Karl Liebknecht
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh alaman, Alamagn |
Anv e yezh-vamm an den | Karl Liebknecht |
Anv ganedigezh | Karl Paul August Friedrich Liebknecht |
Anv-bihan | Karl, Paul, August, Friedrich |
Anv-familh | Liebknecht |
Deiziad ganedigezh | 13 Eos 1871 |
Lec'h ganedigezh | Leipzig |
Deiziad ar marv | 15 Gen 1919 |
Lec'h ar marv | Berlin |
Doare mervel | muntr |
Killed by | Freikorps |
Lec'h douaridigezh | The Socialists' Memorial |
Tad | Wilhelm Liebknecht |
Breur pe c'hoar | Otto Liebknecht, Theodor Liebknecht |
Pried | Sophie Liebknecht |
Bugel | Robert Liebknecht |
Paeron pe maeron | Karl Marx, Friedrich Engels |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Place of detention | Moabit Prison |
Kondaonet evit | treitouriezh uhel |
Micher | politiker, alvokad, reveulzier, embanner |
Karg | member of the Reichstag of the German Empire, Member of the Prussian House of Representatives |
Bet war ar studi e | Leipzig University, Frederick William University Berlin, Humboldt University of Berlin, University of Würzburg |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Lec'h labour | Berlin |
Emezelet ouzh | Kevread spartakour |
Strollad politikel | Sozialdemokratische Partei Deutschlands, Strollad Komunour Alamagn, Kevread spartakour |
Partner in business or sport | Rosa Luxemburg |
Perzhiad e | German Revolution of 1918–1919, Reveulzi spartakour |
Skour lu | Garde-Pionier-Bataillon |
Diellaouet gant | International Institute of Social History, German Federal Archives |
Luskad | Marksouriezh, antimilitarism |
Darvoud-alc'hwez | Nazi book burnings |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Karl Liebknecht (13 a viz Eost 1871, Leipzig; 15 a viz Genver 1919, Berlin) a oa ur c'homunour dispac'hour alaman, ezel eus SPD, evel e dad, anvet Wilhelm Liebknecht.
Buan e stourmas evit ma c'helfe ar re yaouank en em aozañ war dachenn ar politikerezh, ha dreist-holl a-enep d'ar soudardegezh. Abalamour d'e levr anvet Soudardegezh hag enep-soudardegezh e voe aozet ur prosez a-enep dezhañ, ha bac'het e voe. E-keit ma oa bac'het e voe dilennet kannad er Reichstag.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok ma krogfe ar Brezel Bed Kentañ e kemeras perzh en un tolpadeg a-enep d'ar brezel, aozet gant strolladoù sokial-demokrat beljian, gall hag alaman e Condé-sur-l'Escaut.
E miz Eost 1914 ec'h embannas e oa a-enep ar vot evit an dispignoù brezel, met asantiñ a reas memestra hag e heuliañ ali e strollad. E miz Kerzu 1914 e voe kentañ kannad ar Reichstag o votiñ a-enep an dispignoù-se, daoust da urzh e strollad politikel. Er bloaz goude e teuas a-benn da gendrec'hiñ ur c'hannad all, Otto Rühle e anv, ha diwezhatoc'h un ugent kannad sokialour bennak.
E penn-kentañ 1915 e savas, asambles gant Rosa Luxemburg, ar strollad spartakour. A-hed ar Brezel Bed Kentañ e stourmas hag e tisplegas ne ranke ket an dud mont da stourm a-enep da broleterien ar broioù, met kentoc'h a-enep da vourc'hizien o bro dezho. Rediet e voe da ober e goñje, met nac'hañ a reas implijout un arm. Da-geñver an emvod bet aozet gant ar strollad spartakour d'ar 1añ a viz Mae 1916 e tistagas ur brezegenn a-enep d'ar brezel, harzet e voe, tamallet e voe outañ bezañ un treitour, ha bac'het e voe. Dieubet e voe pa grogas dispac'h alaman miz Du 1918. Asambles gant Rosa Luxemburg e savas Strollad Komunour Alamagn (alamaneg : KPD). Embannet e voe Republik Weimar, met fellout a rae da Liebknecht ha da Luxemburg kaout ur republik sokialour.
E-kerzh an taol-dispac'h spartakour a-enp da c'houarnamanr sokial-demokrat Friedrich Ebert e voe prest da zegemer un emsavadeg armet. War ar poent-se e voe disemglev etrezañ ha Rosa Luxemburg. An daou anezho a voe harzet ha lazhet gant ar Strolladoù Frank d'ar 15 a viz Genver 1919, diwar urzh Gustav Noske, unan eus pennoù SPD. Hemañ en doa resevet an holl c'halloudoù digant prezidant ar Reich, Friedrich Ebert e anv.