Puma
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Puma | ||
Anv skiantel | |||
Puma concolor Linnaeus, 1771 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar puma (Puma concolor) zo ur bronneg bras a vev en Amerika.
Rouzmouzat a ra ha hervez lod e c'hell choual en un doare hogozik denel pa vez o rudañ. Nesoc'h eo d'ar c'hazh-ti eget ar pevar c'hazh meur (tigr, leon, jagoar ha loupard). Eus ar c'hetchaneg e teu e anv. E Brazil e vez graet suçuarana anezhañ, un anv a zeu eus an toupieg.
Hemolc'hiñ a ra ar c'hirvi dreist-holl petra bennak ma c'hell chaseal geotdebrerien arall, krenn pe bihan o ment. Kar eo d'ar jagwarundi, ar gwepard amerikan.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an tiriadoù brasañ e-touez ar c'hazheged en deus ar puma, asambles gant al liñs, ar c'hazh gouez hag ar banterenn. A-raok an trevadennerezh e veze kavet en darn vrasañ eus ar c'hevandir. War vihanaat eo aet e dachenn met e gavout a reer c'hoazh eus ar Yukon betek Chile. Un nebeud hiniennoù a zo bet gwelet e Bro-Saoz Nevez. En arvar emañ er Stadoù-Unanet, e Florida ha war aod ar reter dreist-holl, abalamour ma vez distrujet e lec'hioù bevañ.
Poblañsoù er Stadoù-Unanet hag e Kanada
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hogozik diouennet e voe ar puma er Stadoù-Unanet met kroget eo e boblañs da greskiñ adarre. Krediñ a reer ez eus un 30 000 bennak e stadoù ar c'hornôg. Ar rannvro ma'z int an niverusañ enni eo hini Vancouver met o c'havout a c'heller en Ontario ha Manitoba ivez. Posupl eo e treuzvev un toullad hiniennoù e Kebek hag e Brunswick Nevez.
War gresk emañ o zachenn e Texas ha tizhout en deus graet Missouri, Michigan ha Kansas. Abaoe m'eo adkrog ar poblañsoù da greskiñ eo aet e argasadennoù ouzh an dud da stankoc'h. Ral ez int c'hoazh zoken ma'z eo boutin an tagadennoù a-enep an anevaled-ti bremañ.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bej eo ar pumaed gant penn o lost du. En hanternoz eo stankoc'h o blevad hag ruz-gell eo o c'hreoñ tra m'eo gris en Amerika ar Su. Ar puma a c'hell redek da 70km/e ha lammat 6 metr. Unan anezho a voe gwelet o pignat e-barzh ur wezenn gant ur c'harv en e c'henoù. Kreñvoc'h eo o c'hrogadenn eget hini ar c'hi nerzhusañ.
E hanternoz Amerika ez int un tamm brasoc'h eget panterenned met bihanoc'h eget jagoared. Gallout a reont muzuliañ 2,4 metr ha pouezañ etre 50 ha 70 kg. Ar re vrasañ a c'hell tizhout 120 kg. Gallout a reont bevañ war-dro 10 bloavezh en natur ha 25 pa vezont dalc'het.
Liv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bej pe melen-traezh eo blevad ar puma, evel hini e breizhoù pennañ. Brizhelloù liesstumm o deus ar c'holened met da get ez eont pa dizh al loen e vloaz kentañ. Bez' ez eus pumaed gwenn (leukistek met pas albino) ha pumaed teñval-tre o c'hreoñ a zo bet livet gant Georges-Louis Leclerc, Kont Buffon. Biskoazh n'eus bet kavet pumaed peurzu, avat.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar puma a c'hell lazhañ ha ruzañ ur preizh seizh gwech brasoc'h egetañ. Bronneged bras evel kirvi pe elaned a hemolc'h ar peurliesañ. Debriñ a raio anevaled bihanoch evel avanked ha hoc'hed-dreinek pe zoken logodennoù m'o deus ezhomm. En e-unanig e hemolc'h ha chaseal a ra e breizhoù dre sourpren. O lazhañ a ra dre gregiñ enno er chouk ha dre derriñ anezhañ. An eskern a zouar neuze d'o c'huzhat diouzh ar breizherien arall. Ar pumaed n'int ket gagnaouerien, avat, ha ral eo dezho debriñ kargasennoù lazhet gant anevaled arall.
Un dachenn eus 250 km² en deus ur par en oad. Hini ar parezed a vez bihanoc'h, etre 50 ha 150 km². Un aneval tachennadel eo ar puma hag emgannoù, zoken ma'z int ral, a c'hoarvez gwechoù 'zo. Gouher ez int ha pell eus an dud e chom pa c'hellont.
Ur par a c'hell gouennañ gant meur a barez. Ar re-se a c'han etre 3 ha 4 c'hazhig. Pa gemer ur par tachenn unan arall e c'hell lazhañ ar c'helin da lakaat ar barez da barañ adarre.
Argadennoù ouzh an dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ral ez eo argasadennoù ouzh an dud met c'hoarvezout a reont, avat. Renablet ez eus bet 100 argasadenn e-barzh ar Stadou Unanet etre 1890 ha 2004. 16 a dud a voe lazhet. E Kalifornia ma kenvev ar pumaed gant ur boblañs zenel vras e oa 14 argasadenn ha 6 den a voe lazhet. Boutinoc'h eo an argasadennoù ar c'hornioù-bro koadek ma vev ur boblañs zenel bouezus. Alies e vez kavet eno kirvi du o lost a sach o bezañs ar pumaed. Da voazet ouzh an dud e ya ar re-mañ neuze ha kregiñ a reont d'o gwelout evel preizhoù.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Panther Florida (Puma concolor coryi)
- Cougar Wisconsin (Puma concolor shorgeri)
- Cougar ar Reter (Puma concolor cougar)
- Cougar Mec'hikan (Puma concolor azteca)
- Cougar Costa Rica (Puma concolor costaricensis)
- Cougar Brazil (Puma concolor concolor)
- Cougar Baja California (Puma concolor improcera)
- Puma Patagonia (Puma concolor patagonica)
- Cougar Missoula (Puma concolor missoulensis)
- Cougar Colorado (Puma concolor hippolestes)
- Cougar Oregon (Puma concolor oregonensis)
- Cougar Vancouver (Puma concolor vancouverensis)
- Cougar Kalifornia Puma concolor californica)
- Cougar Kaibab (Puma concolor kaibabensis)
- Puma Yuma (Puma concolor browni)
- Cougar Texas (Puma concolor stanleyana)
- Cougar Maya (Puma concolor mayensis)
- Cougar Kolombia (Puma concolor bangsi)
- Cougar Ecuador (Puma concolor soderstromi)
- Cougar Amazon (Puma concolor discolor)
- Cougar an Inkaed (Puma concolor incarum)
- Cougar Bolivia (Puma concolor osgoodi)
- Cougar Mato Grosso (Puma concolor acrocodia)
- Puma Chile (Puma concolor puma)
- Puma Arc'hantina (Puma concolor pearsoni)
- Puma an Andoù (Puma concolor araucanus)
Hervez Culver (2000) eo heñvel an darn vrasañ eus an isspesadoù-se. Hervezañ eo aet da get puma Amerika an norzh e-kerzh ar pleistosen hag adpoblet e voe ar c'hevandir gant pumaed eus Amerika ar Su. An isspesadoù gwir a vefe :
- Cougar Amerika an Norzh
- Cougar Costa Rica (Puma concolor costaricensis)
- Cougar Norzh Amerika ar Su (Puma concolor concolor)
- Puma Su Amerika ar Su (Puma concolor puma)
- Cougar Amerika ar Gevred (Puma concolor capricornensis)
- Puma Arc'hantina (Puma concolor cabrerae)
N'eus kenemglev ebet e-touez ar glaskourien diwar-benn ar gudenn-mañ.
Hironed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kar eo ar pumaed d'ar panterenned hag e c'hellont gouennañ ganto. Gant an oselot e c'hell gouennañ ivez.