Oslo
Deiziad krouiñ | 1048 |
---|---|
Anv | Oslo |
Anv ofisiel | Oslo |
Anv er yezh a orin | Oslo |
Anv berr | Осло, Кристиания, Христиания, Осло |
Kevandir | Europa |
Stad | Norvegia |
Kêr-benn eus | Norvegia, Akershus, Quisling regime, Oslo, Aker |
E tiriad | Oslo |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, Central European Time |
War ribl | Alnaelva, Oslofjord, Akerselva |
Daveennoù douaroniel | 59°54′48″N 10°44′20″E |
Penn an aotrouniezh | Eirik Lae Solberg |
Ezel eus | C40 Cities Climate Leadership Group, International Cities of Refuge Network |
Raklec'hiet gant | Christiania |
Heuliet gant | Christiania |
Darvoud-alc'hwez | C'hoarioù Olimpek goañv 1952 |
Prizioù resevet | National urban environment award |
Present in work | Civilization V |
Kod-post | 0001–1299 |
Arload ofisiel | Oslo - Official City App |
Lec'hienn ofisiel | https://www.oslo.kommune.no/ |
Blog ofisiel | https://aktuelt.oslo.kommune.no |
Ardamezioù | coat of arms of Oslo |
Sant paeron | Hallvard Vebjørnsson |
Ekonomiezh an danvez | economy of Oslo |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Oslo |
Time of earliest written record | 1048 |
Category for the view of the item | Category:Views of Oslo |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Oslo |
Oslo (distaget e norvegeg, hervez ar rannyezh, ['uslu] pe ['uʃlu]) a zo kêr-benn Norvegia. Lec’hiet eo e goueled fjord Oslo. Kêr vrasañ Norvegia eo, gant ouzhpenn 500 000 annezad. Ur gontelezh (fylke) eo ivez, kelc’hiet gant kontelezh Akershus.
En Oslo emañ parlamant Norvegia (Stortinget), palez ar roue, ar ministrerezhioù, Eskemmdi Norvegia, hag all.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Oslo e goueled ur fjord. A-hend-all eo kelc’hiet kêr gant menezioù. War tiriad ar gumun ez eus 343 a lennoù. Ar menez Kirkeberget (629 m) eo lec’h uhelañ ar gêr.
-
Oslo gwelet eus Holmenkollen
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar sagaoù skandinavek e vefe bet savet Oslo en-dro d’ar bloavezh 1048 gant ar roue Harald III. Dianav eo orin an anv ‘’Oslo’’.
Dont a reas da vezañ kêr-benn ar vro dindan ren Håkon V (1299-1319) a voe ar roue kentañ oc’h ober e annez eno hag a lakaas sevel kastell Akershus. E 1387 e tremenas rouantelezh Norvegia dindan dalc’h Danmark ha dont a reas Oslo da vezañ ur gêr a eil renk, pa oa ar roue o chom e Kopenhagen. Ne voe digoret ur skol-veur eno, da skouer, nemet e 1811.
Distrujet e voe Oslo gant an tan e 1624 hag adsavet e voe goude, en tu all d’ar fjord, e-kichen kastell Akershus, gant ar roue Christian IV Danmark, a roas e anv d’ar gêr : Christiania pe Kristiania.
-
Kastell Akershus
E 1814 e voe dizunvanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, ha dont a reas Kristiania da vezañ ur gwir gêr-benn. Kalon ar c’henwerzh hag ar sevenadur e Norvegia e oa ha meur a savadur bras a voe savet eno e-pad an XIXvet kantved, evel Palez ar Roue (1848), ar Parlament pe Stortinget (1866), ar skol-veur (1811), ar C’hoariva Broadel…. Dre ar bed a-bezh e oa brudet arzourien Christiania evel Henrik Ibsen, Edvard Munch, Knut Hamsun pe Sigrid Undset (Priz Nobel al lennegezh) : un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Christiania war an dachenn sevenadurel.
Adkavout a reas kêr hec’h anv kozh, Oslo, e 1925.
E 1952 e voe aozet ar C’hoarioù olimpek goañv en Oslo, ar pezh a roas brud d’ar gêr. E miz Mae 1995 ez eo eno e voe sinet Emglev Oslo etre Israeliz ha Palestiniz.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emglevioù kenlabour zo bet sinet gant ar c'hêrioù ha rannvroioù da heul :[1]
- Göteborg, Sveden
- Schleswig-Holstein, Alamagn
- Shanghai, Sina
- Sant Petersbourg, Rusia
- Vilnius, Lituania
- Varsovia, Polonia
Ur c'hustum kozh gant Oslo zo kas ur wezenn Nedeleg bep bloaz da gêrioù Washington, D.C., Londrez, Rotterdam, Antwerpen ha Reykjavík.[1][2]. Oslo a gas abaoe 1947 da Londrez ur spruñs, 20-25 metr e uhelder, a c'hall bezañ 50 da 100 bloaz. Se da lak war-wel e anavez mat dalc'h war sav Breizh-Veur outañ e-pad an Eil Brezel-bed.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- André Bjerke, skrivagner (1918-1985)
- Jostein Gaarder, skrivagner
- Jens Stoltenberg, politikour
- Kåre Willoch, politikour