Tenzin Gyatso
Jetsun Jamphel Ngawang Lobsang Yeshe Tenzin Gyatso, anavezet evel Tenzin Gyatso (anv ganedigezh : Lhamo Döndrub; tibeteg: ལྷ་མོ་དོན་འགྲུབ་), ganet d'ar 6 a viz Gouere 1935 e proviñs Amdo e Tibet, eo ar 14{{vet]] Dalai Lama, war-lerc'h Thubten Gyatso. An Dalai Lama eo bleiner speredel Tibetiz hag uhelañ kelenner ar skol Gelug, ur skourr eus ar voudaegezh e Tibet. Emañ o vevañ en harlu e Dharamsala, en India. Tapet en doa ar Priz Nobel evit ar Peoc'h e 1989. Eñ eo ar manac'h boudaat anavezetañ er bed. Nac'h a ra gouarnamant Republik Pobl Sina outañ ar gwir da gomz en anv Tibetiz.
Ganet e voe Tenzin Gyatso en ur familh 16 a vugale, war ar maez e kêriadenn Taktser, e proviñs Amdo (bremañ proviñs Qinghai). An tibeteg e oa e yezh kentañ. Daou vloaz goude e c'hanedigezh, e 1937, e voe embannet e oa-eñ tulku (da lavaret eo adenkorfadur) an 13vet Dalai Lama, Thubten Gyatso. Kadarnet e voe kement-se d'an 22 a viz C’hwevrer 1940 ha stagañ a reas gant e garg evel Dalai Lama d'ar 17 a viz Du 1950, pa oa pemzek vloaz, ha dont evel-se da vezañ rener relijiel ha politikel ar vro. Kement-se a c'hoarvezas miz war-lerc'h ma oa bet aloubet Tibet gant Arme Dieubidigezh Pobl Sina.
Rankout a reas sinañ an Emglev 17 Kraf war "dieubidigezh Tibet" gant Sinaiz e 1951, ha goude c'hwitadenn emsavadeg 1959 e tec'has diouzh Tibet da India. Eno e kavas repu e Dharamsala, en Himachal Pradesh, ma voe savet ur gouarnamant tibetat en harlu hag ur velestradurezh evit plediñ gant ezhommoù an holl Dibetiz harluet.
Alese eo bet ar 14vet Dalai Lama o veajiñ dre ar bed a-bezh ha gouestlet en deus e vuhez da zifenn krog Tibet ha da astenn kelennadurezh ar voudaegezh.