Mont d’an endalc’had

Erwan Vallerie

Eus Wikipedia

Erwan Vallerie (Yvon-Gildas Vallerie), ganet d'an 31 Gouhere 1944 en Aljer ha marvet d'an 9 C'hwevrer 2022 e Roazhon[1], a oa ur istorour hag ur skrivagner diwar-benn Breizh. Emsaver ha prederour war damkaniezh ar vroad e oa ivez.

Ur jeneral eus Sant-Maloù e oa e dad. Desket en doa brezhoneg e-unan.

Studiet en doa an armerzh e Skol ar Studioù Kenwerzhel Uhel[2], e Pariz. Labouret en doa en Électricité de France e remzad-pad.

E 1969 e voe unan eus diazezerien Skoazell Vreizh asambles gant e vignon Yann Choucq[3]. Gant hemnezh ha tud all en doa savet al luskad emsaver [[Sav Breizh] e 1971 ha rener kelaouenn ar strollad heñvelanvet (aet da get e 1975) e voe, ma skrivas pennadoù teorikel a-zivout ar vroad.

Pelloc'h e studias don istor parrezioù kentidik Breizh ha lec'hanvadurezh Breizh, ken e savas e 1992 un dezenn e brezhoneg hag e galleg embannet da c'houde e teir levrenn[4].

E 2003 e reas un arnodskrid war un ton fentus ma tisplege perzhioù ar Vrezhoned hag hor bro, ken dic'hortoz ma c'hellont seblantout d'an dud estren. Berzh bras a reas al levr, a voe adembannet[5].

  • Théorie de la Nation, 1971
  • Communes bretonnes et paroisses d’Armorique ; Brasparzh, Embannadurioù Beltan, 1986, (ISBN 2905939044)
  • Diazezoù istorel an anvioù-parrez = Traité de toponymie historique de la Bretagne, Ar Releg-Kerhuon, An Here, 1995, 3 levrenn (divyezhek), (ISBN 2868431534)
  • L’art et la manière de prononcer ces sacrés noms de lieu de Bretagne ; Douarnenez, le Chasse-Marée / ArMen, 1996, (ISBN 2903708630)
  • Nous barbares locaux (danvez Théorie de la Nation (1971) gant tri arnodskrid ouzhpenn: «Place de la langue dans le combat de libération nationale», «L’Europe contre la Bretagne» et «Nous barbares locaux», skrivet être 1971 ha 1976) ; An Here, 1997. Diwar e dezenn kinniget e Skol-veur Roazhon 2.
  • Ils sont fous ces Bretons !!, trousse de survie pour découvreur des Armoriques, tresadennoù gant [[Nono], Speied, Coop Breizh, 2003].
  1. (fr) "Ouest-France, 10/02/2022
  2. École de Hautes Études Commerciales
  3. L'hommage de Skoazell Vreizh à l'écrivain Erwan Vallerie. E Ouest-France, 12-13 C'hwevrer 2022.
  4. (fr) Les toponymes paroissiaux : genèse des formes vernaculaires et administratives des toponymes paroissiaux en Bretagne
  5. (fr) Ouest-France, 14 Kerzu 2023.