Mont d’an endalc’had

boe

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .

Furm verb

Kemmadur Furm
hep boe
dre vlotaat voe
amreizh voe

boe /ˈbweː/

  1. Furm ar verb bezañ/bout e trede gour unan an amzer-dremenet strizh, en doare-disklêriañ.
Mar oue (?) klask d'ezhan, Biel an Doen n'hen diskleriaz ket. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 195.)
An anterramant a oue great antronoz e bered Plouenan. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 171.)
[...], met eur marc'h na voe biskoaz ha na vezo biken e bar er bed-mañ. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
Pa voe tavet an dornerezed, Yun a zistroas d'an ti. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 33.)
Tekla a voe an hini diwezhañ o pignat er c'harr a loc'has e-kreiz hopadennoù ar grennarded. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 412.)
Nag e oue debret c'houek an tamm bara-ze! Nag e oue kavet mad! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 5.)
— [...]? Eun dervez ma oue digoret dor ar gouent ha great d'ign dont kuit, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 260.)
Ar re all, pa glevjont, a redas ivez d'ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 14.)
Pa voe bervet an dour, e voe taolet er varrikenn, hag ar c'hure na lâre ger bepred. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 200.)

Troidigezhioù

  1. er verb kaout, er stummoù am boe, hor boe.