Mont d’an endalc’had

Kaozeal:An Oriant

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Daoulinomp dirak nerzh arguzennoù E Santelezh  : (- bimbochetaj (evel-se e oa abaoe bloavezhioù ha ne oa den o klemm betek ma vefe deuet "languesrégionales" (!) dec'h da lakaat e verk)

  • bimbochetaj : ger implijet ganit evit diskouez adalek peseurt ideologiezh e komzez : kavet en ur romant eus 1927 !
  • evel-se e oa abaoe bloavezhioù  : ... ha koulskoude 'teus kredet kemmañ, met se a zifennez ouzh ar re all ! dreistwirioù dit?
  • ha ne oa den o klemm : piv nemedout a glemm? ouzhpennañ elfennoù holloueziadurel er pennadoù a zo traoù naturel hag a vez graet bemdez; lemel elfennoù holloueziadurel abalamour d'ur spered "breizataoek" tremen kozh n'eus nemedout oc'h ober;
  • hervez reolennoù wikipedia e c'hall pep hini kemer perzh, memes tud gant anvioù droch trec'hlidus
  • den ne laka e verk : ne rez nemet diskouez da damm spered perc'henn. Pep hini laka e damm, ha zoken IPoù chikanus ha trabasus. Ma n'eo ket mat e vez reizhet, hervez ar reolennoù, ha n'eo ket hervez soñjoù ar sañserien ha spazherien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2015 da 12:16 (UTC)[respont]
  • Er pennadoù Naoned, Gwened, Roazhon e c'haller lenn (dre chañs) an anvioù er yezhoù all, war-lerc'h an anv brezhonek, evel ma tere en un holloueziadur. Ha den, nemedout ne glemm, hag er pennad an Oriant eo e rez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2015 da 12:22 (UTC)[respont]

«GALLEG, YEZH OFISIEL NEMETI» frazenn garetañ an hini a laka galleg, portugaleg, spagnoleg… e-lec'h brezhoneg er wikipedia-mañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Meu 2015 da 13:22 (UTC)[respont]

... frazenn garetañ ... ... Droch ken ec'h eo droch ... Ken droch ha lavarout, lakaomp, Bimbochet, den karetañ an trec'hleader.
Goulenn : Pet yezh zo er stad c'hall? Un hanter dousenn bennak. Pet yezh ofisiel zo er stad c'hall? Me ne welan nemet unan. Dre-se e c'haller lavarout eo ar galleg, yezh ofisiel nemeti, diwar-goust ar yezhoù all. Ma kavez prouennoù kontrol dispak anezho amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2015 da 14:28 (UTC)[respont]
Lavarout hag adlavarout hag adadlavarout an dra-se evel ur mantra war gement pajenn kumun, departamant, rannvro a zo… Adkavet eo bet an aotrou Touboñ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Meu 2015 da 14:35 (UTC)[respont]
Speredekat arguzenn! War bep pajenn db ar bibien e kavez XXIII gwech ar mantra-mañ: Yann ... a oa pab Roma .
Implij a rez ar ger mantra evit prouiñ da hindouegezh ? Adkavet eo bet Hare Krishna ?
E-lec'h lezel da sorc'hennoù da redek ar parkeier, poagn da lakaat da spered da gompren e oamp o kaozeal eus lakaat er pennad an Oriant netra nemet pezh a gaver er pennadoù all, db kumunioù Breizh ha broioù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2015 da 14:40 (UTC)[respont]

Niver ar c'hantonioù

[kemmañ ar vammenn]

Dislavar zo etre daou bennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2015 da 12:30 (UTC)[respont]