Mont d’an endalc’had

brezel

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(1499) Meneget er C'hatolikon (bresel)[1], kar d'ar gerioù bresel e kerneveureg, breasal en iwerzhoneg ha d'an anvioù den divoutin Bresal en iwerzhoneg ha Con-bresal e kembraeg, dezho ar memes ster. Dleout a reont dont eus ur ger keltiek *bres-telo « torrer, flastradur », deveret eus ar memes gwrizienn ha « bresañ »[2].

Anv-kadarn

brezel /ˈbreː.zɛl/ gourel (liester : brezelioù)

  1. Stourm armet etre div vro, etre div bobl.
    • Dispont kreiz ar brezel, hon tadou ken mad,
      A skuillaz eviti o gwad.
      — (Taldir, Bro Goz ma Zadou, in Dihunamb!, 15vet niverenn, miz Gwengolo 1906, p. 248-249.)
    • Ouzhpenn pevar bloaz e pado ar brezel etre ar Frañs hag an Alamagn. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 85.)
    • Evel am beus diskouezet deoc'h, paotred ar Republik a rae brezel da dud o bro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 191.)
  2. Pennad stourm a seurt-se el lec'h-mañ-lec'h.
  3. Bezañ e brezel.

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet bresel.

Gerioù heñvelster

Gerioù enepster

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troidigezhioù

(1)

(2)

Daveoù

Roll an daveoù :