Llanuwchllyn
Neuz
Llanuwchllyn (Lan-us-(al)lenn) zo ur gêriadenn e kontelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, er c'hreisteiz d'al lenn anvet Llyn Tegid, hag er penn uhelañ anezhañ, nepell diouzh Y Bala, a zo er penn izelañ. E 2001 e oa 834 a dud enni[1], ha 81% anezho a gomze kembraeg[2].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ifan ab Owen Edwards (1895-1970), ganet amañ, savet gantañ Urdd Gobaith Cymru
- O. M. Edwards (1858-1920), e dad, a labouras kalz evit yezh ha sevenadur Kembre
- Michael D. Jones (1822-1898), brogarour, saver Y Wladfa e Suamerika.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Llanuwchllyn Census 2001 National Office of Statistics
- ↑ Welsh-speaking statistics Welsh Language Board