Georg Ohm
Georg Simon Ohm, bet ganet en Erlangen (Bavaria, en Alamagn a-vremañ) d'ar 16 a viz Meurzh 1789 hag aet da Anaon e München (Bavaria) d'ar 6 a viz Gouere 1854, a oa ur fizikour alaman.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet e voe war e studi e Skol-veur Erlangen. Diwezhatoc'h, e 1817, ez eas da gelenner e Skol-veur jezuisted Köln. Da-heul, e 1833, e kelennas e Nürnberg hag e 1852 ez eas da gelenner war ar fizik arnodel e Skol-veur München.
Labourioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverus eo e skridoù. Die galvanische Kette mathematisch bearbeitet, embannet e Berlin, eo an hini pennañ. An embannadenn-mañ, kinniget daou vloavezh-pad a-raok er c'hazetennoù Schweigger ha Poggendorff, he deus bet ur gwir levezon war diorroadur ha teorienn ar red tredan.
E anv a voe lakaet da dermenadenn an tredan dre lezenn Ohm, hag a zo ar genfeurelezh etre ar fonnder hag ar voltadur en un harzell. Degemeret e voe an unanenn er reizhiad etrebroadel (SI) evit an harz tredan, an ohm, a vez aroueziet gant Ω.
Ar Royal Society a roas dezhañ medalenn Copley e 1841.