-pad mizioù kentañ ar bloavezh 1861, e oa muioc'h-mui ur sez o vezañ lakaet war Fort Sumter. E miz Meurzh, ar Brigader jeneral P. G. T. Beauregard, ar c'hentañ ofiser a renk a jeneral el lu nevez aozet kengevreet a voe lakaet e-penn an holl nerzhioù kengevreet e Charleston. Beauregard gant nerzh a lakas an holl kanolioù e Charleston da vezañ lakaet war-zu Port Sumter. An doareoù-bevañ er c'hreñvlec'h a oa o vont war fallaat, mankout a rae boued, soudarded, dafar.
Dafariñ Fort Sumter a oa deuet da vezañ ar gudenn pennañ evit ar prezidant nevez Abraham Lincoln ur wech dilennet d'ar 6 a viz Du 1860. Goulenn a reas ar prezidant nevez da gouarnour South Carolina, Francis W. Pickens da laoskel ar bigi dafariñ da dizhout ar c'hreñvlec'h. Ar respont a voe un ultimatum a-berzh gouarnamant Stadoù Kengevreet Amerika o c'houlenn dilaosk Fort Sumter. Ar Major Anderson a nac'has.
D'an 12 a viz Ebrel 1861 da 4:30 goude merenn, an arme kengevreet a oa krog da vombeziñ ar c'hreñvlec'h. Implijet e oa ganto kanolioù arvorel Charleston. Respontet e voe gant gwarnizon an Union Army, memes ma oant kalz gwanoc'h a-fed kanolierezh. Goude un eskemm tennoù a badas 34 eurvezh, ar Major Anderson a savas a-du gant goulenn ar re kengevreet. Ne oa bet lazhet den ebet e-pad an emgann. E-pad lid dilaosk ar c'hreñvlec'h d'ar 14 a viz Ebrel, ur c'hanol a darzhas hag a lazhas daou soudard eus an Unaniezh.
Goude an emgann e voe harp eus an daou du evit mont pelloc'h gant an emgannoù. Lincoln a c'houlennas 75000 soudard a youl vat evit mougañ an emsavidi, peder Stad ouzhpenn a embannas o dilez diouzh an Unaniezh ha mont gant ar re Kengevreet. Ar Brezel diabarzh drastus a oa kroget da vat.
Levrlennadur
[kemmañ ar vammenn]- Hatcher, Richard W. "The Problem in Charleston Harbor: Fort Sumter and the Opening Shots of the Civil War." Hallowed Ground Magazine (Civil War Trust), Goañv 2010.
Liammoù diavez
[kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn Fort Sumter National monument
- (en) Lec'hienn Civi War Trust kartennoù, poltriji... Eus an emgann brudet mat
Miz Ebrel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Konkistadored, pe Conquistadores hervez ar spagnoleg hag ar portugaleg, a vez graet eus soudarded er XVvet, XVIvet ha XVIIvet kantved a skrapas douaroù bras er Bed Nevez, en anv rouaned Spagn ha Portugal.
Abalamour da veajoù Kristof Koulm en devoa kavet douaroù nevez da aloubiñ e c'hallas Spagn kas trevadennerien da Amerika. Un tamm war-lerc'h e zistro e voe aozet treizhadennoù da vont da aloubiñ broioù ha da avielañ ar Bed Nevez. E penn an aloubadeg e oa ar gonkistadored. Liammet eo an anv ouzh ar reconquista (711-1492), adc'honidigezh an douaroù kollet el ledenez pa oant bet aloubet gant ar vuzulmaned.
Konkistadored spagnol
[kemmañ ar vammenn]Setu ul listenn eus ar gonkistadored spagnol, gant anvioù ar broioù ergerzhet pe aloubet gante, hag ar bloavezhioù .
- Diego de Almagro (Perou, 1524-1535, Chile, 1535-1537)
- Diego de Mendes (Yucatán, 1506-1512)
- Pedro de Alvarado (Mec'hiko, 1519-1521, Guatemala 1523 -1527, Perou, 1533-1535, Mec'hiko, 1540-1541)
- Lucas Vázquez de Ayllón (arvor reter Stadoù-Unanet Amerika, 1524-1527)
- Vasco Núñez de Balboa (Panama, 1510-1519)
- Sebastián de Belalcázar (Ekwador ha Colombia, 1533-1536)
- Álvar Núñez Cabeza de Vaca (gevred Stadoù-Unanet Amerika, 1527-1536, Suamerika, 1540-1542)
- Hernández de Córdoba (Yucatán, 1517)
- Francisco Vásquez de Coronado (gevred Stadoù-Unanet Amerika, 1540-1542)
- Hernán Cortés (Mec'hiko, 1518-1522, Honduras, 1524, Ledenez Baja California, 1532-1536)
- Juan de Garay (Suamerika, 1543-1583)
- Juan de Grijalva (Yucatán, 1518)
- Gonzalo Jiménez de Quesada (Colombia, 1536-1537, Venezuela, 1569-1572)
- Francisco de Montejo Yucatán, 1527-1546
- Pánfilo de Narváez (Florida, 1527-1528)
- Diego de Nicuesa (Panama, 1506-1511)
- Cristóbal de Olid (Honduras, 1523-1524)
- Francisco de Orellana (stêr Amazone, 1541-1543)
- Francisco Pizarro (Perou, 1509-1535)
- Gonzalo Pizarro (Perou, 1540-1542)
- Juan Ponce de León (Puerto Rico, 1508, Florida, 1513 et 1521)
- Gaspar de Portolà (California, 1769-1770)
- Hernando de Soto (gevred Stadoù-Unanet Amerika, 1539-1542)
- Inés de Suárez (Chile),
- Martin de Ursua, (Petén , rannvro eus Guatemala, 1696-1697)
- Pedro de Valdivia (Chile, 1540-1553)
- Diego Velázquez de Cuéllar (Kuba, 1511-1524)
- Lope de Aguirre
Konkistadored portugalat
[kemmañ ar vammenn]- Antonio de Abreu , (Indonezia, XVIvet kantved)
- Alfonso de Albuquerque (India 1503, Madagaskar 1505, enez Socotora 1506,Ormuz1507 , Goa 1510)
- Pêro de Alenquer , (aodoù Afrika, XVvet kantved)
- Francisco de Almeida , (India, XVIvet kantved)
- Francisco Álvares , (Etiopia, XVIvet kantved)
- Jorge Álvares, (Sina, XVIvet kantved)
- Fernão Pires de Andrade, (Sina, XVIvet kantved)
- Diogo de Azambuja,(aodoù Norzhafrika, XVvet kantved)
- Pêro de Barcelos ,(Norzhamerika, XVvet ha XVIvet kantved)
- Pedro Álvares Cabral (Brazil,1500),Madagascar)
- João Rodrigues Cabrilho , (California, XVIvet kantved
- Alvaro Caminha , (Sao Tomé ha Príncipe, XVvet kantved)
- Pero Vaz de Caminha ,(Brazil, XVIvet kantved)
- Gonçalo Coelho ,(aodoù Suamerika, XVvet ha XVIvet kantved)
- Nicolau Coelho ,(Brazil, XVvet kantved)
- Diogo Alvares Correia ,(Brazil, XVIvet kantved)
- João Corte-Real,(Douar-Nevez, XVvet ha XVIvet kantved)
- Gaspar Corte-Real,(Terre neuve, XVvet ha XVIvet kantved)
- Miguel Corte-Real ,(Terre neuve, XVvet ha XVIvet kantved)
- Pêro da Covilhã ,(Etiopia , XVvet ha XVIvet kantved)
- Tristão da Cunha,(Tristan da Cunha, XVIvet kantved)
- Bartolomeu and Pêro Dias, (cap de Bonne-Espérance, XVvet kantved)
- Diogo Dias, (îles du Cap-Vert, Brazil,Madagaskar, XVvet kantved)
- Gil Eanes,(Côte d'afrique du Nord, XVvet kantved)
- Pedro Escobar ,(Saint Tomé et Príncipe, XVvet kantved)
- António Fernandes ,(Côte d'afrique, XVvet kantved)
- Baltazar Fernandes ,(Brazil, XVIIvet kantved)
- Duarte Fernandes,(Tailand, XVIvet kantved)
- Estevão da Gama , (Océan Indien, XVIvet kantved)
- Paulo da Gama ,(route de l'Inde par la mer, XVvet kantved)
- Vasco da Gama ,(route de l'Inde par la mer, XVvet ha XVIvet kantved)
- André Gonçalves ,(Brazil, XVvet ha XVIvet kantved)
- Antão Gonçalves ,(Côte d'afrique de l'Ouest, XVvet kantved)
- Lopes Gonçalves ,(Meurvor Atlantel , XVvet kantved)
- João Grego, (aod Afrika, XVvet kantved)
- João Infante, (aod Afrika, XVvet kantved)
- João Fernandes Lavrador, (Labrador, XVvet ha XVIvet kantved)
- Gaspar de Lemos,(Brazil, XVvet kantved)
- Fernão de Magalhães , (Tro ar bed, XVvet ha XVIvet kantved)
- Lourenço Marques,(Mozambik XVIvet kantved)
- Álvaro Martins ,(Douar Nevez,Afrique du Sud, XVvet kantved)
- Pedro Mascarenhas,(Océan Indien, XVIvet kantved)
- António Noli ,(île du Cap Vert, XVvet kantved)
- Fernão de Noronha ,(Meurvor Atlantel, XVvet ha XVIvet kantved)
- João da Nova ,(Meurvor Atlantel et Océan Indien XVIvet kantved)
- Paulo Dias de Novais ,(Angola, XVIvet kantved)
- Duarte Pacheco Pereira ,(Océan Atlantique ,Brésil, XVvet kantved)
- Bartolomeu Perestrelo ,(île de Madère, XVvet kantved)
- Serpa Pinto ,(cap de Bonne-Espérance,XIXe siècle)
- Fernão Mendes Pinto,(Inde,Asie du Sud Est,Japon, XVIvet kantved)
- Fernão do Pó ,(Côte d'afrique de l'Ouest, XVvet kantved)
- Pedro Fernández de Quirós ,(Oceanie, XVIvet ha XVIIvet kantved)
- Diogo Rodrigues,(île de la Réunion, XVIvet kantved)
- Francisco Serrão ,(Indonesie, XVIvet kantved)
- Diogo Silves ,(Açores, XVvet kantved)
- Pêro de Sintra ,(Côte d'afrique de l'Ouest,Sierra Leone, XVvet kantved)
- Martim Afonso de Sousa, ergerzher e Brazil, XVIvet kantved
- Pedro Texeira, a-hed an Amazon, XVIIvet kantved
- Tristão Vaz Teixeira, (Madeira, XVvet kantved)
- Luis Váez de Torres , (Aostralia, XVIIvet kantved)
- Nuno Tristão, (Côte d'afrique de l'Ouest,Guinée-Bissau, XVvet kantved)
- Gonçalo Velho, (Asorez, XVvet kantved)
- João Gonçalves Zarco, (Madeira, XVvet kantved)
Anavout a reer ar marevezh-se evel Trevadennerezh Amerika gant Spagn.
- Bernard Grunberg, Dictionnaire des conquistadors du Mexique, L'Harmattan, 2003, 632 pages (ISBN 9782747510073)
Pennadoù kar
[kemmañ ar vammenn]Miz Mae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aostria-Hungaria e oa kevredad an div stad meneget en anv ar vro. Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806 - 1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918. Dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl Iañ Habsbourg-Loren er bloavezh-se, e voe dispennet ar c'hevredad. Diazezet e oa meur a stad war e dachenn: Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Kouezhañ a rae rannvroioù zo e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.
Anv ofisiel ar c'hevredad a dalveze kement hag "Ar rouantelezhioù ha broioù dezho kannaded e Breujoù an Impalaeriezh ha broioù kurun santel hungarian Sant István". "Monarkiezh K & K" (diwar an alamaneg kaiserlich & königlich, "impalaerel ha roueel") a veze graet anezhañ ivez.
Miz Mezheven
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Naziegezh eo ideologiezh Strollad Broadel ha Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ), a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler.
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù ).
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.
Kreizennadur ar strollad
[kemmañ ar vammenn]N'eus bet morse, e strollad Hitler, ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx, hag e heulierion holl, Lenin, Stalin, Lyev Trotsky, Pol Pot, Mao hag all.
E-barzh oberenn Hitler, "Mein Kampf" ("Ma stourm"), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn da Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel (pe vrizh-skiantel) eztaolet fraezh, evel maz eo bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.
Miz Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anna Breizh pe Anna Vreizh a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, betek 1514.
Dre he dimezioù e voe ivez
- arc'hdukez Aostria ha rouanez ar Romaned (1490-1491);
- rouanez Bro-C'hall (1491-1498) ha rouanez Sikilia ha Jeruzalem war un dro;
- rouanez Bro-C'hall adarre (1499-1514) ha dugez Milano war un dro.
Merc'h e oa da zug Breizh Frañsez II (1435-1488), ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.
Miz Eost
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Eost
Miz Gwengolo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Gwengolo
Miz Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Here
Miz Du
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Du