Gwrizienn (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen gwrizienn (saoz: root) evit komz eus elfenn bennañ ur ger. N'hall ket ur wrizienn bezañ isrannet e tammoù bihanoc'h hag enni e kaver an darn vrasañ eus an danvez semantikel, da skouer :
- "ti"
- "den"
- "kador"
E hogozik holl yezhoù ar bed ez eus e pep ger goullo (saoz. funtion word) d'an nebeutañ ur wrizienn ha pe c'hoazh ur wrizienn da vorfem nemeti hepmuiken zoken.
Talvezout a ra ar wrizienn da benn ur ger kevrennek.
A-wezhoù e vez implijet an termen "gwrizienn" en un doare ledanoc'h evit komz ivez eus kelfoù (saoz. stem) ar gerioù, da lâret eo stumm diazez ur ger bennak hep al lostgerioù kevreadurezhel (deveradurezh, d.s. displegadur ur verb pe troadoù un anv) met gant an holl kengerioù semantikel, da skouer :
- Gwrizienn unanvorfemek: Gwrizienn rik
- adwelomp
- Gwrizienn liesvorfemek: Kelf
- adwelomp
Ur wrizienn c'hell bezañ koulz ur morfem stag hag ur morfem distag, da skouer :
- Gwrizienn: morfem stag
- "kon", d.s "dourgon"
- (el lec'hioù ma ne vez ket implijet ar ger-se evel liester boas ar ger "ki")
- Gwrizienn: morfem distag
- "penn", d.s. "di'bennañ
Kealoù difestis eo ar gwrizienn ha ne rankont ket klotaat dre ret gant gerioù implijet er yezh a-hendall.
A-bouez-tre eo ar gwriziennoù evel elfenn-frammañ diazez yezhoù zo evel ar yezhoù semitek ma vez savet ar gerioù diwar gwriziennoù teirc'hensonennel peurliesañ, da skouer en hebraeg:
- Gwrizienn teirc'hensonennel: G-D-L
- Keal semantikel: "bras"
- gadol (anv-gwan "bras", gourel)
- gdola (anv-gwan "bras", benel)
- gadal (verb, "kreskiñ a reas")"
- higdil (verb, "brasaat a reas(-eñ)")
- magdelet ("kreskwerenn")
- godel (anv, "ment; brasder")
- Keal semantikel: "bras"