Mont d’an endalc’had

Toukouleured

Eus Wikipedia
Toukouleured
François-Edmond Fortier (1862-1928),
Maouezed toukouleur. Deroù an XXvet kantved
Poblañs klok

1 milion (2010)[1]

Broioù e lec'h ma vezont kavet
Senegal 10% eus poblañs ar vro
Maoritania
Mali
Gambia
Yezhoù
Peuleg
Relijionoù
Islam
Pobloù liammet
Peuled, Serered, Wolofed

Ur genel eus Afrika ar C’hornôg eo an Doukouleured pe Haalpulaaren. Emaint o vevañ dreist-holl e norzh Senegal (ma’z eont d’ober 10 % eus ar boblañs), e traoñienn ar stêr Senegal, e Maouritania hag e Mali.

A-hervez e teufe an Doukouleured eus rouantelezh kozh Takrour. Un trefoedadur eus anv ar rouantelezh-se eo o anv.

Komz a ra an Doukouleured rannyezh peulek ar Fouta-Tooro. « Haalpulaaren » a reont anezho o-unan, pezh a sinifi « a gomz pulaar », ar peuleg.

An holl Doukouleured pe dost a heuilh kelennadurezh an Islam.

Tost int d’ar Beuled nemet ez int chomidik.

Ur gevredigezh uheldadel eo hini an Doukouleured. Renkadet-kaer eo, ha rannet etre 12 kasta dezho pep a dri c’hlas. Ar pennoù bras relijiel hag ar varabouded a ya d’ober ar c’hasta uhelañ, Toorobbê e anv. Gant El Hadj Oumar Tall e oa bet diazezet un impalaeriezh toukouleur en XIXvet kantved war ul lodenn eus Mali bremañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (2010) Encyclopedia of Africa. Oxford University Press. 500–501 p. ISBN 978-0-19-533770-9.