skubañ
Neuz
Gwelet ivez : skuban |
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn skub hag al lostger -añ.
- Meneget er C'hatholicon evel scubaff (1499)[1][2].
- Da geñveriañ gant ar verboù ysgubo en kembraeg, scüba en kerneveureg.
Verb
skubañ /ˈskyː.bã/ verb kreñv eeun (displegadur)
- Skarzhañ ar boultrenn hag al loustoni diwar al leur o vountañ warne gant ur skubellenn.
- Skubañ an ti. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 52.)
- — Deskiñ a ri, eme Seza. N'eo ket diaes dibellañ, pe skubañ leur. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Kastizet e veze, dalc'het da skubañ ar c'hlas aliesoc'h eget d'e dro. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 13.)
Stummoù rannyezhel
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Catholicon, Tréguier, 1499
- ↑ Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée, Douarnenez, 2003, pajenn 674a