Wigan
Wigan zo ur gêr e Bro-Saoz, hanter-hent etre Manchester ha Liverpool, hag e-barzh ar Greater Manchester.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War lez ar stêr Douglas emañ, 24 km er c'hreisteiz da gêr Preston, 26.6 km er gwalarn da v- Manchester, ha 28 km er biz da Liverpool.
Brasañ kêr ha pennlec'h distrig Wigan eo Wigan. 81,203 den a oa o chom e Wigan e 2001 pa oa 305,600 den en distrig.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bro ar Brigantes e oa Wigan en amzer Brezhoned Enez Vreizh.
Gant ar Romaned e voe savet ur gêr anvet Coccium eno er Iañ kantved. I.A 4821 (Iter X) : COCCIO. Diwar *Coccion, kembraeg coch = liv ruz.
E 1246, a greder, e teuas da vout ur vourc'h, e kontelezh Lancashire. E dibenn ar Grennamzer e oa unan eus peder bourc'h ar gontelezh, an teir all a oa: Lancaster, Liverpool, Preston.
Da vare ar Reverzhi C'hreantel e tiorroas an armerzh hag e kreskas ar boblañs kenañ. Brudet e oa ar glaouegi, a oa bet kroget eno e 1450. E dibenn an XIXvet kantved e oa 1000 toull-mengleuz war-hed 8 km esu kreiz-kêr? ma c'haller ur c'huzulier embann e oa ur vengleuz a-drek pep ti e Wigan". Paouezet e voe an tennañ glaou war-dro eil hanterenn an XXvet kantved. E 1974 eo e teuas Wigan da vout ur rann eus ar Greater Manchester.
Glaou
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Wigan Pier, ur porzh war ar Leeds and Liverpool Canal, a voe brudet gant George Orwell. En e levr The Road to Wigan Pier e teskriv Orwell buhez ar beorien er bloavezhioù and 1930. Goude fin an obererezh greantel-se en ardremez eo deuet Wigan Pier da vezañ un dachenn gouestlet d'an obererezh sevenadurel.
Breutadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit Rivet & Smith, Coccium a zo Edgeworth, Lancashire : "where the waters of the streams, especially when in spate, run red with iron" = e-lec'h an dourioù, e-kerzh dourioù-beuz, a zo ruz gant houarn.
Evit Ordnance Survey : Wigan
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]http://roman-britain.co.uk/names/coccium.htm