Kirk Douglas
Neuz
Kirk Douglas (Issur Danielovitch Demsky diouzh e anv gwir), ganet d'an 9 a viz Kerzu 1916 en Amsterdam (New York) ha marvet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2020 e Beverly Hills e Kalifornia, a oa un aktour, ur filmaozour, ur produour hag ur skrivagner stadunanat. Pa varvas d'an oad a 103 bloaz e oa unan eus an diwezhañ steredennoù meur eus Oad Aour Hollywood.
Tad e oa d'an aktour ha produour Michael Douglas.
C'hoariet en deus e ouzhpenn 90 film, e-touez ar re vrudetañ e kaver 20,000 Leagues Under the Sea (1954), Paths of Glory (1957, difennet e Frañs), The Vikings (1958) ha Spartacus (1960).