Mont d’an endalc’had

Gluten

Eus Wikipedia
Logo ar boued mat evit an dud gant allergiezhoù ouzh ar gluten.
Ul logo o talvezout n'eus gluten bet

Ar gluten zo un hollad proteinoù a zo e kalz greun ed (gwinizh, segal, heiz...).

Deskrivet eo bet ar gluten e 1742 gant ar mezeg ha naturour italian Giacomo Beccari (1682-1766), kelenner skol-veur Bologna. Ar ger latin klasel gluten "peg", "glud", "gommenn" eo anv an hollad proteinoù bremañ ; glutine e oa er penn-kentañ.

Kudennoù gant ar gluten

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod tud a c'houzañv allergiezhoù d'ar gluten, ret eo dezho chom hep debriñ boued gluten ennañ. Ur c'hleñved eo, gant redioù strizh a-hed ar vuhez rak kavet e vez gluten un tammig e pep lec'h e boued ar pemdez : ar bara, da skouer, hag ar boued greantel.