Mont d’an endalc’had

Emgann Culloden

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Gweledva Emgann Culloden
Emgann Culloden
Tamm eus Dispar jakobitek 1745
An Highlanderien o kargañ lu ar gouarnamant
An Highlanderien o kargañ lu ar gouarnamant

Maread 16 a viz Ebrel 1746
Lec'h Culloden e-kichen Inbhir Nis
Bro-Skos
Disoc'h trec'h gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet
Emgannerien
Gouarnamant Rouantelezh-Unanet
8 000
Jakobited
Bro-C'hall
33 000
Pennoù-brezel
Duke of CumberlandCharles Edward Stewart

Emgann Culloden (Gouezeleg Skos : Blàr Chùil Lodair) a voe emgann diwezhañ an dispar jakobitek e 1745-1746. C'hoarvez a reas d'ar 16 a viz Ebrel 1746 etre lu Charles Edward Stewart ha lu William Augustus, Duke of Cumberland e-kichen Inbhir Nis. Trec'h an hanoverien a harzas da vat al lusk jakobitek e Bro-Skos ha pouezet e voe Charles Setwart da glask adlakaat ar Stewarted e penn Breizh-Veur.

Lu Charles Stewart a voe dreist-holl highlanderien skos, lowlanderien skos hag un nebeud Saozon. Skoazellet e voent gant Bro-C'hall ha rejimantoù iwerzhonat a stourmas ganto. Lu ar gouarnamant a voe dreist-holl saoz, gant un nebeud Skosed memestra, tud Ulaidh hag Alamaned hag Aostrianed. Buan a dremenas an emgann, ha leun a wad. Padout a reas nemet un eurvezh. Ober a reas an Highlanderien ur garg ouzh lu ar gouarnamant met trec'het e voent buan a-walc'h.

Etre 1500 ha 2000 jakobit a zo bet lazhet pe gloazet e-pad en emgann-berr-se pa kolloù ar gouarnamant a voe nemet 50 tud lazhet ha 259 tud gloazet. Ar grouadeg goude-se a roas an anv "Kiger" da gCumberland. Divizet eo bet gant ar gouarnamant gwanañ sevenadur gouezelek Bro-Skos dre lezennoù kalet a-enep ar mod da vevañ hag a-enep ar c'hlanoù.