Félix Le Dantec
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Félix Le Dantec |
Anv-bihan | Felix |
Anv-familh | Le Dantec |
Deiziad ganedigezh | 16 Gen 1869 |
Lec'h ganedigezh | Plougastell-Daoulaz |
Deiziad ar marv | 7 Mez 1917 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | torzhellegezh |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | Bevoniour, prederour, philosopher of science, kelenner skol-veur |
Tachenn labour | bevoniezh, philosophy of science |
Implijer | Pasteur Institute, Sorbonne |
Bet war ar studi e | École normale supérieure |
Kleñved | torzhellegezh |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, Colonial Medal |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Félix Le Dantec, bet ganet d'an 16 a viz Genver 1869 e Plougastell-Daoulaz ha bet marvet e 1917 e Pariz, a zo ur bevoniour, ur prederour hag ur c'helenner-meur skol-veur. Savet en deus levrioù e-lec'h ez eztaol prederennoù un hollrediour hag un dizoueegour.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab d'ur mezeg e oa. Mezeg Ernest Renan eo bet e dad. Studiet en deus e skolaj Lannuon, e Lise Brest ha e Lise Jeanson-de-Sailly e Pariz. Pa ne oa nemet c'hwezeg ez eas da Skol Normal Uhel Pariz. E 1888 e teu da vezañ ur prientour e-barzh arnodvaoù Ensavadur Pasteur dindan renerezh Louis Pasteur hag Ilia Metchnikoff. Mont a ra da vezañ kelenner skol-veur goude bezañ tapet an doktorelezh war ar skiantoù e 1891. Gant Auguste Pavie, kefridiad ar Gouarnamant gall hag ergerzher, e veaj da Indez-Sina evel skiantour er bloavezhioù 1890.
Dont a rae alies da di e familh (Ti Plad) e Pleuveur-Bodoù, chomet oa barrek da vrezhonegañ.
E anv a zo bet roet da lise publik Lannuon. Roet eo bet e anv d'ur ru e 13vet arondisamant Pariz e 1934. Kavout a reer ruioù o tougen e anv e Brest, Sant-Brieg , Kemper ha Lannuon (etre kroazhent-tro an Ti-Post ha penn kentañ straed Pompidou ha straed Kervenno).
Oberenn skiantel ha prederouriezhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labouret en deus war ar brotisted, un urzhiad beveien etre al loened hag ar plant. Difennet en deus teoriennoù an hollrediezh da-heul Jean-Baptiste Lamarck. Soutenet en deus ar soliadegezh ha savboentoù Henri Bergson.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Félix Le Dantec. La Rivière Noire (Annales de Géographie, 1891)
- Félix Le Dantec. Les Peuples de la rivière Noire (Annales de Géographie, 1891)
- Félix Le Dantec. Recherches sur la digestion intracellulaire chez les protozoaires (1891)
- Félix Le Dantec. Symbiose des algues (Annales de l'Institut Pasteur, 1892)
- Félix Le Dantec. Matières vivantes (1895)
- Félix Le Dantec. Théorie nouvelle de la vie (1896) [da lenn en linenn]
- Félix Le Dantec. Le Déterminisme biologique et la Personnalité consciente (1897)
- Félix Le Dantec. Évolution individuelle et hérédité (1898)
- Félix Le Dantec. Lamarckiens et darwiniens (1898)
- Félix Le Dantec. Darwin, Revue de Paris (1901)
- Félix Le Dantec. Le Conflit, entretiens philosophiques (1901)
- Félix Le Dantec. Les Colonies (introduction à l'étude de la pathologie exotique) (Questions diplomatiques et coloniales, 1902)
- Félix Le Dantec. Traité de biologie. 1903
- Félix Le Dantec. La Lutte universelle (1906)
- Félix Le Dantec. L'Athéisme (1907) [da lenn en linenn]
- Félix Le dantec. De l'homme à la science (1908)
- Félix le Dantec. Science et conscience (1908)
- Félix Le Dantec. La Crise du transformisme (1909)
- Félix Le Dantec. L'Égoïsme, seule base de toute société (1911)
- Félix Le Dantec. Le Chaos et l'Harmonie universelle (1911)
- Félix Le Dantec. La Science de la vie (1912)
- Félix Le Dantec. Les Influences ancestrales (1917)
- Félix Le dantec. Le Problème de la mort et la Conscience universelle (1917)
- Félix Le Dantec. Savoir ! Considérations sur la Méthode scientifique, la guerre et la morale (1917)