Formulenn 1
Ar Formulenn 1, pe F1, ez ofisiel, FIA Formula One World Championship (Kevezadeg bed FIA ar Formulenn 1) zo renkad uhelañ ar redadegoù kirri, redet er bed holl. Brudet-tre eo an F1, evel ar C'hoarioù Olimpek pe Kib vell-droad ar bed[1]. Aet eo ar maout gant Sebastian Vettel ha gant ar skipailh Red Bull-Renault e 2013.
Renet e vez ar sport-se gant ar FIA, a skriv a reolennoù gant ar skipailhoù, meret e vez gant ar FOA ha kevredigezhioù-all renet gant Bernie Ecclestone. Bep bloaz e vez redet ur gevezadeg ar vlenierien (abaoe 1950) hag ur gevezadeg ar saverien (abaoe 1958) gant kirri un-plas ha war troioù serret ha peurbad, met a-wechoù war troioù amzeriat evel Monaco. Ur redadeg zo anvet Priz Bras, diwar ar galleg Grand Prix, ur ger implijet en e yezh orin e saozneg. Pep blenier, pep saver-kirri, pep troiad a rank kaout un Dreist Aotre, a zo an aotre uhelañ roet gant ar FIA.
Goude bezañ bet redet gant saverien kirri bras pe bihan a zo deuet ur mare renet gant "artizaned" saoz betek ar bloavezhioù 1980, a-raok dedennañ ur wezh all ar saverien bras, dedennet gant an askouezhioù mediaouek. Studiet e vez e Formulenn 1 teknikoù eus an teknologiezhioù egor a c'hall dont war ar kirri boutin, da skouer ar sistemoù KERS pe ERS war-zu an daou-nerzh, pe er c'hontrol e implij ar saverien-kirri ar sport evit tiskouez o mestroni war un teknologiezh, evel an turbo evit Renault Sport.
Diazezet eo ar sport war an Europa, e-lec'h ma'z eo ganet, hag e-lec'h ma chom an darn vrasañ eus e saverien, eus e arvesterien ha eus e vlenierien, met tizhet en deus arvesterien e bed a-bezh, o vezañ sellet er skinwel gant 527 milion a dud e 2010[2].
Ar ger Formulenn 1 a c'hall termeniñ ar gevezadeg met ivez reolennoù teknikel ar c'hirri un-plas hag a zo adwelet gant ar FIA bep bloaz. Strizh-tre eo ar reolennoù-se war mentoù ar c'harr, sailhad ar c'hefluskerioù, an teknikoù implijet evit sevel ar c'harr. Diwar-benn savete ar blenier a zo ar reolennoù-se ivez. Ar c'hirri-se a c'hell tizhout 350 km/ez hervez an troiad, daoust ma vez strishoc'h-strisañ ar reolennoù evit an aerodinamiezh pe ar c'hefluskerioù (da skouer ne c'helle ur c'heflusker tizhout nemet 15 000 tro/munut). 5 G a c'hell bezañ gouzañvet gant ar vlenierien gant tizh ar c'hirri o treiñ. Graet eo vez Formulennoù 1 ar kirri a red dindan ar reolennoù-se.
Istor
kemmañEmañ orin ar Formulenn 1 er redadegoù kirri eus mare kentañ an XXvet kantved, gant ar redadegoù etre kêrioù. Etre an daou vrezel e oa ur seurt Henamzer eus ar Formulenn 1, gant redadegoù war troioù serret hag ar saverien Mercedes hag Alfa Romeo da skouer. N'eo avat nemet goude an Eil Brezel-bed a oa bet ijinet reolennoù nevez evit ur rummad dreist war ar redadegoù kirri, er bloavezh 1946. 1950 eo bloavezh ar c'hevezadeg kentañ.
Ar bloavezhioù kentañ
kemmañAr Priz Bras kentañ eo hini Priz Bras Breizh-Veur[3] redet war tro Silverstone e Bro-Saoz d'ar Sadorn 13 a viz Mae 1950. Krouet ez eus bet ur gevezadeg gant meur a dro european, redet dindan reolennoù ar Formulenn 1 hag ur redadeg er Stadoù-Unanet gant redadeg vrudet an Indianapolis 500, daoust ma oa redet honnezh dindan reolennoù all.
Krouet eo bet ar gevezadeg e-barzh un Europa a oa oc'h adsevel, ha neuze en em harp war skipailhoù ha kirri eus ar bloavezhioù 1930. Ijinet e 1937, an Alfa Romeo 158 a vestroni ar redadegoù kentañ hag he blenier Giuseppe Farina a c'hounez ar gevezadeg kentañ. An eil Priz Bras a wel redadenn gentañ ar Scuderia Ferrari a zo c'hoazh er F1 bremañ. Ar skipailh-se a c'hounez ar gevezadeg div wech e 1952 hag e 1953 gant Alberto Ascari dindan reolennoù ar Formulenn 2, met ar bloavezhioù-se zo mestroniet gant ar blenier arc'hantiniz Juan Manuel Fangio a c'hounez e 1951 gant Alfa Romeo, e 1954 gant Maserati ha Mercedes, e 1955 gant Mercedes, e 1956 gant Ferrari hag e 1957 gant Maserati adarre.
Amzer ar "C'harajisted"
kemmañGant ar bloavezhioù 1960 e krog ur mare nevez mestroniet gant skipailhoù ha blenierien saoz a ginnig doareoù nevez da sevel kirri, d'ober redadegoù ha memes da werzhañ plas war ar c'harr. Gant rener ar Scuderia Ferrari Enzo Ferrari e vez graet, gant un tamm goap, "Garajisted" eus ar saverien ha skipailhoù nevez-se, peogwir ne savont ket alies o c'hirri met bodenniñ a reont. Met mare ar saverien vras a zo echu hag ar skipailhoù bihan-bihan-se a vestr ar bloavezhioù-se o pouezañ war ar c'hastelloù-karr. Ijinour Colin Chapman hag e skipailh Team Lotus a zeu eus ar mare-mañ, gant soñjoù ijinek, evel ar c'hastell-karr unkouc'h war e Lotus 25. Blenierien brudet ar mare-se eo Mike Hawthorn, Jack Brabham a zo ar blenier kentañ en deus gounezet ur gevezadeg war e garr-eñ, ha dreist-holl ar Skosed Jim Clark ha Jackie Stewart.
Fin ar bloavezhioù 1960 a verk ivez un nebeud cheñchamantoù diwar-benn natur ar F1. Divizout a ra ar CSI, an aozadur a ren ar redadegoù kirri, da aotreiñ ar sponsorañ a-benn rentañ fas d'ar c'houstoù o vrasaat. An hini kentañ eo Team Lotus da leuskel e lifre British Racing Green evit livioù ruz hag aour Gold Leaf. Cheñchamantoù zo ivez war ar girri. A-benn mirout ar girri war al leur eo ret leuriañ ar c'harr gant an aer, ha setu perak eo bet ijinet angelloù huhel ha dañjerus. Goude meur a wallzarvoud eo bet divizet da ober angelloù izel a verko skeudenn ar F1.
Neuze a gresk kalz ha buan kasadennoù ar kirri, a zeu da vezañ diaesoc'h da vleniañ ha mervel a ra meur a vlenierien e-pad ur redadeg pe esaeoù, evel Jim Clark, Wolfgang von Trips ha setu perak e vez anavezet ar bloavezhioù evel bloavezhioù du evit ar Formulenn 1. An istor divinadellek zo istor Jochen Rindt, un aostriz a rede gant Lotus war e Lotus 72 dispac'hel, gant distanerioù e-kostez (a ziskouez framm kirri F1 an dazont) da skouer. Marvet eo Jochen Rindt e-pad esaeoù Priz Bras Italia 1970 pa oa penn ar c'hevezadeg. N'hallint ket ar re all merkañ muioc'h a boentoù egetañ, ha neuze e teuio Jochen Rindt an hini gentañ kampion dalif. Gant ar Skosiz Jackie Stewart e vez cheñchet an traoù hag e vez soñjet muioc'h diwar benn savete.
Lod gentañ a bloavezhioù 1970 a zo bet mestroniet dre vras gant Lotus hag Emerson Fittipaldi hag ivez gant Jackie Stewart a gounez teir wech gant Matra ha Tyrell. Kregiñ a ra ivez McLaren da c'hounit redadegoù ha goude un titl e 1974 gant Emerson Fittipaldi a-raok e tistro Ferrari e 1975 gant un titl gounezet gant Niki Lauda. Gounit a ra James Hunt gant McLaren an titl ar bloaz goude, ur bloaz merket gant gwallzarvoud spontus Niki Lauda war an dro Nordschleife.
Nevezadennoù teknikel bras zo bet ijinet en eil lod ar bloavezhioù 1970, a-wechoù dreist, a-wechoù hep dazont, evel an hini kinniget gant Tyrell a ziskuzh e bP34 e 1976, ur c'harr gant c'hwec'h rod. Daoust un trec'h gant Jody Scheckter ne vez ket bet miret an direustl-se. Un dra all eo Wing car Lotus (pe Karr askell), krouet e 1977. Mestroniet eo ar gevezadeg 1978 gantañ hag ar blenier amerikan Mario Andretti. Implijet eo gwelloc'h an aer a ya war-dro ar c'harr gant ur sistem nevez a implij ul leur efed. 1977 a sell ivez redadeg kentañ Renault gant ur c'heflusker mod nevez, ur c'heflusker turbo a vestronio ar Formulenn 1 e-pad dek vloaz bennak.
Mare an arc'hant bras
kemmañDifennet eo ar Wing car e 1983 pa vez degemeret ar c'hefluskerioù turbo hag ar saverien bras daoust ma oa disfiz gant ar skipailhoù saoz da gentañ. Dont a ra ar saverien bras da vezañ kevelerien d'ar skipailhoù, Brabham (renet gant Bernie Ecclestone a zo e penn ar FOCA) gant BMW, goude 1982, McLaren gant Porsche ha Williams gant Honda. Gounezet eo bet an titl saverien kentañ gant ur c'heflusker turbo e 1982 gant Ferrari, daoust ma ya titl ar vlenierien gant Keke Rosberg, en deus ur c'heflusker Cosworth aergelc'h. Nelson Piquet eo an hini kentañ a c'hounez un titl gant ur c'heflusker turbo, gant e Vrabham-BMW. Mestroniet eo ar bloavezhioù-se gant McLaren-Porsche Niki Lauda hag Alain Prost, ha goude-se gant Honda da gentañ gant Williams, gant Nelson Piquet, ha goude gant McLaren hag Alain Prost hag Ayrton Senna a c'hounez e ditl kentañ e 1988.
Abalamour d'o galloudegezh re vras eo berzet ar c'hefluskerioù turbo e 1989, ar pezh a zedenn skipailhoù bihan evel ar Scuderia Italia, Pacific Racing h.a., hag a bren kefluskerioù marc'had mat, pourchaset gant Judd ha Cosworth, ar pezh ne cheñch ket mestroni ar skipailhoù bras, skoret gant ar saverien bras, McLaren gant Honda, Williams gant Renault, Ferrari, ha Benetton gant Ford. Daoust ma'z eus ur stourm bras etre e daou vlenier, Ayrton Senna hag Alain Prost, e vestroni McLaren ar bloavezh 1989 gant titl Prost, a ya kuit da Ferrari. Gounit a ra Senna daou ditl lerc'h-ouzh-lerc'h, ouzh Prost, daoust d'e gudennoù gant Ferrari e 1990, hag ouzh ar vlenierien Williams-Renault, ur skipailh a vestroni skoazelloù elektronek an doare vleniañ. Gounit a ra Williams e 1992 ha 1993 gant Nigel Mansell hag Alain Prost, a ya war e leve goude-se.
Gortozet-tre eo bloavezh 1994 gant keñverata ar c'hampion tripl Ayrton Senna, aet kuit da Williams-Renault, ouzh ar blenier yaouank Michael Schumacher, a red gant Benetton-Ford, ha gant difenn ar skoazelloù elektronek. Kregiñ a ra ar bloavezh en un doare euzhus koulskoude, e San Marino, pa varv Roland Ratzenberger d'ar Sadorn e-pad an abadenn titriñ, ha d'ar Sul Ayrton Senna e-pad ar redadeg. Ar re gentañ int o vervel e-pad ur redadeg abaoe 1982 ha Gilles Villeneuve ha Riccardo Paletti. Goulennet ez eus bet gant ar FIA muioc'h a savete goude-se, peogwir e vez sellet ouzh ar FIA da vezañ kiriek d'an afer-se. Abaoe 1994 n'eus bet nemet daou zaou o vervel, ur paotr-an-tan e 2000 hag ur c'homiser e 2001, abalamour da dorradoù goude gwallzarvoudoù.
Gant Michael Schumacher e ya ar maout e 1994 ha 1995, ouzh Damon Hill a red gant Williams-Renault, a gas ivez ar Benettonoù e 1995. Mont a ra Schumacher kuit d'ar Scuderia Ferrari a zo oc'h ober e adframmiñ, ar pezh a wana Benetton a c'hopr Jean Alesi ha Gerhard Berger. Williams ha Renault a vestroni an daou vloaz war-lerc'h gant titloù Damon Hill ha Jacques Villeneuve, mab Gilles Villeneuve, met disparti Adrian Newey, pennijinour war an aerodinamek, ne ra ket vad d'ar skipailh saoz. Mika Häkkinen ha McLaren-Mercedes, sikouret gant kirri treset gant Adrian Newey a c'hounez kevezadegoù 1998 ha 1999 ouzh Michael Schumacher a-c'houde Eddie Irvine, war Ferrari.
Distro ar saverien bras
kemmañAl labour graet abaoe 1993 gant Jean Todt war ar skipailh Ferrari a ra un disoc'h vat e 1999 gant titl ar saverien. Tutaet eo bet Michael Schumacher evit bleniañ ar c'harr, hag an ijinourien Ross Brawn ha Rory Byrne. Krog eo gant an titl-se ur mare mestroniet gant ar Scuderia gant pemp titl ar vlenierien gounezet gant Schumacher e 2000, 2001, 2002, 2003 ha 2004, hag pemp titl ar saverien ivez. Ar bloavezhioù 2002, gant 11 trec'h Schumacher ha 2004, gant 13 trec'h Schumacher zo a re vestronietañ. Dibab a ra meur a wech ar FIA cheñch ar reolennoù sportel evit kaout muioc'h a arvest.
Muioc'h a empleg ar saverien bras a zo e-pad ar mare-se. A-raok ne oant nemet saver keflusker evit saverien kastell-karr saoz met krog int da adprenañ skipailhoù, evel Ford a adpren Stewart Grand Prix e 1999 evit sevel Jaguar Racing, Renault a adpren Benetton Formula e 2000 evit adsevel Renault F1 Team e 2002, Honda a adpren British American Racing e 2005, BMW a adpren Sauber e 2005 ivez, pa grou Toyota e skipailh-eñ. Dont a ra Mercedes-Benz da vezañ kevranneg muianiverek McLaren Racing. Merket eo ar mare-se ivez gant troiadoù ha broioù nevez o tegemer ar Formulenn 1, Malaysia e 1999, Bahrein ha Sina e 2004, Turkia e 2005. Burutellet eo an troiadoù nevez savet gant Hermann Tilke pa goll ar F1 e Brizioù Bras istorel. Kreskiñ a ra niver ar Prizioù Bras ivez betek 19, ar pezh a zo ur rekord.
2003 a verk diveuz blenierien nevez evel Kimi Räikkönen, Fernando Alonso ha Jenson Button a roio poan da Schumacher e-pad ar bloavezhioù a teuio. Kenderc'hel a ra Juan Pablo Montoya d'ober un tammig berzh gant Williams. Echuiñ a ra Alonso mare pennadurezh Ferrari ha Schumacher o c'hounit div wech an titl e 2005 ha 2006. Renault a zeu da vezañ saver boutin kentañ titlet e Formulenn 1. Erru eo Red Bull e 2005 o adprenañ Jaguar evit ober e skipailh-eñ, a-raok adprenañ Minardi evit sevel ur skipailh evit ar vlenierien yaouank, ar Scuderia Toro Rosso (Skipailh Tarv Ruz e brezhoneg). Räikkönen a heulio e 2007 gant ar Scuderia, bloavezh e vez gwelet kregiñ Sebastian Vettel, ha Lewis Hamilton a roio un titl da VcLaren e 2008 evit e eil vloavezh.
Cheñchamantoù evit ur mare-nevez
kemmañKregiñ a ra ar saverien bras o deus kemeret perzh e-barzh ar Formulenn 1 dek vloaz zo, evel Honda, BMW, Toyota, da vont kuit etre 2008 ha 2009, pa wezh Renault e skipailh da Genii Capital, ur foñs postañ eus Luksembourg, o virout e anv e-pad daou vloaz, a-greiz ma klask Genii tostaat da Lotus Cars evit sevel Lotus F1 Team. Chom a ra Renault e Formulenn 1 evel saver keflusker. Mercedes-Benz eo ar saver-kirri nemetañ a adprenañ ur skipailh evit sevel e skipailh-eñ. Skipailhoù prevet a zo bet krouet ivez e-pad ar mare-se evel Caterham F1 Team, Marussia F1 Team hag HRT F1 Team, pa zistro Sauber e 2010.
Un nebeud cheñchamantoù a zo bet divizet da ober, evel krouiñ ar C'HERS, distro ar bandennoù-rod slick, cheñchamantoù aerodinamik, hag ur c'hoant dispignat nebeutoc'h a arc'hant. Merket e vez ar gevezadeg 2009 gant ur brezel FIA-FOTA nevez diwar-benn benn ar poent diwezhañ. Prezidant ar FIA, Max Mosley en doa divizet ober ur budjed bevennet evit 2010, ar pezh ne fell ket d'ar skipailhoù, a c'hourdrouz da sevel ur gevezadeg FOTA. Dilezelet eo bet soñj Max Mosley ne glask ket ober ur respet nevez. Dilennet eo bet Jean Todt e penn ar FIA. Arabat eo ar pourvezadurioù e 2010 ha krouet eo bet ar sistem DRS e 2011.
Cheñch a ra ivez ar renkadurezh gant titloù Brawn GP ha Jenson Button e 2009 ha titloù Red Bull-Renault ha Sebastian Vettel etre 2010 ha 2013. Redek a ra Fernando Alonso evit Ferrari pa zistro Michael Schumacher gant Mercedes. Dibabet e vez Pirelli e 2011 evit erlec'hiañ Bridgestone ha reiñ bandennoù-rod d'ar skipailhoù. Merket e vez 2011 gant brezel Team Lotus ouzh Lotus Renault GP ha Lotus Cars evit gouzout da biv eo ar wir da reiñ anv Lotus d'e skipailh. Dibab a ra ar justis emañ ar wir d'an daou, met un emglev zo bet kavet etre Tony Fernandes, penn Team Lotus ha Lotus Cars. Ar reolennoù teknikel a cheñch ivez, dreist holl ar re aerodinamikel, gant disoc'hoù iskis a-walc'h a-wezhioù (frioù houidi, frioù-fistoulig), met ar cheñchamant brasañ a zo hini 2014, o tremen eus kefluskerioù aergelc'h V8 da gefluskerioù turbo V6 gant ur sistem daou nerzh.
Ar redadegoù
kemmañPadout a ra ur Priz Bras F1 a-hed un dibenn-sizhun, eus ar Gwener d'ar Sul, nemet evit Monako a grog d'ar Yaou evit echuiñ d'ar Sul. Daou abadenn esaeoù dieub a zo aozet d'ar Gwener (pe d'ar Yaou evit Monako) hag un abadenn esaeoù dieub d'ar Sadorn. Aotreet eo blenierien ne gevezont ket ez ofisiel da ruilhañ d'ar Gwener, met pas d'ar Sadorn, ha rankout a ra kemer plas unan eus an daou vlenier a redo er redadeg peogwir n'eo aotreet nemet daou garr dre skipailh war an troiad. Ur blenier a glask da ditriñ a rank kemer perzh en abadenn esaeoù dieub d'ar Sadorn. Goude an esaeoù dieub e vez aozet an abadenn ditriñ a ziviz urzh disparti ar redadeg a zo redet d'ar Sul.
Titliñ
kemmañE-pad darn vrasañ istor ar sport ne veze tost kemm ebet etre un abadenn esaeoù dieub hag an abadenn ditriñ. Un eurvezh o doa ar vlenierien evit klask ober o amzerioù buanañ ma c'hellent, a-wezhioù gant ur gont resis a droioù (12 e 2002). Ar pezh n'eo ket bet cheñchet gwezh ebet ez eo e vez roet ar plasoù war ar gael d'ar blenier buanañ, a dap ar Plas pol, d'an hini goustadikañ, a dap ar plas diwezhañ war ar gael. N'eus nemet 26 karr aotreet war ar gael zisparti, hag abaoe 2011 eo bet lakaet da dalvezout adarre ur reolenn gozh, hini ar 107%. Dre vras ne c'hell ket ur c'harr aotreet da dritriñ kemer perzh d'ar redadeg ma'z eo bet e amzer gwellañ en abadenn ditriñ goustadikoc'h eget 107% amzer gwellañ ar gael. Pa oa re a girri a glaske kemer perzh er redadeg e-keñver niver a blasoù war ar gael e veze graet un abadenn raktitriñ d'ar Gwener, e-lec'h ma veze skarzhet ar c'hirri goustadikañ.
Abaoe 10 vloaz ez eus bet un nebeud cheñchamantoù er mod da lakaat ar vlenierien da ober o amzer gwellañ, dreist holl etre 2003 ha 2006 pa oa kavet ar sistem a dalv c'hoazh hiziv. Peurvuiañ e veze lakaet ar vlenierien da ober nemet un dro, gant esañs lodenn gentañ ar redadeg, ar sistem luzietañ o vezañ hini 2005 aozet war daou zevez, d'ar Sadorn un abadenn gant nebeut-tre a esañs evit urzhiañ ar vlenierien hervez o zizh, ha diwar an urzh-se un abadenn all d'ar Sul d'ar vintin evit lakaat anezho da ditriñ gant esañs lodenn gentañ ar redadeg, hini buanañ ar Sadorn o titriñ an diwezhañ. A-hed all e vezent lañset war an troiad hervez urzh kontrol renkadur ar gevezadeg. Burutellet e veze ar sistemoù-se o vezañ re luziet hervez lod, o lezel re a blas d'ar strategiezh hervez lod all, pa zo sañset bezañ an titriñ un doare da gavout ar blenier buanañ war ar c'harr buanañ, met dreist holl peogwir ne vez ket kavet ar memes doareoù evit an holl, dreist holl pa ra glav (evel evit Priz Bras Japan 2005).
A-benn ar fin ez eus bet kavet un doare all da ober e 2006, a bad c'hoazh hiziv. Rannet e vez an abadenn e teir lodenn. An holl a gemer perzh el lodenn gentañ evit ober an amzerioù buanañ ma c'hellont betek fin al lodenn e-lec'h ma vez skarzhet un niver resis a vlenierien a grogo o redadeg e plasoù gwashañ ar gael. Ar vlenierien a chom a zo nullet o amzerioù ha redek a reont c'hoazh en eil lodenn an abadenn en he fin e vez skarzhet ar memes niver a vlenierien hag e lodenn gentañ, evit ma ne chomfe nemet 10 blenier. Ar vlenierien skarzhet a gemero ar plasoù etre war ar gael hag ar re-se hag ar re skarzhet abretoc'h a c'hello dibab o bandennoù-rod evit ar redadeg. An 10 blenier a chom a red c'hoazh un nebeud munutennoù gant ar bandennoù-rod o do evit ar redadeg ha gant an hini buanañ e yelo ar plas pol, hag ar re all renket hervez o amzerioù. E 2014 e pad 20 munutenn lodenn gentañ an abadenn (anvet Q1), ha skarzhet evez 6 karr, an eil lodenn (Q2) a bad 15 munutenn ha 6 karr all a zo skarzhet. An 10 a chom a red e-pad 10 munutenn. Pa droc'h ur blenier al linenn echuiñ just a-raok fin ul lodenn e c'hell echuiñ e dro. Pa vez kastizet ur blenier gant plasoù war ar gael e vez graet etre an titriñ hag ar redadeg. Ar c'hastizoù a c'hell bezañ pemp plas nebeutoc'h eget plas e amzer war ar gael (cheñchamant boest tizhioù, bezañ re c'houstad dirak ur blenier oc'h ober un dro buan ha. ha.), dek plas war gael (bezañ graet ur gwallzarvoud gantañ pa c'helle chom hep ober, cheñch e geflusker ha. ha.) betek bezañ skarzhet kuit eus ar gael ha rankout kregiñ ar redadeg e foñs ar gael pe er standoù (echuiñ an abadenn ditriñ hep kaout a-walc'h a esañs evit ar c'hontrolloù).
Ar redadeg
kemmañ-
Ar banniel gwer a ziskouez e c'heller redek a youl-vat
-
Diskouezet e vez ur banniel glas d'ur blenier a zo o vont da vezañ trement gant ur blenier a zo un dro dirazañ
-
Sin fin ar redadeg eo ar banniel damer
-
Ur banniel melen zo arouez ez eus un arvar : ret eo mont goustadikañ ha difennet eo da dremen ur c'harr all
-
Ur banniel ruz a baouez gant ur redadeg a-raok ar fin pa vez re arvarus an doareoù
-
Hiziv e implijer ivez panneloù elektronel
Peurvuiañ e krog a redadegoù da ziv eur. Gwir eo evit an holl Brizioù Pras en Europa, met n'eo ket ken gwir evit an holl Brizioù Bras. Pa vez redet Prizioù Bras e broioù pell (Aostralia, Japan, Stadoù-Unanet en o zouesk) e vez kemmet eur an disparti evit lakaat anezho da vezañ gwelet e eurioù gwelloc'h en Europa. Da skouer, Priz Bras Aostralia a grog da 5e eur d'an abardaez ar pezh a ra 7 eur d'ar vintin e Breizh. Un nebeud bloavezhioù zo e kroge da 1e30 goude kreisteiz, neuze da 3e30 e Breizh. Ret eo ivez lakaat ouzhpenn ar Prizioù Bras redet pe hanter-redet d'an noz, Priz Bras Singapour, an hini istorel, a grog da 8e d'an noz, Priz Bras Abu Dhabi, a grog d'an deiz da 5e hag a echu d'an noz war-dro 7e d'an noz, hag hini Bahrein a vo redet d'an noz adalek 2014.
Kregiñ a ra ar c'hirri da vezañ lakaet war ar gael zisparti war-dro un eur a-raok an disparti. Bleniet int gant o blenier eus ar standoù betek ar gael en ur ober un dro eus an troiad, ar pezh a servij da wiriañ pep sistem a zo war ar c'harr. Gallout a ra ur blenier mont en-dro d'ar standoù goude e dro hag ober kement tro en deus c'hoant d'ober a-raok mont d'ar gael da vat. Ret eo d'an holl girri bezañ plaset war ar gael dek munutenn a-raok disparti tro stummañ. Da eur an disparti e vez lakaet gouloù gwer war ar gouleier hag an holl vlenierien a ya kuit evit un dro wenn anvet "tro stummañ", o chom e stumm ar gael, pep hini renket hervez an abadenn ditriñ, difennet d'an holl da dremen ar blenier dirazo. Evel just ma vez graet ur fazi gant unan e c'hell adtapout e blas betek ma tizhfe ar blenier e plas pol e blas. Neuze e ranko an hini en deus graet ur fazi pe kemer plas diwezhañ ar gael, pe disparti dre ar standoù, o lezel ur plas gwenn war ar gael. E-pad an dro-se e rank implijidi ar skipailhoù mont en o standoù ha lezel ar gael didud.
Ur wezh deuet en dro an holl kirri e vez roet an disparti gant ar starter, peurvuiañ Charlie Whiting. Roet e vez an disparti gant gouleier a-us d'ar gael. 5 gouloù ruz zo enaouet pep hini d'e dro, bep un eilenn ha pa vezont 5 enaouet e vezont lazhet goude ur pennadig (pas ken hir ha 3 eilenn), ar pezh a ro an disparti. Ma chom bout unan e c'hell sevel e zivrec'h evit en em ziskouez d'ar gomiserien a sav ur banniel melen, o kelaouiñ ar starter da zilezel an disparti. Graet e vez un dro stumm all ha lemmet e vez un dro d'ar redadeg neuze. An hini a zo chomet bout a zo lakaet er standoù e-lec'h ma c'hell kemer an disparti. Gallout a ra bezañ nullet an disparti goude ur gwallzarvoud meur en deus skoet an darn vrasañ eus ar c'hirri met se n'eo ket bet gwelet abaoe pell. Ma n'eo ket mat a-walc'h an hin (glav pe latar) e c'heller reiñ an disparti a-dreñv ar c'harr savete. N'eus tro stumm ebet a-dreñv ar c'harr-se, kregiñ a ra ar redadeg kenkent ha ma krog ar c'harr da ruilhañ.
Pa vez redet ur redadeg normal e rankfe an trec'hour ober an niver a droioù rediet gant an aozerien, a glot tamm pe damm gant 305 km (260 km e Monako). Gallout a ra an aozerien echuiñ ar redadeg abretoc'h ma'z eus ezhomm, neuze e vo sellet eus pellder ar redadeg evit gouzout hag-eñ e vo roet ar poentoù a-bezh pe get, hervez an doare a zo kinniget da heul, e rannbennad "sistem ar poentoù". Pa vez echuet ur redadeg a-raok he fin e vez diskouezet ur banniel ruz dirak ar vlenierien.
Gallout a ra ar vlenierien en em dremen an eil hag egile, gant ma chom sur o doare da vleniañ, kenkent ha ma chom sur an doareoù. Renket int e fin ar redadeg hervez an urzh ma tremenont al linenn zonedigezh ha roet e vez poentoù evit ar gevezadeg hervez an urzh-se, mui ar c'hastizoù a c'hell c'hoarvezout. Pa dosta ar blenier e penn ar redadeg ouzh ur blenier goustadikoc'h hag en deus tost un dro dale diouzh penn ar redadeg e c'hell ar blenier-penn tremen anezhañ gant sikour ar bannieloù glas. Ar vlenierien da heul a c'hello tremen anezhañ ivez. Neuze e vo lâret en deus ar blenier-se kement a dro dale ha gwezhioù eo bet tremenet gant ar blenier-penn hag e-giz-se e vo merket e renkadur ar redadeg. Ne vo ket renket ur blenier a rank dilezel ar redadeg nemet ma tizh 90% eus ar redadeg. Neuze e vo renket gant kement a dro dale en deus e-keñver fin ar redadeg (da skouer an hini a zilez e tro 59 diwar 62 en do 3 zro dale).
Gallout a reer ober ehanoù er standoù evit cheñch ar bandennoù-rod ha repariñ ma'z eus bet gwallzarvoudoù. Etre 1994 ha 2009 e c'helle ivez lakaat esañs ouzhpenn er c'harr. Evit gwir ez eo ret paouez evit lakaat bandennoù-rod nevez, dija peogwir n'int ket graet evit padout ur redadeg a-bez hag ivez peogwir ez eo skrivet a-ratozh e reolennoù ar F1 e rank pep blenier bleniañ gant daou rummad bandennoù-rod e-pad ur redadeg. Evel just d'o deus ket ar rummadoù-se ar memes doareoù : unan a vo buan met berr e-keñver padelezh, egile a vo goustadikoc'h, met padout a raio muioc'h. Merket e vezont gant daou liv disheñvel evit bezañ anavezet gant an arvesterien. Implijet e vez an ehanoù-se en un doare strategel gant ar vlenierien hag ar skipailhoù, evit sikour ur blenier da dremen unan all ma en deus kudennoù evit en em lakaat dirazañ. Ma ra glav e c'heller implijout rummadoù bandennoù-rod all, lesanvet bandennoù rod glav. Daou rummad a zo, unan "etre" (intermediate e saozneg), ma ra glav met pas re, unan "gleb-tre" (full-wet) ma ra kalz glav. Gant ar bandennoù-rod-se ez eo dieub ar vlenierien da cheñch (pe da chom hep cheñch) o bandennoù-rod hep tennañ kont eus ar rummad.
Pa vez ur gwallzarvoud bras a lak en arvar buhez ar gomiserien karget da gempenn an troiad, pe doareoù divent (glav spontus peurvuiañ) e c'heller lakaat ar vlenierien da redek a-dreñv ar c'harr savete, a roio un tizh resis d'ar vlenierien. Difennet eo da dremen an hini a zo dirak ur blenier all ha da dremen ar c'harr savete, nemet gant urzh ar rener redadegoù, Charlie Whiting. Karr savete a ya war-raok dirak blenier-penn ar redadeg atav. Pa vez tremenet an arvar e ya ar c'harr savete e-barzh ar standoù hag adlañset e vez ar redadeg kenkent a ma vez tremenet al linenn amzeriañ. Implijet evez ur Mercedes AMG, bleniet abaoe 2000 gant Bernd Maylländer.
Goude ar redadeg e vez aozet ur podiom gant an tri blenier kentañ, renket en o urzh donedigezh, an trec'hour e plas uhelañ. Selaouet e vez kanaouenn vroadel an trec'hour hag hini e skipailh (ma'z int disheñvel) a-raok reiñ trofeoù dezho digant pennoù bras bro ar Priz Bras, pe tudennoù a-bouez e redadegoù kirri ar vro-se. Goude ez eo un hengoun d'ober un emgann-champagn etre ar vlenierien a-raok ma vezont aterset gant blenierien war o leve.
-
Strinkadenn champagn Priz Bras Italia 2012
-
Jackie Stewart, trec'hour en Izelvroioù
-
Podiom Priz Bras Hungaria 2011
Sistem renkadur ha poentoù
kemmañEmdroet en deus kalz an doare da reiñ ar poentoù hervez renkadur ar redadeg hervez ar mareoù. Merket e vez poentoù goude ur redadeg evit ar gevezadeg, hervez renkadur ar redadeg, oc'h heuliañ an daolenn da heul. A-raok e veze roet nemet 8 poent d'an trec'hour, bremañ ez eo 25 poent a zo roet dezhañ. N'eo ket ret echuiñ ar redadeg evit merkañ poentoù, met ober 90% eus an hent graet gant an trec'hour e fin ar Priz Bras. Neuze e vez gwelet a-wezhioù blenierien o deus dilezet ar redadeg o verkañ poentoù, evel Fernando Alonso en Hungaria e 2006. Pa dremen an trec'hour al linenn donedigezh n'o dez ar re all nemet da echuiñ o zro, memes pa o dez un dro pe ouzhpenn dale.
Renk | 1950-1959 | 1960 | 1961-1990 | 1991-2002 | 2003-2009 | 2010-2018 | 2019-2022 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
1añ | 8 poent | 8 poent | 9 foent | 10 poent | 10 poent | 25 poent | 25 poent |
2l | 6 poent | 6 poent | 6 poent | 6 poent | 8 poent | 18 poent | 18 poent |
3 | 4 foent | 4 foent | 4 foent | 4 foent | 6 poent | 15 poent | 15 poent |
4 | 3 foent | 3 foent | 3 foent | 3 foent | 5 poent | 12 poent | 12 poent |
5vet | 2 boent | 2 boent | 2 boent | 2 boent | 4 foent | 10 poent | 10 poent |
6vet | - | 1 poent | 1 poent | 1 poent | 3 foent | 8 poent | 8 poent |
7vet | - | - | - | - | 2 poent | 6 poent | 6 poent |
8vet | - | - | - | - | 1 poent | 4 foent | 4 foent |
9vet | - | - | - | - | - | 2 boent | 2 boent |
10vet | - | - | - | - | - | 1 poent | 1 poent |
Tro wellañ | 1 poent | - | - | - | - | - | 1 poent |
E fin ar gevezadeg e vez kontet ar poentoù tapet gant ar vlenierien ha graet ur renkadur a ziskouez kampion ar vlenierien. Ar mod d'ober en deus emdroet ivez kalz e-pad an 64 bloaz en deus padet kevezadeg bed ar vlenierien. Abaoe 1991 e vez kemeret kont eus pep disoc'h a zo bed er bloavezh, met n'eo ket bet gwir atav. A-raok ne veze miret nemet un niver resis a zisoc'hoù, e-touesk ar re wellañ, evit ober ar gont. Ayrton Senna zo bet titlet e 1988 o gaout ur gont hollek a boentoù dindan hini Alain Prost, met dre ma ne oa miret nemet an 11 disoc'h gwellañ war 16 redadeg eo bet kollet an titl gant Alain Prost. Ar mod-se da ober zo bet aozet evit priziañ an trec'h kentoc'h eget an ingalded.
Pentoù kevezadeg ar saverien a zo kontet er memes mod hag ar vlenierien, pep disoc'h a gont. A-raok, abalamour ma veze redet niveroù dizingal a girri (1 betek 5 a-wezhioù!) ne veze kontet nemet disoc'h ar c'harr gwellañ.
Etre 1950 ha 2002 eo chomet stabil a-walc'h an doare da reiñ poentoù, n'eo bet nemet kresket poentoù an trec'h, ha lemmet eo bet ivez ar poent roet d'an dro wellañ. Daou boent a oa etre an eil plas hag an trec'h betek 1961 pa oa kresket da dri foent, betek 1991 pa oa kresket c'hoazh da bevar foent. Goude bloavezh 2002 avat, pa oa titlet Michael Schumacher e miz Gouere, eo bet adsavet sistem ar poentoù. Ne chome nemet daou boent etre an trec'h hag an eil plas, ha eizh blenier a zastume poentoù e fin ur redadeg. E 2010 avat eo bet adsavet sistem ar poentoù kalz c'hoazh, o tennañ kont eus ezhomm da briziañ an trec'h, eus niver ar skipailhoù a zo bet kresket ha eus fiziusted ar c'hirri a zo kresket ivez. 25 poent a zo roet d'an trec'hour bremañ, ha dek blenier a zastum poentoù evit ar gevezadeg pep redadeg.
Etre 1950 ha 1957 e c'helle meur a vlenier rannañ ur c'harr evit ur redadeg, ha memes redek war meur a garr, evel Maurice Trintignant a zo erruet eil ha trede eus Priz Bras Arc'hantina e 1955. Neuze e veze roet ar poentoù hervez ar c'hirri : ma oa bleniet ar c'harr gant meur a vlenier e veze rannet ar poentoù hervez niver ar vlenierien, ma en doa kemeret ur blenier meur a garr e veze sammet e rann eus ar poentoù roet d'ar c'hirri en doa bleniet.
Pa vez paouezet gant ur Priz Bras a-raok bezañ graet an tri c'hard eus ar pellder gant ar vlenierien (evel e Priz Bras Aostralia 1991 pe hini Malaysia 2009, pe ar skouer pennañ peogwir n'eo bet c'hoariet ar gevezadeg nemet dre un hanter-boent, hini Monako e 1984) ne vez roet nemet an hanter eus ar poentoù. Goude 75% eus ar redadeg e vez roet an holl boentoù.
Gallout a ra ur vlenier cheñch skipailh e-pad ar gevezadeg, mirout a raio e boentoù a-bezh, merket gant an daou skipailh.
Tudennoù a-bouez
kemmañBlenierien
kemmañEus mare kentañ ar Formulenn 1 e chom un nebeud anvioù evel hini Juan Manuel Fangio, ar pemp gwech kampion kentañ, gant skipailhoù evel Alfa Romeo, Maserati, Mercedes hag ivez gant Ferrari. Redet en doa gant Alberto Ascari pe Stirling Moss, lesanvet ar c'hampion digurunenn peogwir e oa bet gwelet evel an hini gwellañ hep gounit ur gevezadeg bennak. Mike Hawthorn, kampion 1958, zo a-bouez ivez evit e stourm gant Michael Collins e vignon war Ferrari. E-pad ar bloavezhioù 1960 a rede Jack Brabham, an hini kentañ en deus gounezet war e garr-eñ, Phil Hill, Graham Hill a zo dezhañ ar gurunenn dripl, ha Jim Clark a zo welet evel unan eus ar vlenierien gwellañ e istor ar F1. John Surtees a zo da venegiñ ivez abalamour ma'z eo an hini nemetañ a zo bet kampion war moto ha war kirri. E fin ar bloavezhioù-se e teu ur blenier a Vro-Skos all a vestroni ar rummad e-pad un nebeud bloavezhioù, Jackie Stewart. Jochen Rindt a oa unan eus ar re wellañ, met marvet e voe a-raok fin ar gevezadeg 1970, a-raok dont da vezañ ar c'hampion goude e varv nemetañ. E-pad ar bloavezhioù 1970 eo ret menegiñ Emerson Fittipaldi met dreist holl Niki Lauda ha James Hunt, brudet kalz evit o dual e 1976. Tudennoù zo ivez er bloavezhioù 1980, Keke Rosberg ha Nelson Piquet da skouer, met ar re vrudetañ eo Alain Prost hag Ayrton Senna, kampion 1985, 1985, 1989 ha 1993 evit an eil, ha kampion 1988, 1990 ha 1991 evit egile. Gant ar bloavezhioù 2000 e teu Michael Schumacher, bet 7 gwezh kampion ar bed, Jacques Villeneuve ha Damon Hill, hag gant ar bloavezhioù 2000 e teu Fernando Alonso, Kimi Räikkönen ha Lewis Hamilton. Sebastian Vettel a zo an hini a vestroni ar bloavezhioù 2010 evit ar poent.
Renerien skipailhoù
kemmañUnan eus ar renerien skipailhoù brudetañ eus deroù ar gevezadeg eo Alfred Neubauer, en deus renet skipailh redadegoù Mercedes-Benz etre 1926 ha 1955. Dindan e veli e vestroni Mercedes ar redadegoù etre an daou vrezel, ha goude en Eil Brezel Bed, betek titloù Juan Manuel Fangio e 1954 ha 1955. E 1955 e vev avat e eurioù gwashañ gant gwallzarvoud 24 eurvezh ar Mañs 1955 en deus lazhet 80 den. Enzo Ferrari a lak e skipailh da redek kenkent ha ma kroge ar gevezadeg, ha renet en deus e skipailh, a-bell pe a-dost, sikouret gant tud-all betek e varv e 1988.
Er bloavezhioù 1960 e teu war-wel ar skipailhoù saoz, Team Lotus en o zouesk, renet gant an ijinour Colin Chapman, an hini en deus ijinet doare ispisial kirri ar bloavezhioù-se, an hini en deus degaset Ford ha Cosworth e F1 gant ar V8 brudet-tre, an hini en deus ijinet ivez ar c'hirri gant efed leur e 1978. Renet en deus e skipailh betek e varv e 1982.
Luca di Montezemolo, denjentil italian, liammet ouzh ar familh Agnelli ha Fiat, a ren ar Scuderia Ferrari e 1975, a-raok dont en-dro e penn ar savour kirri ha skipailh Formulenn 1 en un dro er bloavezhioù 1990 betek bremañ. Hennezh, sikouret gant Niki Lauda, a zegas Jean Todt, d'ar mare-se rener Peugeot Sport, d'an F1 e 1993, o tigeriñ unan eus marevezhioù gwellañ ar Scuderia.
Frank Williams asambles gant Patrick Head a grou Williams Engineering goude meur a daol esae e 1977. E skipailh a vo e kreiz ar jeu etre 1980 ha 2004 met abaoe ne ya ket ken mat an traoù. Gouzañvet en deus ur gwallzarvoud e 1986 ar pezh a lez anezhañ impichet met kenderc'hel a ra da lakaat e skipailh da redek. Hervezañ e talvez muioc'h ar c'harr eget ar blenier ha gwir eo ur bern blenierien bet kampion gant Williams a zo aet d'ur skipailh all, pe war o leve, goude o zitl, Nigel Mansell, Alain Prost ha memes Damon Hill, en deus divizet mont kuit a-raok gounit an titl gant Williams!
McLaren zo bet renet gant meur a zen goude marv Bruce McLaren, Teddy Mayer en o zouesk, a zo bet e penn ar skipailh betek deroù ar bloavezhioù 1980, pa oa bet erlec'hiet gant Ron Dennis. Gantañ e teu mare gwellañ ar skipailh gant Niki Lauda, Alain Prost hag Ayrton Senna. Bloavezhioù diaes a vev e-pad ar bloavezhioù 1990 met gounit a ra c'hoazh titloù gant Mika Häkkinen. Rankout a ra dilezel penn ar skipailh da vMartin Whitmarsh e 2008, goude titl Lewis Hamilton, en abeg d'an afer spiañ a zo bet e 2007. Dont a ra en-dro e penn ar jeu e 2014.
Flavio Briatore zo bet rener kenwerzh Benetton, ha anvet eo bet penn Benetton Formula etre 1989 ha 1997, a-raok dont en-dro e 2001 evit prientiñ adprenañ ar skipailh gant Renault, ha renet en deus ar skipailh-se goude, etre 2002 ha 2009. Perc'henner Ligier eo bet ivez. Gantañ en deus gounezet en-dro Ligier, hag eo bet gounezet titloù ar vlenierien hag ar saverien gant Benetton kenkoulz ha Renault. Rediet eo bet dilezel ar F1 avat abalamour ma oa dizoloet e berzh en afer Crashgate e Singapour e 2008 gant gwallzarvoud Nelson Piquet jr evit sikour trec'h e genskipailher Fernando Alonso. Erlec'hiet eo bet gant Eric Boullier en deus adreizhet ar skipailh a-raok bezañ adprenet gant Genii Capital, ur foñs arc'hantel en deus adanvet ar skipailh Lotus F1 Team gant aotre Proton, perc'henner Lotus Cars, ha familh Colin Chapman. E 2014 e tiviz Boullier mont da vMcLaren.
E-touesk an artizaned e kaver Peter Sauber, a zo bet rener e skipailh Sauber, lezet da vMonisha Katelborn ha Giancarlo Minardi, perc'henner ha rener Minardi. Ken Tyrrell a oa eus ar ouenn-se, o c'hounit titloù er bloavezhioù 1970 gant Jackie Stewart.
Ijinourien
kemmañFormulenn 1 deroù kevezadeg bed ar vlenierien a zo hini ar savourien hollek, a ra ar c'hastell-karr hag ar c'heflusker e memes tro (evel Alfa Romeo), ha peurvuiañ ez eo ar c'heflusker a gont ar muiañ hervez tud ar mare-se. Cheñch a ra gant ar skipailhoù saoz ar sav o c'hastell-karr peurvuiañ, met a bren o c'hefluskerioù gant saverien all (evel Cooper a bren kefluskerioù Coventry Climax), pe a bren pep tra, kastell-karr ha keflusker (Rob Walker Racing Team en o zouesk). Diwar-se e teu an ijinourien kentañ a gas war-raok skiant sevel kestell-kirri.
Colin Chapman eo an hini kentañ a zo bet brudet. Ouzhpenn rener ar skipailh Team Lotus, un ijinour eus ar c'hentañ, gouest da ijinañ traoù nevez e-unan, ha gouest da anavezout soñjoù dreist tud all. Diplomet e ijinerezh ar frammoù e Skol-Veur Londrez e ya d'ober e goñje er Royal Air Force. Diwar-se e teu e soñj ez eo pouezus e vefe skañv-tre ar c'hestell-karr evit bezañ efedus. Lakaat ar ra da bleustriñ evit ar c'hirri ar pezh a dalv evit an aerlistri. E karrdi e dad eo krog da sevel kirri sport skañv-tre a werzh mat a-walc'h ha klask a ra mont da dresañ kirri evit ar Formulenn 1. Tresañ ha sevel a ra kirri evit ar F2 a-raok bezañ pedet gant Vanwall da dresañ o c'harr VW56. E 1958 e lak da redek ur c'harr en deus treset ha savet e-unan e F1, al Lotus 16. Trec'h kentañ ul Lotus a zo hini Stirling Moss e Priz Bras Monako 1960 war ul Lotus 18 prientet gant ar RWRT. Gant John Cooper e aoz dispac'h kentañ ar F1 o lakaat ar c'heflusker a-dreñv ar blenier da gentañ, hag sevel ar c'harr tro-dro d'ar blenier goude, gant ur c'hastell-karr unkouc'h, ar pezh a ro stumm kirri F1 ar bloavezhioù 1960. Trec'hiñ a ra kalz, ha gounit ar ra ur bern titloù, met ne baouez ket da vont war-raok, da skouer er bloavezhioù 1970 pa sav martezeadenn an efed leur, o sevel kirri diwar an teknik-se, ar pezh a levezon kirri F1 ur wezh ouzhpenn.
Un ijinour italian eo Mauro Forghieri, a grog da labourat evit ar Scuderia Ferrari e 1961. An titl kentañ gounezet gant ur c'harr en deus treset a zeu e 1964 gant titl John Surtees ha tamm ha tamm e teu da vezañ tudenn pouezusañ ar Scuderia, dindan Enzo Ferrari e-unan. E vloavezhioù gwellañ avat a zeu gant e girri gwellañ, heuliad ar 312 T, a c'hounez pevar zitl ar saverien (1975, 1976, 1977, 1979) ha tri zitl ar vlenierien (1975 ha 1977 gant Niki Lauda, 1979 gant Jody Scheckter.
Gordon Murray, eus Suafrika, a dres Brabham BT49 gant ur c'heflusker Cosworth a ro da Nelson Piquet e ditl kentañ e 1981. Gantañ ha gant BMW eo c'hounez ur c'harr gant ur c'heflusker turbo e ditl kentañ.
Brudet-tre eo bet John Barnard, eus Bro-Saoz, er bloavezhioù 1980 ha 1990. Ijinet en deus ar c'hirri o deus gounezet ar muiañ e skipailhoù disheñvel evel McLaren, Ferrari ha Benetton. Gantañ ha gant Ron Dennis e trec'h adarre McLaren goude ur mare didrec'h, gant titloù Niki Lauda e 1984 hag Alain Prost e 1985 ha 1986.
Etre 1977 ha 2004 eo bet Patrick Head rener teknik evit Williams. Diplomet e ijinerezh mekanikel eo ha labouret en deus evit Lola er bloavezhioù 1970, a-raok sevel Williams Grand Prix Engineering gant e vignon Frank Williams, o lakaat Marchoù da redek. E garr kentañ eo ar FW06 e 1978. E 1979 e ya ar maout evit ar wezh kentañ gant Alan Jones, blenier Williams. Ren a ra ar skipailh pa oa gloazet Frank Williams en ur gwallzarvoud kirri, met kenderc'hel a ra da c'hounit redadegoù, ha titloù memes. Etre 1990 ha 1996 e labour gant Adrian Newey, ar pezh a ro titloù ouzhpenn c'hoazh. E 2004 e ro e garg da Sam Michael ha mont a ra war e leve bloavezhioù diwezhatoc'h.
Rory Byrne a grog gant ar redadegoù kirri e Suafrika o lakaat kirri savet gantañ da redek. Rener teknik Toleman e F2 eo a-raok heuliañ ar skipailh e F1. Daoust ma n'eo ket bras tamm arc'hant ar skipailh e teu a-benn kirri Byrne, bleniet gant Ayrton Senna, d'ober disoc'hoù mat evel e Monako e 1984. Goude adprenañ Toleman e 1985 gant Benetton e teu trec'h kentañ unan eus e garr e 1986 ar B186. Goude ur pennadig aet d'ur skipailh all pa oa erlec'hiet gant John Barnard dre urzh rener ar skipailh Flavio Briatore e tistro da vBenetton e 1991 evel penn dizagner, dindan urzhioù Ross Brawn. Ganto e c'hounez titloù ar skipailh, met pedet eo da labourat evit ar Scuderia Ferrari e 1997, evel Ross Brawn, o adkavout ar blenier o deus gounezet daou ditl gantañ Michael Schumacher. Unan eus pennoù mestroni ar Scuderia er bloavezhioù 2000 eo, daoust ma n'eo ket ken anavezet hag ar re all, o c'hounit 5 titl da heul. E fin ar bloavezh 2004 e lez e bost da Aldo Costa evit mont war e leve met distreiñ a ra e 2009 evit reiñ alioù d'e skipailh kozh.
Ross Brawn a labour gant March e F3 e 1976. Kregiñ a ra da labourat gant Williams e 1978 o vezañ mekaniker met pignat a ra er skipailh betek mont da aerodinamiker. Enfredet eo gant Arrows e-lec'h ma vez merzhet gant un nebeud kirri mat daoust da vank a arc'hant. Goude un troiad en Andur e teu da vezañ rener teknikel Benetton Formula e 1991. Gant e vignon Michael Schumacher o vleniañ e girri treset gantañ ha gant Rory Byrne e c'hounez daou titl ar vlenierien (1994-1995) hag un titl ar saverien (1995). Mont a ra da Ferrari da heul Schumacher ha gounit a ra c'hoazh c'hwec'h titl ar saverien (1999-2000-2001-2002-2003-2004) ha pemp titl ar vlenierien (2000-2001-2002-2003-2004). Kemer a ra ur bloavezh gwenn e 2007 a-raok distreiñ d'ar F1 gant Honda e 2008. Goude dilezel Honda e adpren ar skipailh gant renerien all ar skipailh F1 evit lakaat anezhañ da redek e 2009 gant Jenson Button ha Rubens Barrichello, dindan anv Brawn GP Formula One Team. Mont a ra ar maout ganto er bloavezh-se ha gant Button. Adprenet eo ar skipailh gant Mercedes-Benz evit sevel ar skipailh Mercedes Grand Prix, e-lec'h ma labourat Brawn evel Prezidant. Rediet eo da lezel e blas da dToto Wolff ha Niki Lauda e 2013 en abeg da zisoc'hoù etre ar skipailh, met chom a ra ur vloaz ouzhpenn a-raok divizout da vont war e leve da vat.
Adrian Newey eo marteze ijinour brudetañ hon mare. Diplomet eo bet en aerlestrsaverezh e 1980 ha diouzhtu enfredet gant ar skipailh Fittipaldi Automotive evel aerodinamiker. Mont a ra da vMarch Engineering e F2 evel ijinour redadegoù Johnny Cecotto a-raok kemer ren teknikel March e CART. Mont a ra da labourat evit skipailh F1 March e 1986. Merzhet eo buan-tre e girri daoust ma burutell an dud e soñj nemet en aerodinamek e-lec'h gwelout ar c'hirri en un doare hollek. Skarzhet kuit eo ha enfredet diouzhtu gant Williams, o c'hounit gant ar skipailh-se e ditloù kentañ, frammet gant Patrick Head a daol evezh ouzh fiziusted ar c'harr ouzhpenn e efedusted aerodinamikel. E 1997 e ya da vMcLaren o c'hounit daout titl ar vlenierien gant Mika Häkkinen hag un titl ar saverien e 1998. N'eo ket ken aes an heul e McLaren, o trec'hiñ hep kaout titloù ouzhpenn, ha gant ur c'hwitadenn vras-divent, hini ar McLaren MP4/18 e 2003, ur c'harr ken diroll n'eo ket bet lakaet da redek gwezh ebet. E deroù 2006 e tiviz mont da Red Bull Racing, ur skipailh nevez a grog da c'hounit e 2009. Etre 2010 ha 2013 ne yelo ar maout nemet da Red Bull Racing hag e vlenier Sebastian Vettel. Dedennet tre eo Adrian Newey gant bigi Kib Amerika ha marteze e vo aze e gentañ dae.
James Allison a zo bet diplomet e Cambridge e 1991, a-raok mont da gevrenn aerodinamik Benetton Formula. Labouret en deus ivez e kevrenn aerodinamikel Ferrari er bloavezhioù 2000 a-raok bezañ enfredet gant Renault e 2005. Kenderc'hel a ra da labourat evit skipailh Enstone memes goude e adprenañ gant Genii Capital, dinan anv Lotus F1 Team, ha pignat a ra betek mont da rener teknikel. Ijinus eo, evel evit ar Renault R31 hag e reizhiad-skarzhañ a-raok ar c'heflusker evit klask lakaat gazoù tomm da grouiñ harpoù e penn a-dreñv ar c'harr, pe evit kirri E20 ha E21 eus Lotus, merzhet evel kirri mat-tre gant an ijinourien all. Adalek 2013 eo korg adarre da labourat gant ar Scuderia Ferrari evel rener teknikel ar c'hastell-karr.
Plas ar merc'hed
kemmañEz ofisiel ez eo digor ar Formulenn 1 d'an holl, paotr pe blac'h, met evit gwir n'eo ket stank ar merc'hed er sport-se. Ret eo chom hep derc'hel kont eus ar merc'hed implijet gant ar sponsored evit o c'horf, lesanvet pitbabes e saozneg (fulennoù ar standoù), ha eus ar grid girls (merc'hed ar gael), a ziskouez panelloù gant niverennoù ar vlenierien war kael disparti, ar pezh a ziskouez hervez lod bengasoni ar redadegoù kirri, kreñvaet gant komzoù tud zo (evel Jean Alesi pe Jenson Button) diwar dic'houestder ar merc'hed da redek e F1.
Daoust da se ez eus bet pemp plac'h o deus redet pe klasket redek ur Priz Bras F1 e kevezadeg bed : Maria Teresa De Filippis, eus Italia, he deus kemeret perzh da bemp Priz Bras, tri redadeg en o zouesk, e 1958 ha 1959, Lella Lombardi, Italia, seitek Priz Bras, daouzek disparti en o zouesk etre 1974 ha 1976, hounnezh eo ar plac'h kentañ he deus merket poentoù e kevezadeg bed ar vlenierien, o vezañ c'hwec'hvet eus Priz Bras Spagn e 1975, Divina Galica, Bro-Saoz, tri Friz Bras hep dont a-benn da ditriñ e 1976 ha 1978, Desiré Wilson, Suafrika, ur Priz Bras hep titriñ e 1980 ha Giovanna Amati, Italia, tri nann-titriñ e 1992. Er-maez eus ar gevezadeg avat eo Desiré Wilson ar plac'h nemetañ en deus gounezet ur redadeg F1, e-barzh kevezadeg Breizh-Veur F1 e 1980. Sarah Fisher, a zo bet blenierez IndyCar, a zo ar plac'h diwezhañ o kemer perzh d'un dibenn-sizhun Priz Bras o ruilhañ evit esaeoù dieub Priz Bras ar Stadoù-Unanet e 2002, gant McLaren-Mercedes.
Div blac'h o doa un Dreist Aotre e 2012, Susie Wolff ha Maria de Villota, merc'h ar blenier Emilio de Villota. De Villota, eus Spagn a oa blenierez esaeoù Marussia met gloazet eo bet gant ur gwallzarvoud e-pad esaeoù aerodinamikel e Silverstone, o koll ul lagad. Mervel a ra ur vloaz diwezhatoc'h, dre heuliad ar gwallzarvoud-se moarvat. Susie Wolff, eus Bro-Skos, a zo gwreg Toto Wolff, a oa kevranneg Williams a-raok kemer penn Mercedes AMG. Enfredet eo Susie Wolff gant Williams e 2012 ha kemeret he deus perzh d'un abadenn esaeoù blenierien yaouank, o vezañ tost a-walc'h ouzh amzer he c'henskipailher Daniel Junquadella. E 2014 eo sañset kemer perzh da esaeoù dieub ur Priz Bras pe zaou.
Stankoc'h eo bezañs ar merc'hed e micherioù an darempredoù (darempredoù gant ar mediaoù, kazetennerezed ha. ha.) met n'int ket stank e penn ar skipailhoù. Carmen Ziegler he deus bet ur post uhel a-walc'h e Sauber e 1993 hag Antonia Terzi a oa penn kevrenn an aerodinamiezh e Williams etre 2002 ha 2004 a-raok ma vefe skarzhet kuit goude he FW26 a oa c'hwitet. E 2012 eo bet anvet Monisha Kaltenborn e penn Sauber, o erlec'hiañ ar perc'henner Peter Sauber, o tont da vezañ renerez kentañ ur skipailh Formulenn 1, heuliet buan a-walc'h gant Claire Williams, merc'h Frank Williams, anvet renerez Williams e lec'h he zad deuet re gozh, a chom perc'henner avat.
Ar saverien hag ar skipailhoù
kemmañAbaoe 1981 eo sañset ur skipailh F1 sevel e gestell-karr ha neuze n'eus diforc'h ebet ken etre ar gerioù "skipailh" ha "saver". An dra-se a zo diforc'h pennañ ar Formulenn 1 pa geñverier gant an IndyCar e lec'h ma c'hell ar skipailhoù sevel o c'hirri pe prenañ anezho digant ur savour-kirri (daoust ma ne chom nemet Dallara a sav kestell-karr evit an IndyCar e 2014), pe gant ar Formulennoù bihanoc'h evel ar GP2 e-lec'h ma vez roet ar memes kirri da bep skipailh evit lakaat war wel ar vlenierien gwellañ. Evit gwir an ekwation skipailh=saver n'eo ket bet gwir atav. Stank e kaver ar c'hirri gwerzhet da skipailhoù all etre 1950 ha 1980, ha memes goude an difenn. Ar skipailh prevet brudetañ eo hep mar ar Rob Walker Racing Team, an hini nemetañ en deus trec'het, gant sikour Stirling Moss. Goude 1981 avat int deuet ral peogwir e oa difennet. Koulskoude e 2007 ez eus bet savet cholori o tizoloiñ ar Super Aguri hag ar Toro Rosso. Splann e oa ne oa nemet karr 2006 Honda ha karr 2007 Red Bull Racing ! Evit afer Toro Rosso-Red Bull, o deus ar memes perc'henner, Red Bull, eo bet kavet un tu da vont tro-dro d'ar reolenn en ur lakaat an anv Red Bull Technology war steuñvenn ar c'harr, met evit Super Aguri, sikouret gant Honda abaoe e zisoc'hoù, n'eo bet roet displegadur ebet ! A-benn ar fin, gant klemm Williams ha Spyker eo bet difennet an doare-se d'ober e 2010, pep skipailh a rank soñjal e-barzh e garr bremañ. Toro Rosso a soñj en e girri e-unan abaoe 2010 neuze. Super Aguri zo bet laosket gant Honda e 2008 peogwir e kroge da kaout disoc'hoù gwelloc'h eget ar skipailh ofisiel.
Triwec'h skipailh a oa e 1950 o redek, met ken ral a oa ar c'hirri kevezus ha ken ker e oa redek eo bet diskaret meur a skipailh buan a-walc'h, betek lakaat an aozourien da zegemer kirri F2 evit leuniañ ar c'haeloù. Ar Scuderia Ferrari eo ar skipailh koshañ e F1, deuet war ar c'haelioù kenkoulz hag eil Priz BRas ar bloaz 1950 e Monako. Da gentañ e oa ur bern saverien-kirri o doa savet ur skipailh evit redek ha brudañ o labour evel Alfa Romeo, Ferrari, Mercedes, Maserati ha war-lerc'h Renault. Met goude ar bloavezhioù 1960 o deus dilezet ar F1 evit redek kentoc'h en Andur. Distroet int er bloavezhioù 1980 evel saverien-keflusker ha dreist holl er bloavezhioù 2000 evel saverien kirri, evel Toyota, Renault, BMW Sauber, Honda ha war-lerc'h Mercedes, ha saverien bihanoc'h evel Spyker F1, Caterham pe Marussia. Evit gwir o deus an holl nemet Mercedes, Caterham ha Marussia divizet da zilezel adarre ar F1 adalek 2010.
Etre ar bloavezhioù 1960 ha 1990 e veze mestroniet ar F1 gant saverien prevet, saoz peurvuiañ, savet evit ar redadegoù nemetken, evel Lotus, McLaren, Brabham pe Williams. Diwar ar skipailhoù-se eo bet savet saverien-kirri a-wezhioù evel Lotus Cars pe McLaren Automotive. Ar skipailhoù-se o doa ezhomm eus kefluskerioù a brene digant saverien-kefluskerioù ispisial (Cosworth, an hini brudetañ, gant sikour Ford avat, Coventry Climax, Repco, Hart pe Judd. Ral a wezh o deus savet o c'heflsukerioù-dezho en abeg d'ar c'houst. A-hed ar bloavezhioù eo bet karzhet ar saverien-keflusker prevet gant ar saverien bras hag o arc'hant, an hini diwezhañ o vezañ Cosworth, aet kuit e 2013. Hiziv ez eus adarre meur a skipailh perc'hennet gant un den nemetken ha diaes eo dezho bezañ kevezus en abeg d'an arc'hant dispignet gant ar skipailhoù bras (Red Bull, McLaren, Ferrari, Mercedes). Evit kevezañ e F1 e vez ret dispign etre 66 milion ha 400 milion a zollar dre vloaz[4], ur sifr da lakaat etre krommeloù en abeg d'ar sekred a fell d'ar skipailhoù kaout war o budjedoù.
Evit krouiñ ur skipailh nevez e vez ret reiñ 25 milion a lur saoz d'ar FIA ha setu perak e kav gwelloc'h tud a fell dezho mont e-barzh ar F1 prenañ ur skipailh kozh ha lakaat un anv nevez dezhañ evit mirout ivez arc'hant ar skinwel a vez roet bep bloaz hervez disoc'hoù ar skipailh.
Roll al loreidi
kemmañTro dro ar redadeg
kemmañMont war-zu ar Formulenn 1
kemmañHent klasel ar vlenierien Formulenn 1 a grog gant ar c'harting, pa vezont yaouank a-walc'h, a-wezhioù ken yaouank ha 4 bloaz. Goude un nebeud bloavezhioù o redek e karting, war-dro 16 vloaz int aotreet da gemer perzh e kevezadegoù kirri un-plas, anvet formulennoù mont war-raok. Ur bern zo : Formulenn Ford, Formulenn BMW pe ar Formulenn Renault 2.0 evit ar re vrudetañ. Ur formulenn a zo a-us dezho, ar Formulenn 3, gant kevezadegoù broadel ha redadegoù etrevroadel. A-us c'hoazh e kaver ar GP3 Series a gas d'ar GP2 Series, en deus erlec'hiet ar Formulenn 3000 evel pazenn diwezhañ a-raok ar F1, pe ar Formulenn Renault 3.5 ne oa ket ken pouezus a-se a-raok a-raok kemer pouezusted gant levezon Red Bull Racing. Hentoù disheñvel a zo, evel hini ar Formulenn Nippon e Japan, pe kevezadeg Amerika an Hanternoz, an IndyCar (daoust ma seblant da zont da vezañ ti ar re gozh ar vlenierien Formulenn 1).
Ral eo deuet da welout blenierien o tont eus kevezadegoù all eget re kirri un-plas, evel an Andur pe an DTM ha bremañ gwelout ur blenier yaouank redek e kevezadegoù-se a dalv en deus dilezet e huñvreoù F1, war-bouez skouer Paul di Resta en deus redet e F1 goude e ditl e DTM e 2010.
An dra poellekañ a vefe kavout ur blenier yaouank en deus bet disoc'hoù mat e Formulennoù dindan ha enfredañ anezhañ da redek en ur skipailh F1, met n'eo c'hoarvez ket ingal. Alies mat e tizh ur blenier ar F1 gant ur budjed degaset gant tudoù pinvidik pe sponsoroù, se memes e F1. Ar vlenierien-se zo lesanvet "blenierien o paeañ", gant dispriz alies mat abalamour ma'z eo kredet n'eo nemet ar re ne vleniont ket mat a c'houlenn arc'hant evit kenderc'hel o red-vicher, o kemer lec'h tud gwelloc'h egeto. O lavarout se e ankouaer ez eus bet blenierien ampart o deus ranket paeañ o flas e F1, da gentañ da nebeutañ, Niki Lauda da skouer. E-pad ar bloavezhioù 2000 e veze ral ar vlenierien-se gant donedigezh ar saverien kirri bras hag o arc'hant, ha 2008 a oa ar bloaz kentañ divlenier o paeañ abaoe pell. Gant an enkadenn evel just eo kresket o niver betek poent ez eus pemzek blenier e 2014 o deus o flas dre ur sponsor pe o arc'hant dezho, mod pe vod, betek ar skipailhoù gallusañ. Red Bull Racing a bae red-vicher blenierien zo o tegas anezho d'e skipailh, plas Fernando Alonso e Ferrari a zo paeet gant Santander, Lotus a red gant daou vlenier sikouret gant embregerezhioù liammet ouzh an eoul-maen (Total ha PVDSA) ha memes McLaren en deus enfredet Sergio Pérez e 2013 kentoc'h eget Paul di Resta gant spi e vefe sinet un emglev gant e sponsor Telmex, ar pezh n'eo ket c'hoarvezet, o lakaat ar skipailh da erlec'hiañ anezhañ gant unan eus a re yaouank e rae war-o-zro abaoe pell.
Just a-walc'h e vez aozet muioc'h-mui hentennoù stummañ ar vlenierien yaouank gant ar skipailhoù. Mercedes eo an hini a zo krog d'ober an dra-se da gentañ evit e zonedigezh en Andur hag e F1 evel saver-kefluskerioù. Anvet Junior Team Mercedes (Skipailh Yaouank Mercedes) en deus sikouret an hentenn-se blenierien evel Karl Wendlinger, Heinz-Harald Frentzen ha Michael Schumacher. An hini diwezhañ a c'hortozo e eil red-vicher, etre 2010 ha 2012, evit redek gant Mercedes. Hentennoù all zo bet, hini Renault Sport, en deus degaset Heikki Kovalainen ha Romain Grosjean, hini Toyota Motorsport en deus diskouezet Kazuki Nakajima ha Kamui Kobayashi ha dreist-holl hini Red Bull Racing ar Red Bull Junior Team end eus lakaet da redek Christian Klien, Vitantonio Liuzzi, Sebastien Buemi, Jaime Alguersuari, Daniel Ricciardo, Jean-Eric Vergne, Daniil Kvyat ha dreist holl Sebastian Vettel, peder gwezh kampion bed, hag e zoare amerikan en deus degaset Scott Speed d'ar F1. Skouer all a zo hini McLaren a gemer blenierien yaouank a-walc'h evit stummañ anezho, evel evit Kevin Magnussen, pe ar skouer pellañ, Lewis Hamilton, stummet adalek e zaouzek vloaz, pa rede c'hoazh e karting.
Pouez an darempredoù hag an anvioù a gont kalz ivez. Daoust d'e bevar titl e ChampCar eo bet digoret hent ar F1 da Sébastien Bourdais nemet goude e gejadenn gant Nicolas Todt, mab Jean Todt, deuet da vezañ e alier, ha Gerhard Berger, kenberc'henner Toro Rosso. Krediñ a c'heller ober eo bet kalz aesoc'h da zDamon Hill, Jacques Villeneuve, Nico Rosberg, Nelson Piquet jr, Kazuki Nakajima, Max Verstappen pe Mick Schumacher (mibien Graham Hill, Gilles Villeneuve, Keke Rosberg, Nelson Piquet, Satoru Nakajima, Jos Verstappen ha Michael Schumacher) da zont e F1 eget tud ken barrek, met dianav.
Goude ar Formulenn 1
kemmañAn darn vrasañ eus ar vlenierien a baouez da redek e Formulenn 1 war-dro 35 vloaz, met ne dalv ket e paouezont da redek da vat, dreist holl evit ar re yaouankañ. Evit gwir ez eus ur bern doareoù redadegoù kirri a c'houlenn nebeutoc'h digant o c'horf hag a zo mat evit redek c'hoazh, betek 50 vloaz a-wezhioù. Gant fent e vez lesanvet a-wezhioù ar gevezadegoù-se "ti ar re gozh ar F1".
En o zouesk e kaver an DTM a ra berzh e-touesk blenierien kozh ar Formulenn 1, da skouer kampion-doubl Mika Häkkinen, hag an drec'hourien Jean Alesi, Ralf Schumacher ha David Coulthard o deus kevezet e kevezadeg alaman ar c'hirri tourism. Paul di Resta a redo er gevezadeg-se e 2014, goude bezañ bet tapet ar maout gantañ e 2010 a-raok mont da redek e F1. Ur gevezadeg all a ra berzh eo hini an Andur, ar WEC, gant he redadeg pennañ, 24 eurvezh ar Mañs, er rummad LMP1, ar pezh a zedenn ivez blenierien yaouankoc'h skarzhet eus ar F1, peogwir eo ar c'hirri a denn d'ar muiañ d'ar c'hirri F1 er redadegoù kirri. Mark Webber, Sebastien Buemi, Anthony Davidson, Allan McNish, Alexander Wurz a red e LMP1 evit ar gevezadeg-se. Natur ispisial 24 eurvezh ar Mañs a zedenn ivez blenierien koshoc'h a glask un dae bennak, evel Jacques Villeneuve pe Nigel Mansell da skouer, dreist holl e rummadoù GT. Arabat ankounac'haat e veze boazet ar vlenierien da dremen ag ur rummad d'ur rummad all betek ar bloavezhioù 1980, evel Graham Hill, Olivier Gendebien, Louis Rosier pe Jochen Rindt ha chom a ra c'hoazh un nebeud re, a-wezhioù gant redoù-micher un tammig diaes hag e pep lec'h, o deus redet an daou a-raok bezañ gwelet evel blenierien war o leve e F1, Sebastien Bourdais o vezañ ar skouer pennañ, o redek e 24 eurvezh ar Mañs a-raok ha goude e amzer F1, o kevezañ ivez e redadegoù kirri norzhamerikan ivez (ChampCar hag IndyCar).
Just a-walc'h eo redadegoù kirri Amerika an Hanternoz un doare all da genderc'hel da redek goude ar F1, a-gozh, gant Emerson Fittipaldi ha Nigel Mansell da skouer, e CART, skouer Mario Andretti o vezañ disheñvel abalamour ma en deus redet en Amerika an Hanternoz a-raok, e-pad ha goude e amzer e F1. Hiziv e kaver skouer Rubens Barrichello a zo aet da redek en IndyCar goude e Briz Bras diwezhañ, kenkoulz ha Takuma Sato ha Justin Wilson. Blenierien all a zo aet da redek e NASCAR, evel Jacques Villeneuve, Juan Pablo Montoya, Nelson Piquet jr ha Scott Speed. Kevezadegoù kirri un-plas er-maez eus ar framm "mont war-zu ar F1" zo bet aozet hag ar re-se o deus dedennet ar vlenierien F1, evel an A1 GP, aozet diwar ar broioù, pe ar Superleague Formula, diwar skipailhoù mell-droad.
Bremañ ez eo ar Formulenn E, ur formulenn dredan, a zedenn blenierien evel Jaime Alguersuari, Sebastien Bourdais, Sebastien Buemi, Karun Chandock, Robert Dornboos, Lucas di Grassi, Narain Karthikeyan, Christian Klien, Vitantonio Liuzzi, Franck Montagny, Takuma Sato ha Bruno Senna. Ur gevezadeg evit blenierien kozh ar F1 zo bet aozet e 2006, ar Grand Prix Masters, hep bezañ kaset betek ar fin avat, gant kudennoù arc'hant.
A-hend all ez eus un toullad blenierien F1 o deus krouet o skipailh, pe o deus renet ur skipailh F1 goude o amzer dirak o rod-stur, Jackie Stewart evit Stewart Grand Prix, Alain Prost evit Prost Grand Prix, Gerhard Berger evit Toro Rosso ha Niki Lauda evit Jaguar Racing, met ivez o reiñ alioù da Ferrari e deroù ar bloavezhioù 1990 ha da vMercedes abaoe 2013. Blenierien all a ro o skiant-prenet da chadennoù skinwel a skingas ar F1, evel en deus graet James Hunt evit ar BBC, en o zouesk Martin Brundle, David Coulthard, Damon Hill, Luciano Burti, Niki Lauda, Jean Alesi, Jacques Laffite, Jacques Villeneuve, Franck Montagny ha Jérôme d'Ambrosio. Blenierien all e gemer perzh e aozadurioù ar redadegoù kirri en o bro, evel Damon Hill ha Jackie Stewart a zo bet prezidanted ar British Racing Drivers' Club e-pad pell. Brudet eo Carlos Reutemann evit bezañ aet da bolitikour en Arc'hantina, dilennet gouarnour zoken.
Prizioù Bras
kemmañGoude 2021 e oa bet redet 1057 redadeg (1046 Priz Bras hag 11 abadenn an Indianapolis 500) — redet gant 744 blenier gant 37 broadelezh disheñvel — er gevezadeg bed :
- 84 etre 1950 ha 1959 ;
- 100 etre 1960 ha 1969 ;
- 144 etre 1970 ha 1979 ;
- 156 etre 1980 ha 1989 ;
- 162 etre 1990 ha 1999 ;
- 174 etre 2000 ha 2009;
- 198 etre 2010 ha 2019.
Adalek 1950 en doa anavezet ar Formulenn 1 daou-ugent Priz Bras disheñvel, war pemp kevandir. 23 a redor c'hoazh e 2022, ar re all ne vezont ket redet ken, pe a reder er-maez eus ar Formulenn 1, evel an Indianapolis 500 a veze redet e-pad ar bloavezhioù 1950 daoust ma oa reolennoù ha kirri disheñvel diouzh re ar Formulenn 1.
|
|
Bandennoù-rod
kemmañAr bandennoù-rod a zo un dra a-bouez evit ar kirri peogwir eo ar pezh nemetañ e-barzh ar c'harr a zo stok ouzh an hent. Ar bandennoù-rod e Formulenn 1 a zo teneroc'h eget re ar c'hirri boas, a zo int-i graet evit padout. Ar reolennoù a zo bremañ a vount war ar vlenierien da redek gant an daou seurt bandennoù-rod roet gant ar saver bandennoù-rod e-pad ar redadeg, nemet ma ra glav.
Meur a saver bandennoù-rod o deus redet e Formulenn 1, a-wechoù o-unan, a-wechoù ouzh reoù all. Pirelli a zo ar saver bandennoù-rod a labour evit ar F1 abaoe 2011.
Saver bandennoù-rod | Broadelezh | Mareoù | Niver PB | Trec'hioù | Titloù ar vlenierien | Titloù ar saverien |
---|---|---|---|---|---|---|
Avon | Rouantelezh-Unanet | 1954, 1956-1957, 1959, 1981 | 29 | 0 | 0 | 0 |
Bridgestone | Japan | 1976-1977, 1997-2010 | 244 | 175 | 11 | 11 |
Continental | Alamagn | 1954-1955, 1958 | 13 | 10 | 2 | 0 |
Dunlop | Rouantelezh-Unanet | 1950-1970, 1976-1977 | 175 | 83 | 8 | 9 |
Englebert | Belgia | 1950-1958 | 61 | 8 | 2 | 0 |
Firestone | Stadoù-Unanet | 1950-1960, 1966-1974 | 121 | 49 | 4 | 3 |
Goodyear | Stadoù-Unanet | 1967-1998 | 494 | 368 | 24 | 26 |
Michelin | Bro-C'hall | 1977-1984, 2001-2006 | 215 | 102 | 6 | 4 |
Pirelli | Italia | 1950-1958, 1981-1986, 1989-1991, 2011-2012 | 223 | 67 | 7 | 1 |
Eneberezh ouzh ar Formulenn 1
kemmañEvel evit pep sport redadegoù kirri ez eus tud oc'h enebiñ ouzh ar Formulenn 1. Gwallzarvoud bras 24 eurvezh ar Mañs 1955[6] en deus lañset ul lusk a-enep ar redadegoù kirri, o lakaat meur a Stad da verzañ anezho. Difennet eo c'hoazh e Suis da skouer[7],[8]. Tamallet e oa bet levezon ar redadegoù war ar savete war an hentoù, da skouer dre lakaat war o c'hont tizh ar kirri hag ar vlenierien[9], daoust ma n'eus ostilh ebet evit muzuliañ levezon ar redadegoù kirri e savete an hentoù hag emzalc'h ar vlenierien[10].
Evel meur a sport all eo bet brudet e-pad pell ar butun e bed ar Formulenn 1[11].
Ar re enebet ouzh ar Formulenn 1 a ziskouez alies he levezon war an endro[12]. Evit gwir o deus ar redadegoù kirri ul levezon war an endro dre veveziñ esañs ha bandennoù-rod, dre ar beajoù tro-dro d'ar bed, sevel an troiadoù, ur saotradur trouz a zo ivez. Koulskoude e klask ar Formulenn 1 bezañ ekologeloc'h dre implijout muioc'h a dredan, o'n em soñjal gwelloc'h war ar beajiñ ha penaos strollañ deiziadoù ar Prizioù Bras a zo e memes kornadoù eus ar bed[13].
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ (en) F1 viewing figures drop, war BBC News
- ↑ Thrilling 2010 season boosts Formula One TV audiences
- ↑ (en) Grand Prix automobile de Grande-Bretagne 1950, war GrandPrix.com
- ↑ (en) McLaren is F1's biggest spender, 6 a viz Genver 2007 F1i
- ↑ Formula One Management, « F1 Schedule 2022 » e formula1.com.
- ↑ (en) 1955: Le Mans disaster claims 77 lives, war bbc.co.uk
- ↑ (fr) Kendalc'het e vo da zifenn ar redadegoù kirri - Keleier evit ar mediaoù, Auto Sport Suisse, 10 a viz Even 2009 PDF
- ↑ (fr) Mercedes et Fangio « über alles », gant Pierre Ménard, tevrenn 1 p.24
- ↑ (fr) NON A LA F1 DIMANCHE A LYON !, war casseursdepub.org
- ↑ (fr) Suisse, Initiative parlementaire pour lever l’interdiction des courses de Formule 1, Rapport de la Commission des transports et des télécommunications du Conseil national du 22 novembre 2005, war admin.ch PDF
- ↑ (fr) La Formule 1 sommée de rompre avec les cigarettiers, Le Monde, 3 a viz Gwengolo 2005
- ↑ (fr) Suis : ar redadegoù kirri e-kreiz ar breud foran, war caradisiac.com
- ↑ (en) Traoù a ra ar redadegoù kirri evit kaout nebeutoc'h a levezon war an endro
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Johnny Rives, Gérard Flocon, Christian Moity, La fabuleuse histoire de la formule 1 des origines à nos jours, Nathan, 1991
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec'hienn ofisiel
- (br) Formulenn Brezhoneg, ur blog diwar-benn ar Formulenn 1.
Red Bull | Ferrari | Mercedes | Alpine | McLaren | Alfa Romeo | Aston Martin | Haas | AlphaTauri | Williams |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
33 Verstappen 11 Pérez |
55 Sainz 16 Leclerc |
44 Hamilton 63 Russell |
10 Gasly 31 Ocon |
4 Norris 81 Piastri |
77 Bottas 24 Zhou |
14 Alonso 18 Stroll |
27 Hülkenberg 20 Magnussen |
22 Tsunoda 21 de Vries |
23 Albon 2 Sargeant |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |