Mont d’an endalc’had

Kayoused

Eus Wikipedia
Kayoused
Poblañs Diskennad ebet eus ar meuriad abaoe ma'z int kemmesket gant an Umatillaed
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus Washington, Oregon
Yezh kayouseg, saozneg
Relijion relijion hengounel

Ur meuriad henvroat eus stad Oregon er Stadoù-Unanet eo ar Gayoused (Cayuse e saozneg). Emaint o vevañ en ur mirva gant an Umatillaed hag ar Walla Walla e-kichen Pendleton (Oregon) e-harz ar Menezioù Glas. Un darn eus Meuriadou Kengevredet Mirva an Indianed Umatilla int.

Tetawken, ar pezh a dalvez "ni, ar bobl" a reont anezho o-unan. E biz Oregon ha gevred stad Washington edont o chom, e-kichen bro an Nez Percé. E 1855 ez ejont e-barzh mirva an Umatillaed goude bezañ sinet ur feur-skrid gant ar gouarnamant amerikan. Gant ar meuriadoù arall o chom eno o deus en em gemmesket buan a-walc'h. E 1904 ne chome Kayous ebet ken glan e wad.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]