Mont d’an endalc’had

Zorro gris

Eus Wikipedia
Zorro gris

P. griseus


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Pseudalopex
Anv skiantel
Pseudalopex griseus
Gray, 1837
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar zorro gris (Pseudalopex griseus) a zo ur bronneg bihan eus ar c'herentiad Canidae, anvet ivez louarn Patagonia pe chilla.

Bevañ a ra ar zorro gris en Amerika ar Su, dreist-holl en Arc'hantina ha Chile. Graet eo e diriad gant ur riblennad dir war an daou du eus an Andoù etre 17ºS ha 54ºS. En Arc'hantina e kaver ar spesad er rannvro gornôg damgrin. E pep lec'h e kaver anezhañ e Chili ha posupl eo ez eus un nebeud hiniennoù e Perou.

Degaset e oa bet ar zorro gris d'an Inizi Maloù etre 1920 ha 1930 ha niverus ez int en enezenn Beaver hag enezenn Wedell.

Kavout a reer ar zorro gris e meur a endro : eus strouezheg damgrin Arc'hantina betek stepenn yen Patagonia.

Tiriad ar zorro gris

Bihan eo ar zorro gris. Muzuliañ a ra etre 47 ha 50 cm ha pouezañ a ra etre 2.5 ha 4 kg.

En em vagañ a ra ar zorro gris dreist-holl diwar evned, krignerien ha konikled. Gouennañ a ra e fin an diskar-amzer, war-dro miz Meurzh. Ganet e vez ar re vihan goude un dougen daou viz.