British Racing Motors
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
British Racing Motors (pe BRM) a oa ur skipailh redadegoù kirri en deus redet 197 Priz Bras e Formulenn 1 etre 1951 ha 1977. Gounezet en deus 17 redadeg, un titl ar vlenierien gant Graham Hill e 1962 ha un titl ar saverien e 1962. E 1963, 1964, 1965 ha 1971 eo bet ranket da eil e kevezadeg ar saverien.
Istor
kemmañKrouidigezh
kemmañRaymond Mays en doa savet un nebeud kirri-red a-raok an Eil Brezel Bed dindan an anv ERA. E verzh a-raok ar brezel, ha donedigezh dokumantoù Mercedes-Benz hag Auto Union en e chakod, en doa lakaet anezhañ da grouiñ ur skipailh redadegoù-kirri breizhveuriat penn-kil-ha-troad (ma ne oa ket nemet saoz penn-kil-ha-troad) gant e vignon Peter Berthon. Fellout a rae dezhañ krouiñ ur saver-kirri a ziskouezje galloud ar Rouantelezh-Unanet, arc'hantaet gant saverien kirri ar vro dre un trust. Re fall e oa aozadur ar skipailh hag ur bern arc'hant a oa bet kollet en un nebeud bloavezhioù. Dirak ar vank a zisoc'hoù dereat e tivizas ur bern tud hag o doa arc'hantaet ar skipailh mont kuit, ha lezet e voe etre daouarn Alfred Owen eus Rubery Owen, a enskrivas kirri BRM dindan an anv skipailh Owen Racing Organisation. Evit gwir ne oa diforc'h ebet etre BRM hag Owen Racing, an hini diwezhañ o vezañ ar skipailh a lakae kirri ar saver BRM da redek, evel e laka ar Scuderia Ferrari da redek kirri ar saver Ferrari. Mays ha Berthon a gendalc'has da ren ar skipailh betek ar bloavezhioù 1960 pa voe erlec'hiet gant Louis Stanley, breur-kaer Alfred Owen.
BRM V16
kemmañDisoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1
kemmañSellet ivez
kemmañKampion a-raok : Ferrari |
BRM Kampion bed ar Formulenn 1 1962 |
Kampion war-lerc'h : Lotus |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |