Mont d’an endalc’had

Sima Qian

Eus Wikipedia
Sima Qian
den
Reizh pe jenerpaotr, Tizhog Kemmañ
Bro ar geodedouriezhWestern Han Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den司马迁, 司馬遷 Kemmañ
Anv-bihanQiān, Zǐcháng Kemmañ
Anv-familhSima Kemmañ
Courtesy name子長 Kemmañ
Anv e kanaしば せん Kemmañ
Deiziad ganedigezh145 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhHejin Kemmañ
Deiziad ar marv86 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvRepublik Pobl Sina Kemmañ
TadSima Tan Kemmañ
BugelSima Qian's daughter (Yang Bis wife), Sima Lin Kemmañ
Yezh vammyezhoù sinaek Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetyezhoù sinaek Kemmañ
Yezh implijet dre skridyezhoù sinaek Kemmañ
Tachenn labourhistory of China Kemmañ
Oberenn heverkRecords of the Grand Historian Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Sima Qian (livadur)

Sima Qian ( 司馬遷 , pinyin Sīmǎ Qiān, (~ 145 - ~86 KJK), a oa penndiellour (太史公 , Tài shǐ gōng, “priñs an dielloù foran”[1]) e-kerzh ren ar remziad Han kornogel (202 KJK – 9 GJK). En abeg d’e oberenn veur Kounskrid an Istorour ( 史记 , shǐ jì), anezhi un Istor eus Sina a-hed tremen daou vil bloavezh adalek ren an impalaer Huang Di (ren ~2697 - ~2598 KJK) betek hini an impalaer Han Wudi (156 KJK – 87 GJK), e vez lakaet da istorour pennañ Sina. Diwar e labour peurampart – ur sammad skiant ha meiz, holloueziek ha marzhus, prederouriezhel hag arzel – e voe roet lañs d’ar skridoù istorel sinaek.

Gouzañv ar vezh a-benn gounit an enor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E ruz : Shaanxi, bro Sima Qian

E Longmen, nepell diouzh Hancheng er rannvro Shaanxi a-vremañ, e voe ganet Sima Qian en un tiegezh urisinourien ( 太史 , tài shĭ, “istorour an Heol”) a oa bet e karg e lez an impalaer a rummad da rummad kent ma voe torret an hengoun e-pad meur a zegad. Sima Tan, tad Sima Qian, e voe an den kentañ oc’h adkavout ar garg-se dre youl an impalaer Han Wudi.
Ouzhpenn an urisinouriezh e oa Sima Tan, evel e hendadoù, e karg eus ar steredoniezh, an deiziadur hag an aberzhioù ; ul labour pouezus ivez e oa ober war-dro Levraoueg an Impalariezh, delc’her an dielloù ha skrivañ bloazdanevelloù al lez. Diwar e labour e teuas Sima Tan mennet da sevel Istor ar Bed gant ur sell neptuek war an dud ha war an darvoudoù.
Ken abred hag an oad a zek vloaz e oa e vab Qian ampart war al lenn skridoù kozh, pa heulie kentelioù e dad ha re daou Gonfusian[2].

Pa voe ugent vloaz e voe aotreet gant e dad da redek bro a-benn dastum danvez istorel evit labour e vuhez, ar Shi Ji ; pal ar veaj e oa gwiriañ mojennoù ha brudoù kozh, gweladenniñ lec’hiennoù kozh ha reoù nevet evel bezioù roueed Sina gozh.
Echu gantañ e enklaskoù war an dachenn e voe dibabet da enseller a-berzh Stad e rannvro ar Yunnan a oa nevez-gounezet gant an impalaer ; enselladennoù all a reas e pevar c’horn an Impalaeriezh, war-bouez ar rannvroioù Fujian (e-tal Taiwan) ha Guangdong (rannvro Hong Kong) ma veze komzet ur sinaeg disheñvel diouzh hini Shaanxi.
D’an oad a 35 bloaz, er bloavezh 110 KJK, e voe Sima Qian kaset d’ar C’hornôg gant lu an impalaer a-benn sujañ “gouezarded” all. Eno edo pa glañvaas e dad, a c’halvas e vab da gemer ar garg el lez ha, dreist-holl, da c’hourc’hemenn dezhañ kendelc’her gant al labour a oa bet boulc’het war Istor Sina – Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù, anezho ar c’hentañ bloazdanevelloù en Istor Sina.

Broudet gant e dad neuze e krogas Sima Qian da gendastum ar Shi Ji er bloavezh 109 KJK. Pevar bloaz goude e voe unan eus ar ouizieien a voe dibabet gant an impalaer a-benn degas kemmoù e Deiziadur an Impalaeriezh. Da neuze e oa Sima Qian un uhelgargad el Lez, ha dre e zere e oa gouest da guzuliañ an impalaer a-zivout aferioù ar Stad.

Er bloavezh 99 KJK en em gavas Sima Qian enket gant afer Huned ( 匈奴 , xiōng nú) an Norzh.
Daou ofiser a oa bet en Norzh da sujañ an Huned a voe trec’het ha paket ganto ; an impalaer a damallas unan anezho, Li Ling, da vezañ pennabeg an drouziwezh hag holl uhelidi ar gouarnamant a heulias e ali, war-bouez Sima Qian – ne oa ket Li Ling ur mignon dezhañ hogen doujañs a vage en e geñver. Displijet-bras e voe an impalaer gant emzalc’h e urisinour neuze, ha kondaonet d’ar c’hastiz-lazh e voe Sima Qian.
Dre lezenn an impalaeriezh e c’halle ar c’hastiz-lazh bezañ kemmet pe dre un dell-gastiz pe dre c’houzañv ar spazhadur. Peogwir ne oa ket Sima Qian pinvidik a-walc’h da saveteiñ e vuhez e voe spazhet kent bezañ karc’haret e-pad tri bloavezh.

Pa voe divac’het dre c’hras an impalaer e 96 KJK ez adkavas Sima Qian e garg, ha dre ma oa un tizhog anezhañ e voe anvet da sekretour prevez an impalaer.
Adal e zivac’hadenn e voe divrudet ha disprizet gant al Lez abalamour m’en devoa dibabet bevañ e-lec’h em lazhañ evel ma oad engortoz a-berzh ur gouizieg a-c’houde ker bras un drouklamm.
En e skridoù e kont pegen poanius eo an dismegañs-se en e geñver hag e tispleg ar perag eus e zibab : un dizenor e vije bet em lazhañ a-c’houde bezañ difennet Li Ling enep an impalaer, peogwir e vije bet brudet evel un den dibennsturienn ; un enor er c’hontrol eo chom bev da beurechuiñ al labour a oa bet boulc’het gant e dad – ha fiziañs a chom ennañ bepred e vo enoret e anv pa vo e labour istorel anavezet dre ar bed[3].

Kendelc’her gant ar Shi Ji a reas Sima Qian neuze, hag er bloavezh 91 KJK e voe peuzechuet ar skrid.
Den ne oar penaos ha pegoulz e varvas an istorour meur ; e 87 KJK e varvas an impalaer Han Wudi, ha Sima Qian nebeut goude. E vez a c’haller gwelet hiziv c’hoazh, ouzh troad Menez Liangshan, un dek kilometrad bennak er Su da gêr Hancheng er rannvro Shaanxi[4].

Kounskrid an Istorour Meur (Shiji)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pajenn-digeriñ ar Shiji.

Korf ar Shiji

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kant tregont levrenn a ya da ober ar Shiji, kevret e pemp pennrann.

  • Daouzek levrenn ar Benji ( 本紀 , běn jì, “kounskrid-diazez”)
Holl renerien Sina a gaver er skrid-mañ, renket a-remziadoù, adalek an “Impalaer Melen” Huang Di (ren ~2697 - ~2598 KJK) betek an impalaer Qin Shi Huangdi (259 - 210 KJK), kent hag a-dreuz ar remziadoù Xia (~ 2070 - ~1600 KJK), Shang (1570 – 1045 KJK), ha Zhou (1045 – 221 KJK) eta.
Ouzhpenn ar remziadoù-se e teskriv Sima Qian buhezskrid an impalaerien Han gentañ (206-87 KJK)[5].
  • Dek levrenn ar Biao ( 表, biăo, “taolennoù”)
Bloazdanevelloù e stumm taolennoù eo ar Biao, a gont darvoudoù an Impalaeriezh adal ar bloavezh 841 KJK evel m’en diskleir.
  • Eizh levrenn ar Shu ( 書, shū, “levr”)
Studiadennoù eo al levrennoù-se e gwirionez, war divoud an aozadurioù stadel, an armerzh, al lidoù, ar sevenadur abaoe deroù an Impalaeriezh.
  • Tregont levrenn ar Shijia ( 世家, shì jiā, “tiez hêrezhel”)
Er rann-se eus ar Shiji e teskriv Sima Qian buhez an holl uhelidi na oant ket eus ar remziadoù o ren : gwizien, jentiled, uhelgargidi, eus marevezhioù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù hag ar Stadoù Brezelour.
  • Dek levrenn ha tri-ugent al Liezhuan ( 列傳, liè zhuàn, “buhezskridoù renket”)
Goude ar rannoù gouestlet d’ar pennoù-bras e teu al Liezhuan, anezhañ un deskrivadur eus tud pe strolladoù tud, dizanv pe brudet evel Lao Zi ; an holl, meur pe zister, zo skouerius eus Sina o mare.

Ene ar Shiji

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-fed stumm e challer kavout skridoù kent ar Shiji el lennegezh istorel sinaek, met doare Sima Qian d’o c’hendeuziñ en e bennoberenn eo perzh dibar e labour.
Un abeg zo da gement-se : pa veze ar skridoù istorel savet ez-ofisiel dindan evezh an Impalaer e voe ar Shinji skrivet ez-prevez, rak nac’hañ a rae Sima Qian skrivañ diwar-benn an uhelidi hepken. Peogwir e kontas a-zivout an dud a zere izel ivez e seller ouzh e labour evel ouzh istor wirion Sina.

En hentenn heuliet gant an aozer emañ e ijinerezh dispar : souezhus eo pegen arnevez – hiziv zoken – eo e emzalc’h diskredik ha buruteller, hag e zoare da glokaat ha spisaat an andonioù skrivet dre enklaskoù war an dachenn. Skiantel eo pennaennoù e labour : arabat eo kuzhat pe vravaat tra pe dra, delc’her d’ar fedoù, chom neptuek.
Perzhioù lennegel espar zo er Shinji ivez, pa zeu Sima Qian a-benn da ziskouez natur don un den dre e zeskrivañ meur a wezh en e skrid, bewezh dre un tu disheñvel, ha bewezh dre gomzoù hag oberennoù an den e-unan. Nevez d’e vare e oa lakaat kendivizoù er skridoù.
Kemmoù en deus degaset er yezh dre e ouiziegezh a-zivout ar skridoù kozh : kizellet en deus stumm galloudus ha lourennus ar skrivagnerien gozh a-benn pinvidikaat, gweñvaat ha spisaat ar yezh hep he gwallgas. Gouezet en deus c’hoari gant rannyezhoù ar bobl, ar c’hrennlavarioù, fent an dud vihan hag an treuzskeudennoù dre gomz, alese un doare a zo dreist ruskegezh e gentidi hag orbidusted e warlerc’hidi.

Hêrezh ar Shiji

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kent Sima Qian ne veze savet skridoù istorel nemet e stumm bloazdanevelloù eus ur remziad, ur marevezh pe ur Stad. Adal ar Shinji e voe doare Sima Qian lakaet da stumm stadel an Istor e Sina.
Kement-se ne empleg ket e voe aesaet labour an istorourien sinaat war-lerc’h Sima Qian, rak diaes e voe da implijidi an Impalaeriezh karget da skrivañ an Istor Stadel heuliañ ha kompren preder dizalc’h ha hardizh ar Mestr. Alies e yae e varnadennoù dichek enep ragvarnioù al Lez, ha peogwir e kredas burutellañ emzalc’h ar remziad e voe alies lakaet e labour da “zañjerus” ha “divrudus”.
Pelloc’h eget Sina en em astennas levezon ar Shinji, pa c’haller he merzout en Istor Korea. En abeg d’e framm skiantel ha d’e dalvoudegezh lennegel ez eo ar Shiji ur patrom a-fed buhezskrid ; dreist d’ar stad-se ez eo deuet da vezañ ur c’hlaselour diziouerus pa venner studiañ lennegezh ha yezh Sina. Peogwir eo ar skrid-se ur marzh a gempouez etre danvez ha stumm e levezonas an holl skrivagnerien war e lerc’h, ha pa vijent dramaourien pe romantourien : darev evit ar c’hoariva eo e dudennoù hag e zarvoudoù, ha red dibar an danevelliñ a roas lañs da neptuegezh vrudet ar romantoù sinaek.

A-benn an diwezh ez eus bet gounezet e glaoustre gant Sima Qian : en eskemm ouzh ar vezh pa oa bev en deus gounezet ur gador beurbadel ouzh taol skrivagnerien veur ar bed, e-kichen William Shakespeare hep mar.

Labourioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Urisinouriezh
Pouezus e oa ar garg ag Urisinour an Impalaer, pa ranke an anvad levezoniñ disentezioù ar gouarnamant diwar kenc’hoari an Heol, al Loar, ar stered ha darvoudoù naturel all evel ar c’hrenoù-douar, ar fallaennoù hag all. War an dachenn-se ivez e tegasas Sima Qian nevezentioù.
An deiziadur
Er bloavezh 104 KJK, tri bloaz goude bezañ kemeret karg e dad, e savas Sima Qian an Taichuli ( 太初历 tài chū lì, “kentañ deiziadur an Heol”) diwar deiziadur kozh ar remziad Qin. Unan eus deiziadurioù spisañ er bed e voe en e amzer, pa gonte 365,25 devezh en ur bloavezh (365,2422201 eo an niver a jeder bremañ) ha 29,53 devezh en ur mizvezh (ar pezh a zo reizh : 29 devezh, 12 eurvezh, 44 munutenn ha 2,8 eilenn e pad ul loariad)[6]
Ar stered hag an dud
Peogwir e oa Sima Qian un urisinour boas da zielfenniñ fiñvoù ar stered a-benn termeniñ o levezon war planedenn mab-den e klaskas lakaat e ouiziegezh e pleustr pa oa o sevel ar Shinji : dielfenniñ ar bloazdanevelloù kozh a reas, ha dre o c’heñveriañ gant disoc’hoù e veajoù-studi e klaskas anataat pennaennoù ha frammoù en emdroadur kevredigezhel mab-den. Pa’z anavezer tro-spered aozer ar Shiji ne vezer ket gwall souezhet gant kendastum e brederiadenn : en enep da natur e vicher hag e garg ez embannas penaos ez oa kenc’hoari an dud ha n’eo ket koskor an Heol a oa pennabeg da red emdroadur istorel Sina – ar pezh a oa un dispac’h e Sina gozh, pa voe ar wezh kentañ ma voe an dud kaset war leurenn c’hoariva ar bed.
An armerzh
Ouzhpenn da gement-se e voe an istorour kentañ o skrivañ penaos, pa zielfenner an Istor a-hed ur predad hir, e verzer ne c’hall ket ur vro tremen hep gouzañv kelc’h kresk ha diskar prizioù ar madoù en he armerzh ; gant an dro-spered-se e roas lañs d’un doare lennegezh nevez e Sina : ar c’helaouennerezh.
  • Lennegezh
Liesdonezonet e oa Sima Qian a-fed yezh ha lennegezh
An tu lizheriek
E-kichen ar Shinji e c’hounezas Sima Qian brud gant ul lizher a gasas d’e vignon Ren An, ma skriv a-zivout e boanioù a-c’houde e zrouklamm ha ma tifenn e vennozh start da beurechuiñ ar Shijin en enor d’e dad.
Ken dispar eo stumm ha danvez al lizher-se ma chom unan eus pennoberennoù lennegel ar bed, a vez studiet e Sina hiziv an deiz c’hoazh.
An tu barzhoniel
Barzhoniezh a skrivas ivez hervez hengoun ar ( 賦 , , “komz-plaen klotennaouet”) ; eizh pezh zo meneget er skrid levraouegel Hanshu, hogen ne chom nemet unan diglok (士不遇賦, shì bú yù fù, “an denjentil na gejas ket ouzh e ).

Ag urisinour da blanedenn...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ur Sinaad meur all, Konfusius, ez eo bet Sima Qian anavezet evel unan eus an Douariz pennañ : d’ar 24 a viz Gwengolo 1960 e voe roet e anv d’ur gorrblanedenn[7].

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html (diwar ar geriadur-se e teu an holl gealarouezioù a gavor er pennad-mañ)
  2. SIMA Qian, troidigezh R. Dawson, 2009
  3. SIMA Qian, troidigezh B. Watson, 1993
  4. http://history.cultural-china.com/chinaWH/images/exbig_images/264a998252b1d4b7d43b1dbcbb8251a8.jpg
  5. Dictionnaire de la Civilisation Chinoise, Encyclopædia Universalis, taolennoù pp. 872-875
  6. http://www.britannica.com
  7. http://ssd.jpl.nasa.gov/sbdb.cgi?sstr=12620
  • RYCKMANN Pierre, Sima Qian, en Dictionnaire de la Civilisation Chinoise, Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
  • SIMA Qian (troet gant R. Dawson), The First Emperor : Selections from the Historical Records, Oxford University Press, SUA, 2009, ISBN 978-0-19-957439-1
  • SIMA Qian (troet gant J. Pimpaneau), Mémoires historiques – Vies de Chinois illustres, Picquier, Arles, 2002, ISBN 978-87730-611-9
  • SIMA Qian, Records of the Grand Historian, troet gant Burton Watson, Columbia University Press,New-York, SUA, 1993, ISBN 978-0-231-08168-9 (keinet) & ISBN 978-0-231-08167-2 (embannadur adwelet ; strollet)
Ar Shiji, a c’heller enkargañ a-drugarez d’an UQAC / Université du Québec à Chicoutimi.
Ul lec’hienn sinaat (Shanghai News & Press Bureau) diwar-benn Sina. E saozneg – hag e sinaeg, evel-just.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.