Mont d’an endalc’had

Nivernais

Eus Wikipedia
Skoed-ardamez an Nivernais.

Nivernais (distaget [nivɛʁnɛ] e galleg) zo ur broviñs eus Bro-C'hall, en-dro da gêr Nevers. Al lodenn vrasañ eus an Nivernais zo bremañ e departamant an Nièvre.

Proviñsoù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù brasañ: Nevers, Pouilly, Clamecy, Vézelay, Château-Chinon, Decize, Donzy, La Charité-sur-Loire.

Roet e oa bet an douaroù-se gant an impalaer Loeiz an Deol d'e vab Pepin, roue Akitania. Ur gontelezh e voe adalek an IXvet kantved.

Eus ar proviñsoù d'an departamantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Nivernais rannet etre an departamantoù.

Klotañ a ra mat a-walc'h tachenn departamant an Nièvre gant hini Nivernais, met kumunioù 'zo en norzh a zo stag bremañ ouzh ar Yonne, hag reoù 'zo er mervent ouzh ar Cher, hag unan ouzh an Allier.

Lec'hiañ an Nivernais er Frañs.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.