gouest
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | gouest |
Derez-uheloc'h | gouestoc'h |
Derez-uhelañ | gouestañ |
Derez-estlammiñ | gouestat |
gouest /ˈɡwest/; ken gouest/ker gouest
- barrek, ampart .
- gouest da ober tra pe dra
- Kement hini ha n'eo ket gouest a-walc'h da viret ar pezh en deus a dle klask un all da viret dezhañ e beadra, ... BUSE 386
- (En eur sellet dre doull an alc'houez). — Piou adarre ?... Oh ! siouaz ! Herve-Goz an Ti-all o tont da derri va fenn d'in gant e deod gouest da vouzara tud ! — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 42.)
- [...], tokou houarn war o fennou gouest a-walc'h da lakaat ar Gristenien da sponta araozo. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 8.)
- Asa ! Asa ! penaos a gav deoc'h e vefen gouest da skrivañ kemend-all a draoù. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 45.)
- — « [...] ? Gouest eo d' hol lazhañ holl, ha d' am sammañ adarre, ha d' am c'has gantañ d'e gastell, [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 91.)
- ..., betegouzout na glevje ha na welje ar skeudennoù sakr-se tra pe dra gouest d'o feukañ ha d'o glac'hariñ. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 94.)
- « ... Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. ... » — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 61.)
- Gouest e vije bet da c'hourc'hemenn en ur palez leun a vevelien hag a vitizhien. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 83.)
- Holl an dud a oa eno a chomas spontet ouzh e glevout, kak biskoazh n'o dije kredet e c'hellfe bezañ gouest da gomz ur bugel ker yaouank. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 23.)
- E pe vloavezh 'ta, e 1783 pe e 1789, e oa ganet ma mamm-guñv ? N'on ket gouest d'hel lavarout. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 8.)
- Gouest e oa da zibouezañ diwar an douar, o pegañ er penn-adreñv anezhañ, ur c’harr bras goullo eus ar re bounnerañ, pa gave harp d’al loc’hennoù ouzh kein al loen-kezeg sternet etrezo. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 46.)
- Pell a zo, emezañ, e tro en e empenn ur menoz bras, meur, estlamm, hag e vefe gouest da adlakaat urzh er vro, ken fall benneget an traoù enni ur pennad brav a zo. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 47.)
- Petra out gouest da ober? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 184.)
- N’eo gouest na da gomz na da flach. — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 171.)
- « Ar skolaer, » eme ar vamm, « n’eo nemet eur mul bras, sur a-walc’h, eun azen gornek, peogwir n’eo ket gouest da blanta eun dakenn netra en da benn. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 237.)
- ... gouest da lakat ar furra den da zodi !… KAM
Deveradoù
Troioù-lavar
- na vezañ gouest da dreiñ ur c'hef en tan : bezañ didalvez, mat da netra