Edeyrn
Neuz
Edeyrn zo un anv-badez kembraek, kar d'an anv brezhonek Edern.
Sant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Manac'h e oa Edeyrn, ha keneil d'ur sant all anvet Isan, pe Isian, pe Isien. Ganto e vije bet savet iliz Llanisien (hiziv ur c'harter en hanternoz Kerdiz) da gentañ. Gant sant Edeyrn, hervez a gonter, e vije bet savet iliz kentañ Llanedeyrn goude.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Edeyrn, breur Gwyn ap Nudd, er Mabinogion, en danevell Culhwch ac Olwen
- Dosparth Edeyrn Davod Aur, ur skrid faltazius gant Iolo Morganwg en XIXvet kantved
- Edeyrn ag Efnisien, anv daou zen e-barzh Harry Potter e kembraeg, kemeret dre fent abalamour d'an daou sant brezhon eus ar VIvet kantved.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Llanedeyrn, ur gêriadenn er reter da Gerdiz gwechall, bremañ ur c'harter eus Kerdiz.
- Edeyrnion, kombod kozh en hanternoz Kembre.