Troad pertingel
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad pertingel (saoz.: pertingent case) pe troad stokaat evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "stok ouzh" è "stag ouzh" e brezhoneg.
Implijet e vez an troad pertingel gant an tlingiteg, merket gant al lostger ""-xh. Tri implij pennañ en deus an droad pertingel en tlingiteg:
- En un doare rik e vez implijet evit merkañ ar fed m'en em gav un dra pe un den stok ouzh pe stag ouzh un dra pe un den all a-hed ar wezh, d.l.e "stok ouzh (atav/peurliesañ)";
- Talvezout a c'hell ivez evit deskrivañ ar fed ma tegouzh un dra pe un den alies pe en un doare ingal;
- A-hendall e talvez da deskrivañ ur stad fizikel
Da skouer:
Lingítxh haa sateeyí (lingít) Lingít-xh haa-sa-tee-ÿi (lingít) Tlingit-PERT 1LIES.REN.-(s,-D,-I)-bezañ-ISLAV. (den/tud) "Ni hag a zo Tlingited"
yaakw yáxh yatee yaakw yá-xh ya-tee kanoe neuz-PERTINGEL (0,-D,+I)-bezañ "heñvel (eo e neuz) eo ouzh ur c'hanoe"